Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
HISTORIK.

fall-zé a géméraz doaré ann aer, hag a aliaz ar vaouez da zibri eûz ar frouez eûz ar wézen a ioa bét berzed out-hô ; dibri a réaz eûz ar frouez-zé, hag é lékéaz hé ozac’h da zibri anézhan. Neûzé Doué a daolaz hé valloz war ann aer, hag a ziskleriaz pénaoz eûz ar vaouez é vijé ganed ann hini a frikjé hé benn d’ann aer, da lavaroud eo, Salver ar béd, péhini a zeûjé eunn deiz évid diskara galloud ann diaoul. Kâs a réaz Adam hag Éva er méaz eûz ar barados, hag é choumjond enn eunn doaré gwall reûzeûdik. Kolla a réjond trugarez Doué, hag é teûjond da véza sklaved d’ann Diaoul ; dalc’hed é oend d’ar marô ha d’ann holl boaniou eûz ar c’horf, hag ouc’h-penn d’ann diwiziégez, ha d’ann droug-ïoul. Ann droug-ioul eo ar garantez ac’hanomb hon-unan, a zeû d’hon distrei da garoud Doué hon Krouer, hag ac’hanô é teû ann holl béc’héjou a gâs d’ar marô peûr-baduz. Adam hag Éva n’hô doé bugalé némét goudé hô féc’hed, dré zé eo eo bét ganed hô bugalé dalc’hed d’ann hévélep reûsiou hag hî, hag hô rei a réjond d’ar ré hô-goudé, enn hévélep doaré ma eo ganed ann dûd holl er péc’hed, énébourien da Zoué ha tonked d’ann ifern. Ann drouk-zé eo a c’halvomb ar péc’hed orijinel (a zô deût gan-é-omb er béd).

Goulenn Pétrâ eo ann Diaoul ? Lavar. Eunn éal amzent é-kénver Doué. G. Da bétrâ ef-hén bét barnet gand Doué? L. D’ann tân peûr-baduz. G. Da bétrâ en em rô-hén ? L. Da zougen ann