Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
KATÉKÎZ

L. Ar c’horf en deûz gréat gand douar.
G. Hag ann éné ?
L. Eûz a nétrâ en deûz hé c’hréat.
G. Eûz a bétrâ en deus-hén ann doaré ?
L. Eûz a Zoué hé-unan.
G. Évit pétrâ en deûs-hén Doué gréad ann dén ?
L. Évid hé anaoud hag hé garout.
G. Eûz a bétrâ é oé gréad ar genta vaouez ?
L. Gand unan eûz a gôstou ar goaz.
G. Pérâk sé ?
L. Évid diskouéza é oand hô daou eûz a eunn hévélep kîk.
G. Pétrâ eo ar baradoz zouarek ?
L. Eul liors kaer é péhini é lékéaz Doué Adam hag Éva.
G. É pé stâd é vévent-hi énô ?
L. Euruz é vévent.
G. Peûr é tlient-hi mervel ?
L. Na dlient két mervel.
G. Pétrâ eo ann Éled ?
L. Spéréjou glân péré n’hô deûz kéd a gorf.




EIL GENTEL.
Eûz a Béc’hed ar c’henta dén.

Béz’ é oé Éled péré a zavaz a-énep Doué, ha Doué hô stlapaz enn ifern hag enn tân peûrbaduz. Ann diaoulou eo pé éled ann diaoul a zeû da zougen ann dûd d’ann drouk, ha d’hô lakaad da zével a-énep Doué. Unan eûz ann éled