Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
HISTORIK.

ha dreist-holl ar garantez é-kénver ann nésa. G. Hag eunn drouk brâz eo koumunia é doaré fall. L. Dibri hé varnédigez eo. G. Pétrâ eo ar Viatik. L. Ar Goumunion eo a rôeur d’ar ré-doc’hor.




PEMVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Zakramant ar Binijen.

Goudé ar vadisiant hag ar gouzoumen, ar Gristenien na dléfé kaout ézomm néméd eûz ann Eûkaristia bétég ar marô ; hôgen dibaot eo ar ré ha na gouéz kéd é péc’héjou marvel péré a lâz ann éné, ô vougâ ar garantez, péré a zellez ar marô peûr-baduz ; hag évit paréa eunn drouk ker braz, n’eûz nétrâ gwelloc’h, goudé ar vadisiant, égét Sakramant ar Binijen. Ann hini a fell d’ézhan hé zigémérout, a dlé da genta kaout keûz eûz hé béc’héjou, ha kaoud anézhô eur gwir zoan, skoret war ar feiz ha war zoujans Doué, gand eur ratoz stard da wellaat, péhini a bella a-grenn ar c'hoant da bec’hi, ar péz en deûz enn-han ann derou eûz ar garantez évid Doué, hag ann doan-zé péhini a wantr kaloun ar péc’her, a c’halveur kontrision pé keûz-gwirion. Réd eo goudé kovésaad da eur bélek, ô tiskleria dézhan hép distrô ann holl béc’héjou eûz a béré en em gaveur kabluz ; goudé sévéni gant strîv ar boan a rô ar bélek évid dic’haou ar béc’héjou. Béz’ éz eûz éta tri zra réd