Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
KATÉKÎZ

a berz ar péc’her, ar c’heûz, da vihana ar c’heûz diglôk, ar c’hovésion hag ann dic’haou. Ar poaniou a rôeur a zô peûrvuia ann tri seurt mâd-ôbériou-man, ar béden, ar iûn hag ann aluzen ; hag é tléont béza kévatal da zoaré ar péc’hed ha da ners ar péc’her.

Goulenn. Da biou é rôeur ar Sakramant a Binijen. Lavar. D’ar ré hô deûz gréad eur péc’hed marvel-bennâg goudé ar vadisiant. G. Pétrâ eo ar péc’hed marvel. L. Ar péc'hed eo a zellez ar marô peûr-baduz. G. Pétrâ a dlé ôber ar péc’her évid digéméroud ar Sakramant-zé. L. Kaout keûz, kovésaat ha dic’haoui. G. Pétrâ eo ar gontrision. L. Ann doan da véza péc’het gand ar ratoz da wellaat. G. Ha gelloud a réeur kasaad ar péc’hed hép karoud Doué. L. Béz’ é tlé béza diana eunn derou-bennâg a garantez. G. Pénaoz é tléeur kovésaat. L. Hép nac’hout nétrâ na kuza nétrâ. G. Pétrâ eo ann dic’haou. L. Ar zévénidigez eûz ar boan rôet gand ar bélek. G. Pétrâ eo ar poaniou-zé peûrvuia. L. Pédennou, iunou hag aluzennou.




C’HOUEC’HVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Heûl eûs ar Binijen.

Goudé ma eo bét kovéséet ar péc’her, ha goudé ma en deûz rôed hé c’hér é tic’haouô ar bélek