Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
KATÉKÎZ

koumunieur alies, seûl-vui ar vuez-zé a zô kré ha nerzuz. Hôgen kerkouls ar ré-varô na heliont két kémérout boéd, hag ar boéd a ra vâd d’ar ré iac’h, a ra drouk d’ar ré glanv. Dré-zé évit koumunia enn eunn doaré talvouduz, eo réd béza diskarg a béc’hed marvel, hag é reiz mâd. Ar reisou kenta eo kridi stard ann holl visteriou eûz al lézen Gristen, hag hé-man dreist-holl ; na garoud drouk da zén, béza unvanet mâd gand hé holl énébourien. Piou-bennâg a zigémer ar Sakramant-zé é doaré fall, a év hag a zebr hé varnédigez, ô véza na zishével két kor ann Aotrou diouc’h ar c’higou dister. Dré-zé eo n’her rôeur kôd d’ar vugalé némét goudé ma ind deûed d’ann oad a reiz, ha ma ind desket mâd. Gervel a réeur ar Sakramant-zé Viatik, pé boéd-hent, pa rôeur anézhan d’ar ré-glanv daré da vervel, évit béza hô boéd évid ann hent brâz éz éond da ôber.

Goulenn. Ha réd eo digémérout ann Eûkaristia santel. Lavar. Ia, ô véza ma eo hor boéd spéréduz. G. Pétrâ a c’hoarvez gand eunn éné hé digémer dibaot. L. Ann éné-zé a choum gwân ha môréduz. G. Hôgen ar Goumunion hag hî a ra vâd d’ann holl. L. Na ra vâd néméd d’ar ré a zô reizet ervâd. G. Pé reizou a zô réd. L. Da genta béza é stâd a c’hrâs. G. Pérâg ar péc’hed marvel a noaz-hén d’ar Goumunion. L. O véza na hell kéd eunn dén-marô kémérout boéd. G. Livirid ar reizou all. L. Ar feiz, ann holl vertusiou,