Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/736

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
702
levr ar psalmou.


XCV. PSALM.


Kanaouen da Zavid, pa zaved ann tî goudé ar sklavérez.


1. Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez : holl zouar, kanit d’ann Aotrou.

2. Kanit d’ann Aotrou, ha bennigit hé hanô ; embannit a-zeiz-é-deiz hé zilvidigez.

3. Embannit é-touez ar brôadou hé c’hloar, hag é-kreiz ann holl boblou hé vurzudou.

4. Râk brâz eo ann Aotrou, ha da véza meûlet meûrbed eo (T) ; dreist ann holl zouéed ez eo estlammuz.

5. Râg holl zouéed ar brôadou a zô diaouled ; hôgen ann Aotrou en deûz gréat ann én̄vou.

6. Gloar ha skéd a zô dira-z-han̄ ; san̄télez ha meûrdez a zô enn hé léac’h san̄tel.

7. Tud ar brôadou, digasit d’ann Aotrou, digasit d’ann Aotrou gloar hag énor.

8. Digasit d’ann Aotrou gloar hé hanô. Kémérit hostivou, hag iit enn hé borched.

9. Azeûlit ann Aotrou enn hé borched. Ra grénô ann holl zouar dira-z-han̄.

10. Livirit é-touez ar brôadou pénaoz en deûz rénet ann Aotrou, râk startéet en deûz ar béd, péhini na vézô két horellet ; barna a rai ar boblou gan̄t reizded.

11. R’en em laouénai ann én̄vou, ha ra dridô ann douar ; ra vézô kéflusket ar môr, ha kémen̄d a zô enn-han̄.

12. En em laouénaad a rai ar mesiou, ha kémen̄d a zô enn-hô ; neûzé gwéz ar c’hoajou a dridô,

13. Dirâg ann Aotrou, ô véza ma teû ; ô véza ma teû da varna ann douar. Barna a rai ar béd hervez ar reizded, hag ar boblou hervez hé wirionez.


————


XCVI. PSALM.


Da Zavid, pa oé lékéat hé zouar er stad gen̄ta.


1. Ann Aotrou a rén ; ra dridô ann douar ; r’en em laouénai ann holl énézi.

2. Ar c’hoabr hag ann dévalien a zô war hé drô ; ar reizded hag ar varnédigez a zô da harp d’hé drôn.

3. Ann tân a iélô enn hé raok, hag a zevô hé énébourien trô-war-drô.

4. Hé luc’hed hô deûz skleréet ar béd ; ann douar en deûz hô gwélet, ha krénet en deûz.

5. Ar ménésiou hô deûz teûzet dirâg ann Aotrou, dirâg ann Aotrou, ann douar holl.

6. Ann én̄vou hô deûz rôet da anaout hé reizded ; hag ann holl boblou hô deûz gwélet hé c’hloar.

7. Ra vézô kaset-da-gét ar ré holl a azeûl traou kizellet, hag a ra fougé gan̄d hô skeûdennou. Azeûlit anézhan̄, c’houi hé holl élez.

8. Sion é deûz klévet, hag a zô en em laouénéet. Merc’hed Juda hô deûz tridet, enn abek d’as barnou, ô Aotrou :

9. O véza ma eo té ann Aotrou Uc’hel-meûrbéd war ann douar holl ; ha ma oud Uc’hel-brâz dreist ann holl zouéed.

10. C’houi péré a gâr ann Aotrou, kasait ann drouk ; ann Aotrou a vir énéou hé zen̄t ; hô zenna a rai eûz a zourn ar péc’her.

11. Savet eo ar goulou war ann dén reiz ; hag al lévénez er ré a zô éeun a galoun.

12. Tûd reiz, en em laouénait enn Aotrou ; ha meûlit én̄vor hé zan̄télez.


————


XCVII. PSALM.


Psalm évid David.


1. Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez, ô véza m’en deûz gréat burzudou. Hé zourn déou hag hé vréac’h san̄tel hô deûz hor savétéet évit-han̄.

2. Ann Aotrou en deûz rôet da anaout hé zilvidigez ; diskouézet en deûz hé reizded dirâg ar brôadou.

3. Deûet eo koun d’ézhan̄ eûz he drugarez hag eûz hé wirionez é-kén̄ver tî Israel. Holl harzou ann douar hô deûz gwélet silvidigez hon Doué.