Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/737

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
703
levr ar psalmou.

4. En em laouénait é Doué, holl zouar ; kanit, ha tridit, ha c’hoariit war ar binviou.

5. C’hoariit gan̄d ann délen ha gan̄d al liren :

6. Gan̄t kornou gréat gan̄d ar morzol, ha gan̄t kornou korn. En em laouénait dirâg ann Aotrou Roué.

7. Ra vézô kéflusket ar môr, ha kémen̄d a zô enn-han̄ ; ann douar holl, hag ar ré a choum enn-han̄.

8. Ar steriou a stlakô hô daouarn, hag ar ménésiou ivé a dridô,

9. Dirâg ann Aotrou ; ô véza ma teû da varna ann douar. Barna a rai ar béd hervez ar reizded, hag ar boblou hervez ann éeunder.


————


XCVIII. PSALM.


Psalm évid David.


1. Ann Aotrou a rén, ra grénô ar boblou ; azézet eo war ar gérubined, ra vérô horellet ann douar.

2. Brâz eo ann Aotrou é Sion : hag uc’hel eo dreist ann holl boblou.

3. Ra veûlin̄t da hanô brâz ; ô véza ma eo eûzuz ha san̄tel,

4. Hag énor ar roué a gâr ar varn. Té éc’h eûz aozet ann éeunder ; ar varnédigez hag ar reizded éc’h eûz gréat é Jakob.

5. Savit gloar ann Aotrou hon Doué, hag azeûlit skabel hé dreid ; râk san̄tel eo.

6. Moizez hag Aaron a ioa béléien d’ézhan̄ ; ha Samuel a ioa eûz ar ré a c’halvé hé hanô ; hî a c’halvé ann Aotrou, hag hén̄ a zélaoué out-hô.

7. Er peûl-koabr é komzé out-hô. Hag hî a viré hé c’hourc’hémennou hag ar c’hélen en dôa rôet d’ézhô.

8. Aotrou, hon Doué, té a zélaoué out-hô : Doué, té a oa trugarézuz enn hô c’hén̄ver ha pa hô c’hastizez zô-kén évid hô gwall-ioulou.

9. Savit gloar ann Aotrou hon Doué, hag azeûlit-hen̄ war hé vénez san̄tel ; râk San̄t eo ann Aotrou hon Doué.


————


XCIX. PSALM.


Psalm a veûleûdi.


1. Kanit da c’hloar Doué, holl zouar ; servichit ann Aotrou gan̄t lévénez. Deûit dira-z han̄ enn eur drida.

2. Gwézit pénaoz ann Aotrou a zô Doué hé-unan ; hén̄ eo en deûz hor c’hréat, ha né ket ni hon-unan ; hé bobl omp, ha dén̄ved hé beûri.

3. Id dré hé zôriou oc’h hé énori, hag enn hé borched enn eur gana ; énorit-hén̄, meûlit hé hanô.

4. Râk c’houék eo ann Aotrou ; peûr-baduz eo hé drugarez, hag hé drugarez, hag hé wirionez a iélô a-wenn-é-gwenn.


————


C. PSALM.


Psalm évid David.


1. Kana a rinn dira-z-od, Aotrou, da drugarez ha da varn ; kana a rinn war ar binviou.

2. Hag é klaskinn gan̄t poell ann hen̄t éeun. Peûr é teûi-dé étrézég enn-oun ? Mé a valéé é dinamded va c’haloun é-kreiz va zî.

3. Na lékéenn nétrâ a zireiz dirâk va daoulagad ; kasaad a réenn ar ré fallakr. Na zaremprédenn két

4. Ann hini a oa saotret hé galoun ; na anavézenn két ann dén fall a belléé diouz-in.

5. Heskina a réann ann hini a wall-gomzé é-kûz diwar-benn hé nésa ; na zebrenn két gan̄d ann hini a oa rôk hé lagad, ha diwalc’hek hé galoun.

6. Va daoulagad a zellé oud ar ré féal war ann douar, évit hô lakaad da azéza em c’hichen ; évit servicher em bôa ann hini a valéé enn eunn hen̄t éeun.

7. Néb a zô rôk na choumô két em zî ; néb a lavar traou direiz n’en deûz két gellet choum dirâk va daoulagad.

8. Diouc’h ar min̄tin é lékéenn da laza holl ré fallakr ann douar ; évit kâs-kûit eûz a géar ann Aotrou ar ré holl péré a réa fallagriez.


————