Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/735

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
701
levr ar psalmou.

2. En em uc’héla, barner ann douar ; distol hô gôbr d’ar ré rôk.

3. Bété pégeit ar béc’herien, Aotrou, bété pégeit ar béc’herien a fougéô-hî ?

4. Bété pégeit ar ré a ra traou direiz, a gomzô ken dichek, hag a lavarô traou ker fallagr ?

5. Da bobl, Aotrou, hô deûz izéléet, ha da zigwéz hô deûz gwasket.

6. Ar marô hô deûz rôet d’ann in̄tan̄vez ha d’ann diavésiad ; ha lazet hô deûz ann emzivaded.

7. Ha lavaret hô deûz : Ann Aotrou n’her gwélô két, ha Doué Jakob n’her gwézô két.

8. Poellit, c’houi tûd diskian̄t é-touez ar bobl ; tûd foll, bézit fûr eur wéach.

9. Ha na glevô két, ann hini en deûz plan̄tet ar skouarn ? Ha na wélô két, ann hini en deûz gréat al lagad ?

10. Ha na damallô két, ann hini a gastiz ar brôadou ; hén̄ péhini a zesk ar wiziégez d’ann dén ?

11. Ann Aotrou a anavez ménosiou ann dûd, hag a oar pégen didalvez in̄t.

12. Euruz eo ann dén éc’h eûz desket, ô Aotrou, ha da béhini éc’h eûz rôet da anaout da lézen.

13. Évit ma vézi habask d’ézhan̄ enn deisiou fall, kén na vézô toullet ar béz d’ar péc’her.

14. Râg ann Aotrou na zistolô két hé bobl ha na zilézô két hé zigwéz :

15. Kén na drôi ar reizded é barn ha na zeûi war hé drô ar ré holl a zô éeun a galoun.

16. Piou a zavô gan-én̄ a énéb ar ré zrouk ? Pé piou a choumô enn hé zâ em c’hichen a-éneb ar ré a ra fallagriez ?

17. Ha n’en dévijé két ann Aotrou va c’hen-nerzet, gan̄t nébeût a dra é vijé kouézet va éné enn ifern.

18. Ma lavarenn : Kéflusket eo bét va zroad ; da drugarez, Aotrou, a gen-nerzé ac’hanoun.

19. Hervez ann niver brâz eûz a en̄krézou va c’haloun, da fréalzidigez é deûz laouénéet va éné.

20. Ha kador ar fallagriez a hell béza unvanet gan-éz : té péhini a laka poan er c’hélen ?

21. Spiou a aozin̄t a-énep éné ann dén reiz ; hag é varnin̄t ével kabluz ar goad dinam.

22. Hôgen ann Aotrou a zô deûet d’in da vénéc’hi, ha va Doué da skoazel va géd.

23. Hag hén̄ a zistolô war-n-ézhô hô fallagriez : hag é kollô anézhô gan̄d hô drougiez hô-unan ; ann Aotrou hon Doué a gollô anézhô.


————


XCIV. PSALM.


Meûleûdi pe kanaouen David.


1. Deûit, tridomp d’ann Aotrou : en em laouénaomp é Doué hor Salver.

2. Déomp dira-z-han̄ évid hé veûli : ha kanomp psalmou enn hé énor.

3. Râg ann Aotrou eo ann Doué brâz, hag ar roué brâz dreist ann holl zouéed.

4. Râg holl harzou ann douar a zô enn hé zourn : hag ar ménésiou ar ré uc’héla a zô d’ézhan̄.

5. Râk d’ézhan̄ eo ar môr, hag hén eo en deûz hé c’hréat : hag hé zaouarn eo hô deûz doaréet ar séac’h.

6. Deûit, azeûlomp, ha stouomp : ha gwélomp dirâg ann Aotrou péhini en deûz hor gréat.

7. Râg hén̄ eo ann Aotrou hon Doué ; ha nî pobl hé beûri, ha den̄ved hé zourn.

8. Mar sélaouit hiriô hé vouéz, na galédit két hô kalounou,

9. Ével enn énébiez, da zeiz ann arnod enn distrô, é péléac’h hô tadou hô deûz va zemptet, va arnodet, hag hô deûz gwélet va ôberiou.

10. É-pâd daou-ugen̄t vloaz eo bét savet droug enn-oun a-énep ar bobl-zé, hag em eûz lavaret : Fazia a réon̄t bépréd enn hô c’halounou.

11. Hag hi n’hô deûz két anavézet va hen̄chou ; ével-sé em eûz touet em brouez pénaoz na zeûin̄t két é léac’h va éhan.


————