Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/459

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
425
pévaré levr ar rouéed, hervez ann hébréed, ann eil eûz a valakim.

11. Ar roué a gasaz adarré eûr prin̄s all eûz a han̄ter-kan̄t dén, hag ann kan̄ter-kan̄t gan̄t-han̄. Hag hé-man̄ a lavaraz da Éliâs : Dén Doué, ével-henn é lavar ar roué : Hast, ha diskenn.

12. Hag Élias a respoun̄taz hag a lavaraz : Mâr d-ounn eunn dén Doué, diskennet tân eûz ann én̄v, hâ dévet ac’hanod, ha da han̄tet-kan̄t dén. Hag ann tan̄ a ziskennaz eûz ann én̄v, hag a zévaz anézhan̄, hag hé han̄ter-kan̄t.

13. Ar roué a gasaz adarré eunn trédé prin̄s eûz a han̄ter-kan̄t dén, hag ann han̄ter-kan̄t a oa gan̄t-han̄. Pa oé deûet hé-man̄, é plégaz hé zaoulin dirâg Élias, hag é pédaz anézhan̄, ô lavarout : Dén Doué, na zispriz két va buez, ha buez da zervicherien a zô gan-én̄.

14. Chétu eo bét diskennet ann tân eûz ann én̄v, hag en deûz dévet ann daou brin̄s ken̄ta eûz a han̄ter-kan̄t dén, hag ann han̄ter-kan̄t a oa gan̄t-hô : hôgen bréma az pédann da gaout truez out va buez.

15. Hôgen éal ann Aotrou a gomzaz oud Élias, ô lavarout : Diskenn gan̄t-han̄, n’az péz két a aoun. Sével a réaz éta, hag é tiskennaz gan̄t-han̄ étrézég ar roué.

16. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : O véza ma éc’h eût kaset kannaded évit goulenn kuzul digan̄t Béelzébub, Doué Akkaron, ével pa na vijé kéd a Zoué enn Israel digan̄t péhini é helfez goulenn kuzul, dré-zé na ziskenni két eûz ar gwélé war béhini ôut piñet, hôgen mervel a rî.

17. Mervel a réaz éta hervez gér ann Aotrou, lavaret gan̄t Élias. Ha Joram, hé vreûr, a rénaz enn hé léac’h, enn eil vloaz eûz a Joram, mâb Jozafat, roué Juda : râk n’en dôa két a vâb.

18. Obériou all Oc’hozias, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet é lévr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Israel ?


————


II. PENNAD.


Élias gorréet enn én̄v enn eur c’harr dân. Élizéus a zastum hé van̄tel.


1. Pa fellaz d’ann Aotrou gorréa Élias d’ann én̄v gan̄d eur gourven̄ten, é c’hoarvézaz pénaos Élias hag Élizéus a zeûé eûz a C’halgala.

2. Hag Élias a lavaraz da Élizéus : Choum aman̄, râg ann Aotrou en deûz va c’haset da Vétel. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhan̄ : Evel ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô da éné, na guitainn két ac’hanod. Diskenni a réjon̄d éta da Vétel.

3. Ha mipien ar brofédèd, péré a oa é Bétel, a zeûaz da gavout Élizéus, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha na c’houzoud-dé két pénaoz ann Aotrou a lamô hiriô da vestr digan-éz ? Hag hén̄ è lavaraz : Hé c’houzoud a rann ; tavit.

4. Hag Élias a lavaraz da Élizéus : Choum aman̄, râg ann Aotrou en deûz va c’haset da Jériko. Hag hén̄ a lavaraz : Evel ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô dâ éné, na guitainn két ac’hanod. Hag hî a zeûaz da Jériko.

5. Ha mipien ar broféded, péré a oa é Jériko, a zeûaz da gavout Élizéus, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha na c’houzoud-dé két pénaoz ann Aotrou a lamô hiriô da vestr digan-éz ? Hag hén̄ a lavaraz : Hé c’houzoud a rann ; tavit.

6. Hag Élias a lavaraz d’ézhan̄ : Choum aman̄, râg ann Aotrou en deûz va c’haset bétég ar Jourdan. Hag hén̄ a lavaraz : Evel ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô dâ éné, na guitainn két ac’hanod. Hag hî a iéaz hô daou.

7. Ha daou-ugen̄t dén eûz a vipien ar broféded a iéaz war hô lerc’h, hag a choumaz râg-énep d’ézhô a bell. Hag hî hô-daou a choumaz war aot ar Jourdan.

8. Hag Élias a dennaz hé van̄tel, hag a blégâz anézhî, hag a skôaz wâr ann doureier, péré en em rannaz a bép tû ; hag hî hô-daou a dreûzaz war ar séac’h.

9. Ha pa oen̄t treûzet, Élias a lava-