Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/458

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEVARÉ LEVR AR ROUÉED,


HERVEZ ANN HÉBRÉED,


ANN EIL EUZ A VALAKIM.


————


I. PENNAD.


Élias a ziougan hé varô da Oc’hozias.


1. Goudé ma oé marô Ac’hab, Moab en em zavaz a-énep Israel.

2. Hôgen Oc’hozias ô véza kouézet dré gael hé gambr en dôa é Samari, a oé klan̄v : hag hén̄ a gasaz kannaded, hag a lavaraz d’ézhô : It, ha goulennit kuzul digan̄t Beelzébub, doué Akkaron, da c’houzout ha mé a vézô béô goudé ar c’hlén̄ved-man̄.

3. Hôgen éal ann Aotrou a gomzaz oud Élias ann Tesbit, ô lavarout : Saô, ha kéa war arbenn da gannaded roué Samari, ha lavar d’ézhô : Ha n’eûz kéd a Zoué enn Israel, m’az îd da c’houlenn kuzul digan̄t Béelzébub, doué Akkaron ?

4. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Na ziskenni két eûz ar gwélé war béhini out piñet, hôgen mervel a rî. Hag Élias a iéaz-kuît.

5. Hag ar c’hannaded a zistrôaz étrézég Oc’holias ; hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pérâg oc’h hu distrôet :

6. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Eunn dén a zô deûet war hon arbenn, hag en deûz lavaret d’é-omp : It, ha distrôit étrézég ar roué en deûz hô kaset, ha livirid d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ha n’eûz kéd a Zoué enn Israel, ma kasez da c’houlenn kuzul digan̄t Béelzébub, doué Akkaron ? Râk-sé na ziskenni két eûz ar gwélé war béhini out piñet, hôgen mervel a rî.

7. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pé zoaré ha pé wiskaman̄t en deûz ann dén-zé a zô deûet war hoc’h arbenn, hag en deûz lavaret kémen̄t-sé d’é-hoc’h ?

8. Hag hî a lavaraz : Eunn dén bleveg eo, en deûz war hé zargreiz eur gouriz ler. Hag hén̄ a lavaraz : Élias ann Tesbit eo.

9. Hag hén̄ a gasaz étrézég enn-han̄ prin̄s han̄ter-han̄t brézéliad, hag ann han̄ter-kan̄t a oa dindan-han̄. Hag hé-man̄ a biñaz étrézég Élias péhini a oa azézet war lein eur ménez, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Dén Doué, ar roué a c’hourc’hémenn d’id diskenni.

10. Hag Élias a respoun̄taz hag a lavaraz da brin̄s ann han̄ter-kan̄t : Mar d-ounn eunn dén Doué, diskennet tân eûz ann én̄v, ha dévet ac’hanod, ha da han̄ter kan̄t dén. Hag ann tân a ziskennaz eûz ann én̄v, hag a zévaz anézhan̄, hag ann han̄ter-kant a oa gan̄t-han̄.