Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/460

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
426
pévaré levr ar rouéed,

raz da Élizéus : Goulenn ar péz a fell d’id a rafenn évit-oud, ken̄t ha ma vézinn lamet digan-éz. Hag Élizéus a lavaraz : Bézet, mé az péd, da spéred daou-gémen̄t all {Reizh|eunn|enn}}-oun.

10. Hag Élias a lavaraz : Eunn dra ziez éc’h eûz goulennet : koulskoudé mar gwélez ac’hanoun, pa vézinn lamet digan-éz, ez pézô ar péz éc’h eûz goulennet ; ma n’am gwélez két, n’az pézô két.

11. Hag en̄dra ma kerzen̄t, ha ma valéen̄t enn eur gomza, chétu eur c’harr dân ha kézek tân hô rannaz hô-daou : hag Élias a biñaz é-kreiz eur gourven̄ten.

12. Hôgen Élizéus a wélaz, hag a c’harmaz : Va zâd, va zâd, karr Israel hag hé garréner. Ha n’her gwélaz mui ; hag hén̄ a grogaz enn hé ziḻad, hag hô rogaz é daou-han̄ter.

13. Hag hén̄ a zavaz man̄tel Élias, en dôa taolet d’ézhan̄ : hag ô tistrei é choumaz war aot ar Jourdan.

14. Hag hén̄ a skôaz war ann douréier gan̄t man̄tel Élias, en dôa taolet d’ézhan̄, ha n’en em ranchon̄t két ; hag hén̄ a lavaraz : Péléac’h éma bréma Doué Élias ? Hag hén̄ a skôaz war ann douréier péré en em rannaz tû-man̄ ha tû-hon̄t, hag Élizéus a dreûzaz.

15. Pa wélaz kémen̄t-sé mipien ar broféded, péré a oa é Jériko râg-énep, é léverchon̄t : Spéred Élias a zô diskennet war Élizeus. Hag hî a iéaz war hé arbenn hag en em strin̄kaz d’ann douar dira-z-han̄,

16. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu éz eûz é-touez da zervicherien han̄ter-kan̄t dén kré, péré a hell mon̄d da glask da vestr, gan̄d aoun n’en défé spéred ann Aotrou hé skrapet, hag hé daolet war eur ménez-bennâg, pé enn eunn draon̄ien-bennâg. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Na gasit két.

17. Hogen hî a hégaz anézhan̄, kén na aotréaz d’ézhô ha kén na lavaraz : Kasit. Hag hî a gasaz han̄ter kan̄t dén̄, péré goudé béza hé glasket é-pâd trî dervez, n’her c’hefchon̄t két.

18. Hag hî a zistrôaz da gavout Élizéus, péhini a choumé é Jériko ; hag hén̄ a lavaraz dezhô : Ha n’em bôa-mé két lavaret d’é-hoc’h : Na gasit két ?

19. Tûd kéar a lavaraz ivé da Élizéus : Chétu béza ô choum er géar-man̄ a zô eûz ar ré wella, ével ma wélez da-unan, Aotrou ; hôgen ann douréier a zô gwall fall, hag ann douar distu.

20. Hag hén̄ a lavaraz : Digasit d’in eul léstr névez, ha likit c’hoalen enn-han̄. Ha p’hô dôé hé zigaset,

21. Ez éaz da feun̄teun ann douréier, hag ô lakaad ar c’hoalen enn-hî, é lavaraz : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Iac’héet em eûz ann douréier-zé, ha na vézô mui a varô enn-hô, nag a fraosdder.

22. Ann douréier-zé éta a zeûaz da véza iac’huz hag a zô c’hoaz bréma, hervez ar gér a lavaraz Élizéus.

23. Hag hén̄ a biñaz ac’hanô da Vétel ; ha pa biñé dré ann hen̄t, bugalé vihan péré a oa deûet er-méaz eûz a géar, a réa goab anézhan̄, ô lavarout : Pîñ, moal ; pîñ, moal.

24. Hag hén̄ a zellaz, hag hô gwélaz, hag a villigaz anézhô é hanô ann Aotrou : ha daou ours a zeûaz er-méaz eûz a eur c’hoat, hag a ziskolpaz daou ha daou-ugen̄t eûz ar vugalé-zé.

25. Hôgen hén̄ a iéaz ac’hanô war vénez Karmel, hag a zistrôaz ac’hanô da Zamari.


————


III. PENNAD.


Élizéus a laka dour da rédeg hép glaô.


1. Hôgen Joram, mâb Ac’hab, a rénaz war Israel é Samari enn triouec’hved bloaz eûz a Jozafat, roué Juda ; hag hén̄ a rénaz daouzék vloaz.

2. Ober a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hôgen n’her gréaz két ével hé dâd hag hé vamm : râg hén̄ a lamaz skeûdennou Baal, a oa bét gréat gan̄d hé dâd.

3. Koulskoudé en em rôaz da béc’héjou Jéroboam, mâb Nabot, péhini a lékéaz Israel da béc’hi ; ha n’en em dennaz két diout-hô.

4. Hôgen Mésa, roué Moab, a vagé kalz dén̄ved ; hag hén̄ a baéé da roué Israel kan̄t mil oan, ha kan̄t mil tourz, gan̄d hô c’hréon̄.