Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/431

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
397
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

ann holl listri évit tî ann Aotrou ; ann aoter aour, hag ann daol aour, war béhini é tléed da lakaad ar baraou kennig :

49. Hag ar gan̄toleriou aour, pemp a zéou, ha pemp a gleiz, dirâg ann orakl eûz a aour ar glana : hag ével bokéjou lili, ha dreist-hô kleûzeûriou aour, ha gultaniou aour ;

50. Ha pôtéviou, ha feriérigou, ha kôpou, ha listri-brév, hag ézan̄souérou, eûz ann aour ar glana : ha mudurunou dôriou ann tî eûz a ziabarz San̄t ar Zen̄t, ha dôriou tî ann templ, a oa gréat gan̄d aour.

51. Ével-sé é peûr-c’hréaz ann holl labour en doa gourc’hémennet Salomon évît tî ann Aotrou. Ha Salomon a gasaz ébarz ann arc’han̄t hag ann aour hag al listri en dôa gwéstlet David hé dâd, hag é lékéaz anézhô é ten̄zoriou tî ann Aotrou.


————


VIII. PENNAD.


Goél sakrérez ann templ.


1. Neûzé holl hénaoured Israel gan̄t prin̄sed ar breûriézou hag ar pennou tiad bugalé Israel, en em zastumaz hag a iéaz da gavout ar roué Salomon é Jéruzalem, évit ma tizougchen̄t arc’h kévrédigez ann Aotrou eûz a géar David, da lavaroud eo eûz a Zion.

2. Hag holl dûd Israel en em zastumaz étrézé Salomon, enn eunn deiz goél, é mîz Étanim, péhini eo ar seizved mîz.

3. Hag holl hénaoured Israel a zeûaz, hag ar véleien a géméraz ann arc’h,

4. Hag a zougaz arc’h ann Aotrou, ha tabernakl ar gévrédigez, hag holl listri ar san̄tuar, a oa enn tabernakl : hag ar véleien hag al Lévited a zougé anézhô.

5. Hôgen ar roué Salomon hag holl dûd Israel péré a oa en em zastumet enn-drô d’ézhan̄, a valéé gan̄t-han̄ é-raog ann arc’h ; hag hî a lazé dén̄ved hag éjenned dibriz ha diniver.

6. Hag ar véleien a zigasaz arc’h kévrédigez ann Aotrou enn hé léac’h, é orakl ann templ, é San̄t ar Zen̄t, dindân askellou ar Gérubined.

7. Râg ar Gérubiued a astenné hô diou-askel war léac’h ann arc’h, hag a cholôé anézhi, hag ivé hé barrou.

8. Hag ar barrou a tennchôn̄t, enn hévélep doaré ma oa gwélet hô fennou er san̄tuar dirâg ann orakl, ha na oan̄t két gwélet er-méaz : hag hî a zô choumet énô bétég-henn.

9. Hôgen na oa nétrâ enn arc’h, néméd ann diou daolen véan en dôa lékéat enn-hi Moizez é Horeb, pa réaz ann Aotrou kévrédigez gan̄t bugalé Israel, pa zeûen̄t er-méaz eûz a vrô ann Ejipt.

10. Hôgen pa zeûaz ar véleien er-méaz eûz ar san̄tuar, eur goabren a leûniaz ti ann Aotrou,

11. Hag ar véleien na hellen̄t két choum énô, nâg ôber hô c’harg, enn abek d’ar goabren : râg gloar ann Aotrou é dôa karget tî ann Aotrou.

12. Neûzé Salomon a lavaraz : Ann Aotrou en deûz lavaret é choumché enn eur goabren.

13. Savet em eûz ann ti-man̄ évit ma choumi enn-han̄, ha ma vézô stard da drôn da-vikenn.

14. Hag ar roué oc’h en em drei, a vennigaz holl vagad Israel : râg holl dûd Israel a oa dastumet.

15. Ha Salomon a lavaraz : Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz komzet gan̄t hé c’hénou oud David va zâd, hag en deûz sévénet hé c’hér dré hé c’halloud, ô lavarout :

16. Abaoé ann deiz é péhini em eûz tennet va fobl Israel eûz ann Éjipt, n’em eûz két dilennet eur géar é touez holl vreûriézou Israel, évit ma vijé savet eunn tî, ha ma vijé va hanô énô : hôgen dilennet em eûz David da véza war va fobl Israel.

17. Ha David va zâd a fellaz d’ézhan̄ sével eunn tî da hanô ann Aotrou, Doué Israel.

18. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zavid, va zâd : Pa éc’h eûz mennet enn da galoun sével eunn tî d’am hanô, éc’h eûz gréat mâd kaout ar ménoz-zé.