Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/432

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
398
trédé levr ar rouéed,

19. Koulskoudé né két té eo a zavô eunn tî d’in, hôgen da vâb péhini a zeûiô er-méaz eûz da zigroazel ; hennez eo a zavô eunn tî d’am hanô.

20. Sévénet eo bét gan̄d ann Aotrou ar gér en dôa lavaret : Saved ounn é léac’h David va zâd, hag azézed ounn war drôn Israel, ével ma en deûz hé lavaret ann Aotrou ; ha saved em eûz eunn tî da hanô ann Aotrou, Doué Israel.

21. Ha merket em eûz énô léac’h ann arc’h, é péhini éma ar gévrédigez en deûz gréat ann Aotrou gan̄d hon tadou, pa in̄t deûet er-méaz eûz a vrô ann Éjipt.

22. Hôgen Salomon en em lékéaz enn hé zâ dirâg aoter ann Aotrou é gwél holl strollad Israel, hag a astennaz hé zaouarn étrézég ann én̄v,

23. Hag a lavaraz : Aotrou, Doué Israel, n’eûz két a Zoué hén̄vel ouz-id, nag enn én̄v a-ûz, na war ann douar a-îz ; té péhini a vir ar gévrédigez hag ann trugarez éc’h eûz gréat d’as servicherien, péré a gerz dira-z-oud a greiz hô c’haloun.

24. Té péhini éc’h eûz miret da Zavid, va zâd, da zervicher, ar péz éz pôa lavaret d’ézhan̄. Gan̄d da c’hénou éc’h eûz komzet, ha gan̄d da zaouarn éc’h eûz peûr-c’hréat, ével ma rô da wîr ann deiz-man̄.

25. Bréma éta, Aotrou, Doué Israel, mir da Zavid, va zâd, da zervicher, ar péz éc’h eûz lavaret d’ézhan̄ ével-henn : Na vézô két tennet diouz-id ann hini a dlé azéza dira-z-oun war drôn Israel ; gan̄t ma virô koulskoudé da vugalé hô hen̄t, ha ma kerzin̄t dira-z-oun ével ma éc’h eûz kerzet-té dira-z-oun.

26. Hôgen bréma, Aotrou, Doué Israel, séven ar geriou éc’h eûz lavaret da Zavid, va zâd, da zervicher.

27. Piou a hellfé krédi (T) pénaoz é choum évit-gwîr Doué war ann douar ? Râk ma na c’hell ann én̄v nag én̄v ann én̄vou derc’hel ac’hanod, gan̄t pégen nébeût a wir her graé ann ti-man̄ em eûz savet ?

28. Hôgen sell out péden da zervicher, hag oud hé c’houlennou, Aotrou, va Doué : sélaou ar ganaouen hag ar béden a ra hiriô da zervicher dira-z-oud :

29. Évit ma vézô da zaou-lagad digor war ann tî-man̄, war ann ti a béhini éc’h eûz lavaret : Va hanô a vézô énô ; évit ma klevi oud ar béden a ra da zervicher el léac’h-man̄ ;

30. Évit ma klevi péden da zervicher ha ré da bobl Israel, kenn aliez gwéach ma pédin̄t el léac’h-man̄ ; ha ma klevi out-hô eûz al léac’h é péhini é choumez enn én̄v ; ha p’az pézô klevet out-hô, ma vézi trugarézuz enn hô c’hén̄ver.

31. Ma en deûz péc’het eunn dén a-éneb hé nésa, ha ma en deûz torret al lé gan̄t péhini é oa éréet ; ha mar teû enn abek d’hé lé dirâk da aoter enn da dî ;

32. Té a zélaouô eûz ann én̄v ; té a varnô da zervicherien, ô tamallout ann hini fallagr hag ô tisteûrel hé fallagriez war hé benn, hag ô tidamallout ar ré vâd, ô rei d’ézhô hervez ma’z eo dléet. (T).

33. Pa déc’hô da bobl Israel é-raog hé énébourien (râk péc’hi a dlé enn da énep), mar gréon̄t pinijen, mar meûlon̄t da hanô, mar teûon̄t ha mar pédon̄t, ha mar goulennon̄t da drugarez enn ti-man̄,

34. Sélaou eûz ann én̄v, ha distol hé béc’hed d’as pobl Israel, ha digas anézhô d’ann douar éc’h eûz rôet d’hô zadou.

35. Mar béz serret ann énv, ha ma na gouéz kéd a c’hlaô enn abek d’hô féc’hed : mar pédon̄t el léac’h-man̄, mar greon̄t pinijen enn da hanô, ha mar tistrôon̄t diouc’h hô féc’héjou enn abek d’hô glac’har ;

36. Sélaou anézhô eûz ann én̄v, ha distol péc’héjou da zervicherien, ha da bobl Israel : ha diskouéz d’ézhô ann hen̄t mâd dré béhini é kerzin̄t, ha rô glaô war da zouar éc’h eûz rôet d’as pobl é kers.

37. Mar sâv war ann douar eunn naounégez, pé eur vosen, pé eunn téz, pé ann duan, pé ar c’hiḻeien-raden, pé ann in̄tr, pé mar béz gwanet gan̄d hé énébour ô taga hé zôriou ; pé ma en deûz eur gouli pé eur c’hlén̄ved-bennâg ;