Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/430

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
396
trédé levr ar rouéed,

eur gordennig a drégon̄d ilinad a gelc’hié anézhan̄ trô-war-drô.

24. Dindân hé c’hôr éz oa kizelladuriou trô-war-drô, dég étré péb ilinad : diou reiz kizelladuriou treûzet a ioa.

25. Hag hén̄ a oa douget war zaouzég éjenn, a béré trî a zellé oud ann han̄ter-nôz, ha trî oud ar c’hûz-héol, ha trî oud ar c’hrésteiz, ha trî oud ar sâv-héol ; hag ar môr a oa douget gan̄t-hô : hag al lôstou anézhô a oa kuzet gan̄t-han̄.

26. Téôder ar véol a oa eûz a drî meûtad : hag hé c’hôr a oa ével gôr eur c’hôp, hag ével delien eul lilien zigor : ha daou vil bats a zalc’hé,

27. Ober a réaz ivé dék troad arem ; ha pép-hini anézhô en dôa pévar ilinad a héd, ha pévar ilinad a léd, ha trî ilinad a uc’helded.

28. Ha labour ann treid-zé a oa kompézet : ha kizelladuriou a ioa étré ar frammou.

29. Hag étré kurunennouigou ha garlan̄tésiou, éz oa léoned, hag éjenned, ha kérubined : hag ivé er frammou, ha war-c’horré, éz oa léoned hag éjenned, hag ével brennou arem a zistribiḻ.

30. Ha péder rôd arem a ioa dré bép troad, hag aeliou arem : hag er pévar c’horn éz oa ével skoaziouigou teûz dindân ar véol, péré a zellé ann eil ouc’h ébén.

31. Génou ar véol enn diabarz a ioa é lein ar penn : hag ar péz a wéled anézhi enn diavéaz, a oa eûz a eunn ilinad ha kelc’heg holl ; hag ével-sé en dôa eunn ilinad han̄ter : é korniou ar peûliou éz oa kalz kizelladuriou : hag ar péz a ioa étré ar peûliou, a ioa pévar-c’hornek ha na oa két kelc’hek.

32. Ar béder rôd a ioa é pévar c’horn ann treid, a oa frammet holl dindân ann treid : pép rôd é dôa eunn ilinad han̄ter a uc’helded.

33. Ar rôdou-zé a oa hén̄vel out rôdou eur c’harr : hô aeliou, hag hô emprennou, hag hô c’hammédou, hag hô ben̄déliou a oa teûzet holl.

34. Râg ar béder skoazik a ioa é pévar korn pép troad, a ioa frammet gan̄d ann troad, ha teûzet gan̄t-han̄.

35. É lein ann troad éz oa eur ribl kelc’hek eûz a eunn han̄ter ilinad, ha gréat enn hévélép doaré ma hellé ar véol mon̄d ébarz : hag hén̄ a oa en̄gravet ha kizellet enn-han̄ hé-unan.

36. Ober a réaz ivé é elfennou arem, hag er c’horniou, kérubined, ha léoned, ha barrou-palmez, hag hî ével tûd enn hô zâ ; évit na vijen̄t két gwélet ével traou kizellet, hôgen ével traou lékéat trô-war-drô.

37. Ével-sé é réaz dék troad enn eunn teûz, diouc’h eur ven̄t, hag eunn hévélep kizelladur.

38. Ober a réaz ivé dék véol arem : péb béol a zalc’hé daou-ugen̄t bat, hag en dôa pévar ilinad : lakaad a réaz péb béol war bép hini eûz ann dék troad.

39. Hag hén̄ a 1ékéaz pemp béol enn tû déou eûz ann templ, ha pemb enn tû kleiz : hag ar môr a lékéaz enn tû déou eûz ann templ étré ar sâv-héol hag ar c’hresteiz.

40. Hiram a réaz ivé pôdou, ha kaoteriou, ha pilligou ; hag hén̄ a beûr-c’hréaz holl labour ar roué Salomon é templ ann Aotrou.

41. Daou beûl ha diou gordennik war bennou ar peûliou : ha diou rouédik évit gôlei ann diou gordennik a oa war bennou ar peûliou ;

42. Ha pevar-c’han̄t aval-grénad enn diou rouédik ; diou reiz avalou-grénad é pép rouédik, évit gôlei kordennouigou ar pennou a oa é lein ar peûliou ;

43. Ha dék troad, ha dék véol war ann treid ;

44. Hag eur môr, ha daouzég éjenn dindân ar môr ;

45. Ha pôdou, ha kaoteriou, ha pilligou ; ann holl listri a réaz Hiram d’ar roué Salomon évit tî ann Aotrou, a oa eûz a arem ar glana.

46. Ar roué a lékéaz hô zeûzi enn eur gompézen tôst d’ar Jourdan, enn eunn douar priek, étré Sokot ha Sartan.

47. Ha Salomon a lékéaz ann holl listri enn templ : hôgen hervez ann niver brâz anézhô, na oé két anavézet ar poéz eûz ann arem.

48. Salomon a lékéaz ivé da ôber