Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/402

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
368
eil levr samuel,

é krédez-té ôber kémen̄t-sé a-énep pobl Doué, ha pérâg en deûs hén̄ péc’het ar roué, ha n’en deûs-hén̄ két asgalvet ann hini en dôa kaset-kuît ?

14. Holl é varvomp, hag, ével ann doureier, é tivéromp enn douar hép distrei : ha na fell két da Zoué é vé kollet eunn éné ; hôgen gourzéza a râ, gan̄d aoun na vé kollet a-grenn ann hini a zô bét kaset-kuît.

15. Râk-sé ounn deûet, évit lavarout kémen̄t-sé d’ar roué, va aotrou, dirâg ar bobl. Ha da vatez é deûz lavaret : Mé a gomzô oud ar roué, évit gwélout ma na rai két diouc’h lavar hé vatez.

16. Hag ar roué en deûz sélaouet évit ma tennô hé vatez eûz a zaouarn ar ré holl péré a fellé d’ézhô va c’hâs er-méaz eûz a zigwéz Doué, mé ha va mâb war-eunn-drô.

17. Lavaret éta da vatez, ra vézô gréat gér ann aotrou, va roué, ével eur sakrifiz. Râg ann aotrou, va roué, a zô ével eunn eal Doué, péhini n’eo ténéréet na gan̄d ar vennoz na gan̄d ar valloz : râk-sé éma ann Aotrou, da Zoué gan-éz.

18. Hag ar roué a lavaraz d’ar c’hrég : Na gûz két ouz-in ar pez az ann da c’houlenni digan-éz. Hag ar c’hrég a lavaraz d’ézhan̄ : Komz, aotrou va roué.

19. Hag ar roué a lavaraz : Ha n’é-ma két dourn Joab gan-éz é kémen̄t-sé ? Hag ar c’hrég a lavaraz : Ével ma eo béô da éné, aotrou va roué, n’éz â nag a zéou nag a gleiz, kemen̄d en deûz lavaret ann aotrou, va roué : râk da zervicher Joab eo en deûz gourc’hémennet ann dra-zé d’in, hag hén̄ eo en deûz lékéat ann holl c’heriou-zé é génou da vatez.

20. Évit ma trôjenn doaré al lavar-zé, en deûz Joab da zervicher gourc’hémennet ann dra-zé d’in. Hôgen te, aotrou va roué, a zô fûr, ével ma eo fûr eunn éal, ha té a oar kémen̄d a zô war ann douar.

21. Hag ar roué a lavaraz da Joab : Chétu ounn habaskéet, hag é rinn hervez da c’hér : kéa éta, hag asgalv va mâb Absalom.

22. Neûzé Joab en em daolaz war hé c’hénou d’ann douar, a azeûlaz hag a vennigaz ar roué. Ha Joab a lavaraz : Hiriô é oar da zervicher pénaoz en deûz kavet trugarez dirâk da zaoulagad, aotrou va roué ; râg gréat éc’h eûz diouc’h lavar da zervicher.

23. Joab éta a zavaz hag a iéaz da C’hésur, hag a zigasaz Absalom da Jéruzalem.

24. Hag ar roué a lavaraz : Distrôet d’hé dî, hôgen na wélet két ac’hanoun. Absalom a zistrôaz éta d’hé dî ha na wélaz két ar roué.

25. Hôgen né oa dén é-béd é holl Israel ker kaer ha ker klôk hag Absalom : adalek kaloun ann troad bété lein ar penn, né gaved abek é-béd enn-han̄.

26. Ha pa douzé hé benn (hé douza a réa eur wéach er bloaz, ô véza ma oa ré bonnner hé bennad bléô), hé vléô a boézé daou c’han̄t sikl, hervez ar poéz a zô anavézet gan̄t ann holl.

27. Hôgen tri mâb a oa ganet da Absalom, hag eur verc’h hanvet Tamar, hag hî kaer da wélout.

28. Absalom a choumaz daou vloaz é Jéruzalem, ha na wélaz két ar roué.

29. Hag hén̄ a gasaz étrézé Joab, évit ma her c’hasché étrézeg ar roué : hag hé-man̄ na fellaz két d’ézhan̄ don̄t d’hé gavout : ha goudé béza kaset étrézég enn-han̄ eunn eil wéach, hép ma fellaz d’ézhan̄ don̄d d’hé gavout,

30. E lavaraz d’hé zervicherien : c’houi a oar pénaoz en deûz Joab eur park tôst d’am fark, hag a zô heiz enn-nan̄ : Id éta, ha likid ann tân enn-han̄. Ha servicherien Absalom a lékéaz ann tân enn heiz, ha servicherien Joab a zeûaz, goudé béza roget hô diḻad, hag a lavaraz : Servicherien Absalom hô deûz lékéat ann tân é lôd eûz da bark.

31. Ha Joab a zavaz hag a iéaz da dî Absalom, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk da zervicherien hô deûz-hi lékéat ann tân em fark ?

32. Hag Absalom a lavaraz da Joab : Kaset em eûz tûd d’id évid da bédi da zon̄d d’am c’havout, hag évit m’az kaschenn étrézég ar roué, évit lavaroud d’ézhan̄ : Pérâg ounn-mé deûet eûz a C’hésur ? Gwell é vé d’inn béza