Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/401

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
367
a c’halvomp eil levr ar rouéed.

d’ann douar ; hag hé holl zervicherien a oa enn hé gichen a rogaz hô diḻad.

32. Hôgen Jonadab, mâb Semmaa, breûr David, a lavaraz : Na grédô két ar roué, va aotrou, pénaoz eo bét lazet holl vugalé ar roué : Amnon hép-kén a zô marô ; râg Absalom en dôa bét koun anézhan̄, adalek ann deiz é péhini en dôa gwallet Tamar, hé c’hoar.

33. Na lékéat két éta ann aotrou, va roué, kémen̄t-sé enn hé benn, ô kridi pénaoz eo bét lazet holl vugalé ar roué ; râg Amnon hép-kén a zô marô.

31. Hôgen Absalom a déc’haz : hag ar paotr a oa war c’héd a zavaz hé zaoulagad hag a zellaz : ha chétu é wélaz eul lôd brâz a dûd a zeûé dré eunn hen̄t distrô war-harz ar ménez.

35. Ha Jonadab a lavaraz d’ar roué : Chétu é teû bugalé ar roué. Ével m’en dôa lavaret da zervicher eo bét c’hoarvézet.

36. Ha pa oé éhanet da gomza, é oé gwélet bugalé ar roué. Hag hî ô véza deûet, a zavaz hô mouéz enn eur wéla : hag ar roué hag hé holl dûd a wélaz dourek.

37. Hôgen Absalom, ô véza téc’het, a iéaz étrézé Tolomai, mâb Ammiud, roué Gésur : ha David a wélé bemdéz hé vâb.

38. Absalom ô véza téc’het, hag ô véza deûet da C’hesur, a choumaz enô tri bloaz.

39. Ha David a éhanaz da wall-gas Absalom, ô véza ma oa dic’hlac’haret diwar-benn marô Amnon.


————


XIV. PENNAD.


Absalom a zistrô da Jéruzalem.


1. Hôgen Joab, mâb Sarvia, ô wélout pénaoz kaloun ar roué a oa trôet oud Absalom,

2. A gasaz da Dékua, évit kerc’hout di eur c’hrég fûr, da béhini é lavaraz : Grâ neûz da véza glac’haret, ha gwisk diḻad kaon̄, ha n’en em lard két gan̄d éôl, évit ma vézi ével eur c’hrég a zô glac’haret pell zô diwar-benn eunn dén marô :

3. Hag éz î da gavoud ar roué, hag é komzi ével-henn out-han̄. Ha Joab a lékéaz enn hé génou ar geriou a dlié da lavarout.

4. Ar c’hrég eûz a Dékua ô véza éat éta da gavoud ar roué, en em strin̄kaz d’ann douar dira-z-han̄, a azeûlaz hag a lavaraz : Ken-nerz ac’hanoun, ô roué.

5. Hag ar roué a lavaraz d’ézhi : Pétrâ eo da géfridi ? Hag hî a lavaraz : Allaz ! eunn in̄tan̄vez ounn ; râk va ozac’h a zô marô.

6. Da vatez é dôa daou vâb, péré a zô en em ren̄daélet er park ; ha né oa dén évit harza out-hô : hag unan anézhô en deûz skôet gan̄d égilé, hag en deûz hé lazet.

7. Ha chétu é sâv ann holl géren̄t a-énep da vatez, ô lavarout : Rô d’é-omp ann hini en deûz skôet gan̄d hé vreûr, évît ma lazimp anézhan̄ évit buez hé vreûr en deûz tennet digan̄t-han̄, ha ma kasimp ann her da gét : hag hî a fell d’ézhô mougâ ann divéza elven a choum gan-en, évit na choumô mui d’am ozac’h, nag hanô, na nétra all é-béd war ann douar.

8. Hag ar roué a lavaraz d’ar c’hrég : Kéa d’as tî, ha mé a rôi gourc’hémenn diwar da benn.

9. Ha grég Tékua a lavaras d’ar roué : Aotrou, va roué, ra gouézô ar fallagriez-zé war-n-oun ha war dî va zâd ; hôgen ra vézô dinam ar roué hag hé drôn.

10. Hag ar roué a lavaraz : Ma hég hini é-béd ouz-id, digas-hén̄ d’in, ha bikenn mui na heskinô ac’hanod.

11. Hag hî a lavaraz : R’en dévézô koun ar roué eûz ann Aotrou Doué, na lezô két kéren̄t nés ar goâd d’en em ven̄ji ann eil goudé égilé, ha da laza va mâb. Hag hén̄ a lavaraz : Ével ma eo béô ann Aotrou, na gouézô két eur vléven eûz a benn da vâb war ann douar.

12. Hag ar c’hrég a lavaraz : Ra lavarô da vatez eur gér d’ann aotrou hé roué. Hag hén̄ a lavaraz : Komz.

13. Hag ar c’hrég a lavaraz : Pérâg