Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/403

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
369
a c’halvomp eil levr ar rouéed.

énô : mé a c’houlenn éta ma wélinn ar roué : mar talc’h sonch eûz va fallagriez, ra lazô ac’hanoun. (T).

33. Joab a iéaz éta da gavout ar roué, hag a lavaraz kémen̄t-sé holl d’ézhan̄. Hag Absalom a oé galvet ; hag hén̄ a iéaz étrézég ar roué, hag a azeûlaz oc’h en em deûrel war hé c’hénou dira-z-han̄ : hag ar roué a bokaz da Absalom.


————


XV. PENNAD.


Absalom ô sével a-énep David hé dâd.


1. Goudé-zé Absalom a lékéaz ôber kirri évit-han̄, hag a géméraz marc’heien, hag han̄ter-kan̄t dén évit kerzout enn he raok.

2. Hag Absalom ô sével diouc’h ar min̄tin, en em zalc’hé enn hé zâ oud ann ôr, hag hén̄ a c’halvé kémen̄d hini en dôa kéfridi évid don̄t da gavout ar roué évit béza barnet : hag hén̄ a lavaré : A bé géar oud-dé ? Hag hé-man̄ a lavaré : eûz a unan eûz a vreûriézou Israel eo da zervicher.

3. Hag Absalom a lavaré d’ézhan̄ : Da lavariou a gavann mâd ha reiz : hôgen n’eûz lékéat dén é-béd gan̄d ar roué évid da zélaoui : hag Absalom a lavaré neûzé :

4. Piou a lakai ac’hanoun da varner war ar vrô, évit ma teûi d’am c’havout kémen̄d hini en dévézô kéfridi, ha ma varninn anézhan̄ hervez ar reiz ?

5. Ha pa dôstéé eur ré évid hé zaludi, hén̄ a astenné hé zourn, a grôgé enn-han̄, hag a boké d’ézhan̄.

6. Hag ével-sé é réa d’ar ré holl eûz a Israel a zeûé da gavout ar roué évit béza barnet ; hag hén̄ a hoalé kalounou ann dûd-zé.

7. Hôgen da benn daou-ugen̄t vloaz, é lavaraz Absalom d’ar roué David : Va lez da von̄t da Hébron évit sévéni ar gwéstlou em eûz gréat d’ann Aotrou.

8. Râk da zervicher, pa édô é Gésor er Siria, en deûz gréat ar gwéstl-man̄, ô lavarout : Ma laka ann Aotrou ac’hanoun da zistrei da Jéruzalem, é kenniginn eur sakrifiz d’ann Aotrou.

9. Hag ar roué David a lavaraz d’ézhan̄ : Kea é péoc’h. Hag hén̄ a zavaz, hag a iéaz da Hébron.

10. Hôgen Absalom a gasaz spierien é holl vreûriézou Israel, évit lavarout : Kerken̄t ha ma klefot son ar c’horn-boud, livirit : Absalom a rén é Hébron.

11. Daou c’han̄t dén a iéaz gan̄d Absalom eûz a Jéruzalem pa hô c’halvaz ; hag hî a iéa gan̄d eur galoun didroidel, hag hép gouzout pérâg éz éan̄t.

12. Absalom a lékéaz ivé da zon̄t Ac’hitofel ar Giloniad, kuzulier David, eûz hé géar Gilo. Ha pa édô ô kenniga ar viktimou, é savaz eunn dispac’h kré, hag ar bobl a zirédé étrézég Absalom a greské mui-oc’h-vui.

13. Neûzé é teûaz eur c’hannad da Zavid, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Israel holl a ia war-lerc’h Absalom a galoun vâd.

14. Ha David a lavaraz d’hé zervicherien a oa gan̄t-han̄ é Jéruzalem : Savid ha tec’homp ; râk na hellimp két mon̄t-kuît a zirâg Absalom : hastit mon̄d er-méaz, gan̄d aoun na grogché enn-omp, ha na vemp dispennet gan̄t-han̄, ha na lazché holl ré géar gan̄d ar c’hlézé.

15. Ha servicherien ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Da zervicherien a zô daré da ôber kémend a c’hourc’hémennô d’ézhô ann aotrou, hor roué.

16. Ar roué éta a iéaz er-méaz, hag hé holl dî war hé lerc’h : hag hén̄ a lézaz dég eûz hé c’hragez-serc’hed évid diwallout hé dî.

17. Pa oé éad ar roué er-méaz hag ann holl Israélited war hé lerc’h, éc’h éhanaz pa oa éat pell diouc’h hé dî.

18. Hag hé holl zervicherien a gerzé enn hé gichen : hag ar van̄dennou a Zérétied hag a Féletied, hag ar Gétied holl, brézélidi kalounek, hag hî c’houec’h kan̄t dén, péré a oa deûet eûz a C’het war hé lerc’h, a iéa holl a-raog ar roué.

19. Neûzé ar roué a lavaraz da Étai ar Gétéad : Pérâg é teûez-té gan-é-