Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/396

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
362
eil levr samuel,

kéar ; hag ar Siried eûz a Zoba hag eûz a Rohob, hag ar ré eûz a Istob hag eûz a Vaac’ha, a ioa enn eunn tû all, er gompézen.

9. Pa wélaz Joab pénaoz é oa aozet ann emgann out-han, hag a zirâg hag adrén̄, é tilennaz é-touez ar ré zibabet eûz a Israel, hag hén̄ a lékéaz hé armé a-énep ar Siried.

10. Hôgen ar ré all eûz ann armé a rôaz da Abisai, hé vreûr, péhini a gerzaz a-énep mipien Ammon.

11. Ha Joab a lavaraz d’ézhan̄ : Mar béz tréac’h ar Siried d’in, té a zeûi da skoazia ac’hanoun ; hôgen mar bézon̄t tréac’h d’id, éz inn da skoazia ac’hanod.

12. Béz kalounek, ha stourmomp évid hor pobl hag évit kéar hon Doué : hag ann Aotrou a rai ével ma plijô gan̄t-han̄. (T).

13. Joab éta a stourmaz oud ar Siried gan̄d ar bobl a oa gan̄t-han̄ ; hag ar ré-man̄ a déc’haz râk-tâl dira-z-han̄.

14. Hôgen mipien Aramon ô wélout pénaoz é oa téc’het ar Siried, a déc’haz ivé dirâg Abisai ; hag hî en em dennaz kéar : ha Joab a zistrôaz diouc’h mipien Ammon hag a zeûaz da Jéruzalem.

15. Ar Siried ô wélout pénaoz é oan̄t bét tréc’het dirâg Israel, en em zastumaz holl.

16. Hag Adarézer a gasaz, hag a zigasaz ar Siried péré a oa enn tû all d’ar ster ; hag hén̄ a lékéaz da zon̄t hô armé : hôgen Sobac’h, mestr brézélidi Adarézer, a oa prin̄s d’ézhô.

17. Pa oé rôet da anaout kémen̄t-sé da Zavid, é tastumaz Israel holl, é treûzaz ar Jourdan, hag é teûaz da Hélam : hag ar Siried a drôaz hô armé a-énep David, hag a stourmaz out-han̄.

18. Hôgen ar Siried a déc’haz a zirâg Israel, ha David a lazaz seiz kan̄t dén war girri, ha daou-ugen̄t mil war gézek : skei a réaz ivé gan̄t Sobac’h, prin̄s ann armé, péhini a varvaz râk-tâl.

19. Pa wélaz ann holl rouéed, péré a oa deûet da skoazella Adarézer, pénaoz é oan̄t tréc’het gan̄t Israel, é oen̄t spoun̄tet-brâz, hag é tec’hchon̄t dirâg Israel, hag hî eiz mil hag han̄ter-kan̄t. Hag hî a réaz ar péoc’h gan̄d Israel, hag en em lékéaz dindân hô béli. A-neûzé ar Siried na gredchon̄t mui rei hô skoazel da vipien Ammon.


————


XI. PENNAD.


David a gouéz enn avoultriez gan̄t Betsabéé ; hou-man̄ a laka Urias hé ozac’h da vervel.


1. A-benn eur bloaz, enn amzer ma eo boazet ar rouéed da von̄t d’ar brézel, David a gasaz Joab, hag hé zervicherien gan̄t han̄, hag Israel holl, péré a wastaz mipien Ammon, hag a c’hrounnaz Rabba : hôgen David a choumaz é Jéruzalem.

2. É keit-sé, é c’hoarvézaz pénaoz David a zavaz eûz hé wélé goudé krésteiz, hag a valéé war lein ti ar roué : hag hén̄ a wélaz eur c’hrég dira-z-han̄, péhini en em walc’hé war lein hé zî ; hag ar c’hrég-zé a oa kaer-meûrbéd.

3. Ar roué a gasaz éta évit gouzout piou é oa ar c’hrég-zé. Hag é oé rôet da anaout d’ézhan̄ pénaoz é oa hî Betsabéé, merc’h Éliam, grég Urias ann Hétéad.

4. Ha David ô véza kaset tûd dî, a lékéaz hé digas d’ézhan̄ ; ha pa oé deûet hî d’hé gavout, é kouskaz-hén̄ gan̄t-hi : ha râk-tâl en em c’hlanaz-hî eûz hé dic’hlanded.

5. Hag hî a zistrôaz d’hé zi, hag hî brazez : hag hî a gasaz da lavarout da Zavid : Brazez ounn.

6. Ha David a gasaz étrézé Joab évit lavarout d’ézhan̄ : Digas d’am c’havout Urias ann Hétéad. Ha Joab a gasar Urias da Zavid.

7. Hag Urias a zeûaz da gavout David. Ha David a choulennaz digan̄t-han̄ pénaoz é oa ann doaré gan̄t Joab, ha gan̄d ar bobl, ha pénaoz éz ee ar brézel gan̄t-hô.

8. Ha David a lavaraz da Urias : Kéa d’as tî, ha gwalc’h da dreid. Hag Urias a iéaz er-méaz eûz a di ar roué,