Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/397

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
363
a c’halvomp eil levr ar rouéed.

hag é oé kaset dézhan̄ boéd eûz a daol ar roué.

9. Hôgen Urias a gouskaz dirak dôr tî ar roué gan̄t servicherien all hé aotrou, ha na ziskennaz két d’hé dî hé-unan.

10. Rôet é oé kémen̄t-sé da anaout da Zavid, ô lavarout : Né két éat Urias d’hé dî. Ha David a lavaraz da Urias : Ha na zeûez-té két eûz ann hen̄t ? Pérâk n’oud-té két diskennet d’as tî ?

11. Hag Urias a lavaraz da Zavid : Arc’h Doué, hag Israel, ha Juda a choum dindân teltou, ha Joab, va aotrou, ha servicherien va aotrou a gousk war ann douar, ha mé az ajé em zî évit dibri, évid éva, hag évit kouska gan̄t va grég ? Ével ma oud béô, ével ma eo béô da éné, na rinn két ann dra-zé.

12. Ha David a lavaraz da Urias : Choum aman̄ c’hoaz hiriô, ha war-c’hoaz az kasinn-kuît. Hag Urias a choumaz é Jéruzalem ann deiz-zé hag an̄trônôz.

13. Ha David a c’halvaz anézhan̄ évit dibri, hag évid éva dira-z-han̄, hag é vezvaz anézhan̄ : hag hén̄ ô véza éat er-méaz diouc’h ar pardaez, a gouskaz war hé wélé gan̄t servicherien hé aotrou, ha na ziskennaz két d’hé dî.

14. Pa oé deûet ar min̄tin, é skrivaz David eul lizer da Joab, hag a gasaz anézhan̄ dré zourn Urias.

15. Ével-henn en dôa skrivet el lizer-zé : Likid Urias é penn ar vrézélidi, el léac’h ma vézô ar gwasa emgann, ha dilézit-hén̄, évit ma vézô skôet ha ma varvô.

16. O véza éta ma c’hrounné kéar, Joab a lékéaz Urias el léac’h ma wié éz oa ann dûd kréva.

17. Ha tûd kéar ô véza deûet er-méaz a stourmaz a-énep Joab, hag a lazaz lôd eûz a zervicherien David ; hag Urias, ann Hétéad, a varvaz ivé.

18. Neûzé Joab a gasaz tûd da Zavid évit rei da anaout d’ézhan̄ ar péz a oa c’hoarvézet enn emgann.

19. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ar c’hannad, ô lavarout : P’az pézô rôet da anaout d’ar roué kémen̄d a zô c’hoarvézet enn emgann ;

20. Mar gwélez é sâv droug enn-han̄, ha ma lavar : Pérâg oc’h-hu tôstéet oud ar vûr évid en em ganna ? Ha na wiac’h-hu két pénaoz é taoleur eul lôd brâz a zarédou diwar eur vûr ?

21. Piou a skôaz gan̄t Abimélek, mâb Jérobaal ? Ha né két eur c’hrég a daolaz war-n-ézhan̄ eunn tamm méan-vilin diwar ar vûr, hag a lazaz anézhan̄ é Tébez ? Pérâg oc’h-hu tôstéet oud ar vûr ? Neûzé é liviri : Urias, ann Hétéad, da zervicher a zô marô ivé.

22. Ar c’hannad éta a iéaz-kuît, hag a zeûaz da gavout David, hag a lavaraz d’ézhan̄ kémen̄d en dôa gourc’hémennet Joab d’ézhan̄.

23. Hag ar c’hannad a lavaraz da Zavid : Ann énébourien a zô bét tréac’h d’é-omp, hag a zô deûet er méaz war hol lerc’h : ha nî ivé a zô éat war hô lerc’h bété pors kéar.

24. Hogen ar warégerien hô deûz stlapet hô darédou war da zervicherien diwar ar vûr : ha lôd euz a zervicherien ar roué a zô marô, hag Urias, ann Hétéad, da zervicher a zô marô ivé.

25. Ha David a lavaraz d’ar c’hannad : Ann dra-man̄ a liviri da Joab : na vézez két man̄tret évit kémen̄t-sé : râk darvoud ar brézel a zô mon̄t-don̄t ; hag a-wéchou unan, a wéchou eunn all a zô diskaret gan̄d ar c’hlézé. Kalounéka da vézélidi a-énep kéar, ha ken̄traou anézhô, évit ma tiskari anézhi.

26. Pa glévaz grég Urias pénaoz é oa marô hé ozac’h, é wélaz anézhan̄.

27. Pa oé tréménet amzer ar c’haon̄, David a gasaz d’é c’herc’hat évit don̄t d’hé dî ; hag hén̄ hé c’héméraz da c’hrég ; hag hî a c’hanaz d’ézhan̄ eur mâb. Hag ar péz en dôa gréat David a zisplijaz d’ann Aotrou.


————


XII. PENNAD.


Natan a damall David diwar-benn hé béc’hed. Ganédigez Salomon.


1. Ann Aotrou éta a gasaz Natan