Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/395

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
361
a c’halvomp eil levr ar rouéed.

2. Hôgen béz’ éz oa eur servicher eûz a dî Saül hanvet Siba, hag ar roué ô véza hé c’halvet da zon̄t d’he gavout, a lavaraz dézhan̄ : Ha té eo Siba ? Hag hén̄ a lavaraz : Mé a zô da zervicher.

3. Hag ar roué a lavaraz : Ha choumet ez eûz unan-bennâg eûz a di Saül da béhini é hellinn ôber trugarez Doué ? Ha Siba a lavaraz d’ar roué : Choum a ra eur mâb da Jonatas, hag hén̄ diners enn hé dreid.

4. Péléach, émé David, éma-hén̄ ? Ha Siba a lavaraz d’ar roué : Chétu éma é-tî Mac’hir, mâb Ammiel, é Lodabar.

5. Ar roué David a gasaz éta évid hé gerc’hout eûz a dî Mac’hir, mâb Ammiel, é Lodabar.

6. Pa oé deûet Mifiboset, mâb Jonatas, mâb Saül, da gavout David, en em daolaz war hé c’hénou hag éc’h azeûlaz. Ha David a lavaraz : Mifiboset ? Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé, da zervicher.

7. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : N’az péz két a aoun ; râk mé a rai trugarez enn da gén̄ver enn abek da Jonatas da dâd ; ha mé a zistolô d’id holl barkou Saül da dâd-kôz, ha té a zebrô bara bépréd oud va zaol.

8. Hag hé-man̄ oc’h hé azeûli, a lavaraz : Piou ounn-mé da zervicher, évit m’az pé sellet oud eur c’hi marô ével-d-oun ?

9. Neûzé ar roué a c’halvaz Siba, paotr Saül, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kémen̄d a oa da Zaül, hag hé holl dî em eûz rôet da vâb da vestr.

10. Laka éta da dalvézout hé zouar évit-han̄, té, ha da vipien, ha da zervicherien, évit ma tastumi boéd da vaga mâb da vestr : hôgen Mifiboset, mâb da vestr, a zebrô bépréd hé vara out va zaol. Hôgen Siba en dôa pemzék mâb hag ugen̄t servicher.

11. Ha Siba a lavaraz d’ar roué : Ével ma éc’h eûz gourc’hémennet d’as servicher, va aotrou ha va roué, é rai da zervicher : ha Mifiboset a zebrô out va zaol, ével unan eûz a vipien ar roué.

12. Hôgen Mifiboset en dôa eur mâb bihan hanvet Mika. Ha kémen̄d hini a ioa é tî Siba a zerviché Mifiboset.

13. Hôgen Mifiboset a choumé é Jéruzalem, ô véza ma tebré bépréd ouz taol ar roué : hag hén̄ a oa kamm eûz hé zaou droad.


————


X. PENNAD.


Hanon, roué ann Ammonited, a ra dismégan̄s da gannaded David.


1. Hôgen goudé-zé é c’hoarvézaz pénaoz roué mipien Ammon a varvaz : hag Hanon, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

2. Ha David a lavaraz : Mé a rai trugarez é kén̄ver Hanon, mâb Naas, evel ma en deûz gréat hé dâd trugarez em c’hen̄ver. David a gasaz éta eûz hé zervicherien évit kémérout pers enn hé zoan diwar-benn marô hé dâd. Ha pa oé deûet servicherien David é douar mipien Ammon,

3. Prin̄sed mipien Ammon a lavaraz da Hanon, hô aotrou : Ha té a gred pénaoz eo évid énori da dâd, ha da zizoania en deûz digaset David étrézég enn-oud ; ha né két évid anaoud da géar, sellout-pîz out-hi, évid hé diskara, en deûz digaset David hé zervicherien étrézég enn-oud ?

4. Hanon éta a géméraz servicherien David, hag a douzaz ann han̄ter eûz hô barô, hag a drouc’haz ann han̄ter eûz hô saéou, bétég ar réor ; hag ho c’hasaz-kuît.

5. Pa oé rôet da anaout kémen̄t-sé da Zavid, é kasaz d’hô diambrouga ; râg ann dûd-zé hô dôa eur véz vrâz. Ha David a lékéaz da lavarout d’ézhô : Choumit é Jériko kén na vézô kresket hô parô ha neûzé é tistrôot.

6. Hôgen mipien Ammon ô wélout pénaoz hô dôa gréat dismégan̄s da Zavid, a gasaz étrézé Siried Rohob ha Siried Soba, hag a zigasaz ac’hanô, oc’h hô gôpraat, ugen̄t mil dén war droad ; hag eûz a roué Maac’ha mil dén, hag eûz a Istob daouzék mil dén.

7. Pa glévaz David kémen̄t-sé, é kasaz Joab gan̄d hé holl armé.

8. Neûzé mipien Ammon a iéaz er-méaz, hag a reizaz hô armé out pors