Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/280

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246
levr josué.

choumit kuzet éno é-pâd tri dervez, kén na vézin̄t distrô ; ha goudé-zé éz éot enn hoc’h hen̄t.

17. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhi : Derc’hel a raimp d’al lé oc’h eûz hor lékéat da doui, (M).

18. Ma lékéez évid arouéz, pa zeûimp er vrô-man̄, ar gordennik tané-man̄, ha ma hé stagez oud ar prénestr dré béhini éc’h eûz hol lékéat da von̄t-kuît ; ha mar tastumez enn da dî da dâd ha da vamm, da vreûdeûr ha da holl géren̄t.

19. Mar d-â eur ré er-méaz eûz da dî, hé c’hoad a gouézô war hé benn hé-unan, ha nî a vézô didamall eûz a gémen̄t-sé. Hôgen goâd ar ré holl a vézô gan-éz enn da dî, a gouézô war hor penn, ma laka unan-bennâg hé zourn war-n-ézhô.

20. Mar fell d’id hor gwerza, ha rei da anaout dirâg ann holl ar péz a lévéromp, é vézimp diskarg eûz ann touadel éc’h eûz hor lékéat da ôber.

21. Hag hî a lavaraz d’ézhô : Ra vézô gréat ével ma hoc’h eûz lavaret : hag ô véza hô lézet da von̄t enn hô hen̄t, é lékéaz a zispiḻ oud ar prénestr eur gordennik tané.

22. Hôgen ar ré-man̄ a gerzaz hag a dizaz ar ménésiou ; hag é choumchon̄t énô é-pâd tri dervez, bété ma vijé distrôet ar ré a oa éat war hô lerc’h, péré goudé béza hô c’hlasket dré ann holl hen̄t, n’hô c’havchon̄t két.

23. Pa oé éat ar ré man̄ ébarz kéar, ar spierien ô véza diskennet eûz ar ménez, a zistrôaz : hag ô véza treûzet ar Jourdan, éz éjon̄t étrézé Jozué, mâb Nun, hag é tanévelchon̄t d’ézhan̄ kémen̄d a oa c’hoarvézet gan̄t-hô ;

24. Hag é léverchon̄t d’ézhan : Ann Aotrou en deûz lékéat ann holl vrô-zé étré hon daouarn, hag ar ré holl a choum enn-hi a zô gwall en̄krézet gan̄d ar spoun̄t.


————


III. PENNAD.


Bugalé Israel a dreûz ar Jourdan.


1. Jozué éta ô véza savet abarz ann deiz, a zisteñaz ar c’hamp ; hag ô véza deûet er-méaz eûz a Zétim, hén̄ hag holl vugalé Israel, é teûjon̄t bétég ar Jourdan, hag é choumchon̄t énô trî deiz.

2. Pa oé tréménet ann deisiou-zé, ann embannerien a dréménaz dré greiz ar c’hamp,

3. O krial : Pa wélot arc’h kévrédigez ann Aotrou hô Toué, hag ar véleien eûz a wenn Lévi péré hé dougô, savid ivé c’houi, hag îd war hô lerc’h.

4. Ha bézet étre c’houi hag ann arc’h eunn héd a zaou vil ilinad, évit ma hellot hé gwélout a bell, hag anaoud ann hen̄t dré béhini éz éot ; rak biskoaz n’hoc’h eûz kerzet enn-han̄ : ha likid évez na dôstafac’h oud ann arc’h.

5. Ha Jozué a lavaraz d’ar bobl : En em zan̄télit ; rag ann Aotrou a rai war-c’hoaz burzudou enn hô touez.

6. Ha d’ar véleien é lavaraz : Kémérid ann arc’h a gévrédigez, ha kerzid araog ar bobl. Ar ré-man̄ a réaz ar péz a oa gourc’hémennet d’ézhô, a géméraz ann arc’h, hag a gerzaz araog ar bobl.

7. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Jozué : Hiriô é téraouinn da uc’hélaat ac’hanod dirâg Israel holl ; évit ma wézin̄t pénaoz, ével ma ounn bét gan̄t Moizez, é vézinn ivé gan-éz.

8. Hôgen té, gourc’hémenn d’ar véleien a zoug ann arc’h, ha lavar d’éz-hô : Pa viot éat é-kreiz dour ar Jourdan, choumit énô a zav. (T).

9. Ha Jozué a lavaraz da vugalé Israel : Tostaid aman̄, ha sélaouit gér ann Aotrou hô Toué

10. Ha c’hoaz : É kémen̄t-man̄, émé-z-han̄, é wiot pénaoz ann Aotrou, ann Doué béô a zô enn hô kreiz, ha pénaoz é wastô dira-z-hoc’h ar C’hananéed, hag ann Hétéed, ann Hévéed, hag ar Férézéed, ar Gergéséed hag ar Jébuséed, hag ann Amorréed.

11. Chétu arc’h kévrédigez Aotrou ann holl zouar a gerzô enn hô raok a-dreûz d’ar Jourdan.

12. Dalc’hit prést daouzék dén eûz a vreûriézou Israel, unan a béb breûriez.

13. Ha pa hô dévézô ar véleien péré