Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
245
levr josué.

hé rôet d’é-hoc’h, ha kén na vézint ivé perc’hen enn douar a dlé da rei d’ézhô ann Aotrou hô Toué : ha goudé-zé é tistrôod d’ann douar a zô d’é-hoc’h, hag é choumot enn-han̄, ével el léac’h en deûz Moizez, servicher ann Aotrou, rôet d’é-hoc’h enn tû-man̄ eûz ar Jourdan, râg-énep d’ar sâv-héol.

16. Hag hî a lavaraz da Jozué : Kémen̄d éc’h eûz gourc’hémennet d’é-omp a raimp ; hag é pé léac’h-bennâg ma hor c’hasi ez aimp.

17. Ével ma hon eûz sen̄tet é pép trâ out Moizez, é sen̄timp ivez ouz-id : bézet hép-kén ann Aotrou da Zoué gan-éz, ével ma eo bét gan̄t Moizez.

18. Piou-bennâg a enébô oud da c’heriou, ha na zen̄tô két out kémen̄d a c’hourc’hémenni d’ézhan̄, ra varvô : hôgen te, en em gréva, ha béz kalounek.


————


II. PENNAD.


Spierien Jozué kuzet é-ti Rahab ar c’hast.


1. Jozué, mâb Nun, a gasaz éta eûz a Sétim daou spier, hag a lavaraz d’ézhô : Id, ha sellit-pîz oud ar vrô, hag out kéar Jériko. Ar ré-man̄ gerzaz hag a iéaz é-tî eur c’hast, hanvet Rahab, hag a ziskuizaz enn hé zî.

2. Kémen̄t-sé a oé rôet da anaout da roué Jériko, ô lavarout : Chétu tûd eûz a vugalé Israel a zô deûet aman̄ é-pâd ann nôz, évit sellout-pîz oud ar vrô.

3. Ha roué Jériko a gasaz da di Rahab, évit lavarout d’êzhi : Kâs-kuît ann dûd a zô deûet d’as kavout, hag a zô éat enn da dî ; râk spierien in̄t, hag in̄t deûet évit selloui-pîz oud ar vrô holl.

4. Hôgen ar vaouez-zé ô kémérout ann dûd-zé, hô c’huzaz, hag a lavaraz : Hé an̄savoud a rann, em zî in̄t deûet, hôgen na ouienn két a béléac’h é oan̄t :

5. Ha pa zerred ann ôr diouc’h ann nôz, in̄d éat er-méaz enn hévéleb amzer, ha na ouzonn két péléac’h in̄t éat. It buan war hô lerc’h, hag é tizot anézhô.

6. Hag hî a lékéaz anézhô da biña war lein hé zî, hag a c’hôlôaz anézhô gan̄d hordennou lîn a oa énô.

7. Ar ré a oa bét kaset war hô lerc’h a iéaz dré ann hen̄t a gâs da wév ar Jourdan : ha kerken̄t ha ma oen̄t éat er-méaz, é oé serret ann ôr.

8. Ar ré a oa kuzet né oan̄t két c’hoaz kousket, pa biñaz ar vaouez d’hô c’havout, hag é lavaraz d’ézhô :

9. Anaoud a rann pénaoz ann Aotrou en deûz lékéat ar vrô-man̄ étré hô taouarn : râg ar spoun̄t ac’hanoc’h a zô krôg enn-omp, hag holl dûd ar vrô-man̄ a zô digalounékéet.

10. Klevet hon eûz pénaoz pa oc’h deûet er-méaz eûz ann Éjipt, en deûz ann Aotrou dizéc’het douréier ar môr Rûz pa oac’h éat ébarz ; ha pétrâ hoc’h eûz gréat é-kén̄ver ann daou roué ann Amorréed, a oa enn tû all d’ar Jourdan, Séhon hag Og, péré hoc’h eûz lazet.

11. Ha pa hon eûz klevet kémen̄t-sé omb bét spoun̄tet-meûrbéd ha digalounékéet, ha n’eûz choumet ners é-béd gan-é-omp pa oc’h deûet : râg ann Aotrou hô Toué a zo ann hévélep Doué a zô war-laez enn én̄v, ha d’ann traon̄ war ann douar.

12. Bréma éta touit d’in dré ann Aotrou, pénaoz ével ma em eûz bét trugarez enn hô kén̄ver, hô pézô ivé trugarez é-kén̄ver tî va zâd, ha pénaoz é rôod d’in eur gwîr arouez,

13. Évit ma savéteot va zâd ha va mamm, va breûdeûr ha va c’hoarézed, ha kémen̄d a zô d’ézhô, hag évit ma hor mirot diouc’h ar marô.

14. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhi : Hor buez a baéô évid da hini, gan̄t n’hor gwerzi két : ha pa en dévézô ann Aotrou lékéad ar vrô-man̄ étré hon douarn, é raimp trugarez enn da gén̄ver gan̄t pép gwirionez.

15. Hô lakaad a réaz neûzé da von̄t-kuît dré ar prénestr a-bouéz eur gorden ; rag hé zî a oa harp out muriou kéar.

16. Hag hî a lavaraz d’ézhô : Id étrézég ar ménésiou, gan̄d aoun na gavin̄t ac’hanoc’h, pa zistrôin̄t : ha