Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247
levr josué.

a zoug arc’h ann Aotrou Doué ann holl zouar, lékéat hô zreid é douréier ar Jourdan, ann douréier a zô a-îz a rédô hag en em dennô ; hôgen ar ré a zeû a-ûz, a choumô enn eunn dolzen.

14. Ar bobl a zeûaz éta er-méaz eûz hé deltou, évit treûzi ar Jourdan ; hag ar véleien péré a zougé ann arc’h a gévrédigez, a gerzé enn hé raok.

15. Pa oé éat ar ré-man̄ er Jourdan, ha pa zéraouaz ann dour glépia hô zreid (rag ar Jourdan a leûnié klañou hé aoz é amzer ar médérez),

16. Ann doureier a zeûé a-ûz a arzaôaz enn eul léac’h, hag oc’h en em zével é doaré eur ménez, é wéled anézhô a bell, adaleg ar géar a c’halveur Adom, bétég al léac’h hanvet Sartan : hôgen ann doureier a oa a-îz a ziskennaz é môr ann distrô (a c’halveur bréma ar môr Marô), ha na choumaz banné anézhô.

17. Hôgen ar bobl a gerzé râg-énep da Jériko : hag ar véleien péré a zougé ann arc’h a gévrédigez ann Aotrou, a choumé war ann doureier séac’h é-kreiz ar Jourdan, hag ar bobl holl a dréméné a-dreûz d’ann aoz a ioa dizéc’het.


————


IV. PENNAD.


Daouzék méan kéméret é kreiz ar Jourdan a zô savet da zerc’hel sonch (T) eûz a dreûzidigez ar ster.


1. Goudé ma oé tréménet ar bobl, ann Aotrou a lavaraz da Jozué :

2. Dilenn daouzék dén, unan dré béb breûriez ;

3. Ha gourc’hémenn dézhô kémérout eûz a greiz aoz ar Jourdan, el léac’h é péhini eo bét arzaôet treid ar véleien, daouzék méan kalet-brâz, a lékéot er c’hamp, el léac’h ma hô pézô hénôz savet hô teltou.

4. Jozué éta a c’halvaz daouzék dén en dôa dilennet é touez bugalé Israel, unan eûz a béb breûriez,

5. Hag é lavaraz d’ézhô : It araog arc’h ann Aotrou, hô Toué, é-kreiz ar Jourdan, ha douget ac’hanô pép-hini ac’hanoc’h eur méan war hé skoaz hervez ann niver eûz a vreûriézou bugalé Israel ;

6. Évit ma vézin̄t da arouéz étré-z-hoc’h. Ha pa rai goudé henn hô pugalé ar goulenn-man̄ digan-é-hoc’h : Pétrâ eo da lavarout ar vein-zé ?

7. Ma léverrot d’ézhô : Doureier ar Jourdan a zô en em dennet araog arc’h kévrédigez ann Aotrou, pa dreûzé anézhi : râk-sé eo bét savet ar vein-zé évid arouéz eûz a vugalé Israel da vikenn.

8. Bugalé Israel a réaz éta ar péz en dôa kémennet Jozué d’ezhô ; dougen a réjon̄t eûz a greiz aôz ar Jourdan daouzék méan, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄, hervez ann niver eûz a vreûriézou bugalé Israel, bétég al léac’h é péhini hô dôa savet hô c’hamp ; hag hô lékéjon̄t énô.

9. Jozué a lékéaz ivé daouzék méan all é-kreiz aoz ar Jourdan, el léac’h ma oa arzaôet ar véleien a zougé ann arc’h a gévrédigez : hag hî a zô choumet énô bété vréman̄.

10. Hôgen ar véleien a zougé ann arc’h a arzaôaz é-kreiz ar Jourdan, bété ma oé sévénet kémen̄d en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Jozué da lavaroud d’ar bobl, hag en dôa Moizez lavaret d’ézhan̄. Hag ar bobl a hastaz, hag a dreûzaz ar ster.

11. Ha goudé ma oé treûzet gan̄t-hô holl, arc’h ann Aotrou a dreûzaz ivé, hag ar véleien a gerzaz araog ar bobl.

12. Mipien Ruben ha Gad, hag hanter-vreûriez Manasé a gerzé ivé a-raok bugalé Israel, hag hî armet, ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez d’ezhô :

13. Ha daou-ugen̄t mil stourmer anézhô a gerzé dré van̄dennou ha dré vataionou, a-dreûz da gompézennou ha da barkeier kéar Jériko.

14. Enn deiz-zé ann Aotrou a uc’héléaz kalz Jozué dirâg Israel holl, évit ma teûjen̄t d’hé zouja, ével m’hô dôa doujet Moizez é-pâd ma oa béô.

15. Hag é lavaraz da Jozué :

16. Gourc’hémenn d’ar véleien a zoug ann arc’h a gévrédigez piña eûz ar Jourdan.