Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/681

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
679
san̄t iann abostol.

tri éal all a dlé lakaad hô zrompiḻou da zéni.


————
IX. PENNAD.


1. Hag ar pempved éal a lékéaz hé drompiḻ da zeni ; hag é wéliz eur stéren a oa kouézet eûz ann én̄v d’ann douar, hag alc’houez pun̄s al loun̄k a oé rôed d’ézhi.

2. Hag hî a zigoraz pun̄s al loun̄k ; hag é savaz eûz ar pun̄s eur môged, hén̄vel out môged eur fourn vrâz ; hag ann héol hag ann éar a oé tévaléet gan̄t môged ar pun̄s :

3. Hag eûz a vôged ar pun̄s é savaz kiḻeien-raden war ann douar ; ha rôed é oé d’ézhô eur galloud, ével ma ho deûz kroged ann douar.

4. Ha gouc’hémennet é oe d’ézhô na rajen̄d droug é-béd da c’héod ann douar, na da nétrâ a c’hlâz, na da wézen é-béd ; hôgen hép-kén d’ann dûd ha n’hô divijé két merk Doué war hô zâl.

5. Ha rôed é oé d’ézhô ar galloud, nann d’hô laza, hôgen d’hô heskina é-pâd pemp miz : hag ann droug a reon̄t a zô hén̄vel oud ann hini a ra ar grug pa flemm ann dén.

6. Enn deisiou-zé ann dûd a glaskô ar marô, ha n’her c’havin̄t két ; c’hoan̄t hô dévézô da vervel, hag ar marô a dec’hô diout-hô.

7. Ar rumm kiḻeien-raden-zé a oa hén̄vel out kézek aozed évid ar brézel. Béz’ hô doa war hô fennou ével kurunennou hén̄vel oud aour ; hag hô dremmou a oa ével dremmou tûd.

8. Bléô hô doa ével bléô merc’hed : hô den̄t a oa hén̄vel oud den̄t léoned.

9. Hobrégonou hô doa ével hobrégonou houarn ; ha trouz hô diou-askel a oa ével trouz kirri gan̄t kalz a gézek ô rédek d’ar brézel.

10. Hô lôst a oa hén̄vel oud hini ar gruged : râk flemmou a ioa oud hô lôst : hag ar galloud hô doa da walla ann dûd é-pâd pemp miz.

11. Da roué hô doa éal al loun̄k, hanvet é Hébrach Abaddon, hag é Grégach Apollion, da lavaroud eo, Gwaster.

12. Eur reûz a zô éad é-biou ; ha chétu daou reûz all a zeû warlerc’h.

13. Hag ar c’houec’hved éal a lékéaz hé drompiḻ da zéni, hag é kleviz eur vouéz a zeûé eûz a bévar c’horn ann aoter aour, a zô dirâk Doué,

14. Hag a lavaraz d’ar c’houec’hved éal, péhini en doa eunn drompiḻ : Distag ar pévar éal a zô stâg war ar ster vrâz Eûfratez.

15. Hag é oé distaget ar pevar éal, péré a oa daré évid ann heur, hag ann deiz, hag ar mîz, hag ar bloaz, évit laza ann drédé gévren eûz ann dûd.

16. Hag ann niver eûz ann armé a varc’heien-zé a ioa eûz a zaou c’han̄t milion : râk mé a glevaz ann niver anézhô.

17. Hag ével-henn é wéliz ar c’hézek er wélédigez : hag ar ré a ioa azézet war-n-ézhô hô doa hobrégonou ével a dân, hag a hiasin̄t hag a zoufr ; ha pennou ar c’hézek a oa hével out pennou léoned ; hag eûz hô génou é tilammé tân, ha môged, ha soufr.

18. Ha gan̄d ann tri gouli-zé, gan̄d ann tân, ha gan̄d ar moged, ha gan̄d ar soufr, a zeûe er-méaz euz hô génou, é oé lazet ann drédé gévren eûz ann dûd.

19. Râg galloud ar c’hézek-zé a zô enn hô genou, hag enn hô lôst ; râg hô lôst a zô hén̄vel oud aéred, ha pennou gan̄t-hô, gan̄t péré é réon̄d drouk.

20. Hag ann dûd all, péré né oan̄t két bét lazet gan̄d ar gouliou-zé, na réjon̄t kéd a binijen eûz a ôberiou hô daouarn, oc’h éhana da azeûli ann diaoulou, ha skeûdennou aour, hag arc’han̄t, hag arm, ha mein, ha prenn, péré na hellon̄t na gwélout, na klevout, na kerzout :

21. Ha na réjon̄t kéd a binijen eûz hô lazérésou, nag eûz hô strôbinellou, nag eûz hô gadélésiou, nag euz hô laéron̄siou.


————
X. PENNAD.


1. Ha mé a wélaz eunn éal all kré a ziskenné eûz ann én̄v, hag hén̄