Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/680

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
678
apokalips pé disrével

uc’hel, ô lavarout : Gloar d’hon Doué, péhini a zô azézet war ann trôn, ha d’ann Oan.

11. Hag ann holl élez a oa enn hô zâ enn-drô d’ann trôn ha d’ar ré gôz, ha d’ar pévar loen, hag en em daoljon̄d dirâg ann trôn war hô genou, hag éc’h azeûljon̄d Doué,

12. O lavarout : Amen. Bennoz, ha gloar, ha furnez, ha trugarez, hag énor, ha galloud, ha ners d’hon Doué, é amzeriou ann amzeriou. Amen.

13. Hag unan eûz ar ré gôz a lavaraz d’in : Piou eo ar ré-zé a zô gwisket gan̄t saéou gwenn ? Hag a béléac’h in̄d deûet ?

14. Ha mé a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, té her goar. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Ar ré-zé eo ar ré a zô deûed aman̄ goudé eunn en̄krez brâz, hag hô deûz gwalc’het ha gwennet hô saéou é goâd ann Oan.

15. Dré-zé émin̄d dirâk trôn Doué, hag é servichon̄d anézhan̄ nôz-deiz enn hé dempl : hag ann hini a zô azézet war ann trôn a choumô enn hô c’hreiz.

16. N’hô dévézô mui na naoun, na séc’hed ; nag ann héol, na grouéz é-béd na gouézô war-n-ézho ;

17. Râg ann Oan a zô é-kreiz ann trôn a rénô anézhô, hag hô c’hasô da feunteûniou ann doureier a vuez, ha Doué a zéc’hô ann holl zaérou eûz hô daou-lagad.


————
VIII. PENNAD.


1. Ha pa en doé digoret ann Oan ar seizved siel, é c’hoarvézaz eunn tav enn én̄v é-pâd eunn han̄ter-heur, pé war-drô.

2. Hag é wéliz ar seiz éal a zô enn ho zâ dirâk Doué : ha rôed é oé d’ézhô seiz trompiḻ.

3. Hag eunn éal all a zeûaz, hag en em lékéaz enn hé zâ dirâg ann aoter gan̄d eunn ézan̄souer aour enn hé zourn : ha rôed é oé d’ézhan̄ kalz a ézan̄s, évit ma kennigché pédennou ann holl zen̄t war ann aoter aour a zô dirak trôn Doué.

4. Ha môged ann ézan̄s gan̄t pédennou ar zen̄t, a biñaz dirâk Doué dré zourn ann éal.

5. Neûzé ann éal a géméraz ann ézan̄souer, hag hé leûniaz gan̄t tân ann aoter, hag hé daolaz war ann douar ; hag é c’hoarvézaz kurunou, ha mouésiou, ha luc’hed, hag eur c’hrén-douar brâz.

6. Hag ar seiz éal péré hô doa ar seiz trompiḻ, en em aozaz évit lakaad da zeni hô zrompiḻou :

7. Ann éal ken̄ta a lékéaz hé drompiḻ da zeni, hag é c’hoarvézaz kazarc’h, ha tân kemmesket gan̄t goâd a oé taolet war ann douar ; hag ann drédé gévren eûz ann douar hag eûz ar gwez a oé losket, hag ann holl c’héot glâz a oé devet.

8. Hag ann eil éal a lékéaz hé drompiḻ da zeni, ha doaré eur ménez brâz entanet holl a oé taoled er môr, hag ann drédé gévren eûz ar môr a zeûaz da c’hoad.

9. Hag ann drédé gévren eûz ar grouadurien a oa béô er môr a varvaz, hag ann drédé gévren eûz al listri a oé kollet.

10. Hag ann drédé éal a lékéaz hé drompiḻ da zeni ; hag eur stéren vrâz leskidig ével eur c’houlaouen-déô a gouézaz eûz ann én̄v war ann drédé gévren eûz ar steriou, ha war feunteûniou ann doureier.

11. Ar stéren-zé a oa hanvet Huélen-c’houerô, hag ann drédé gévren eûz ann doureier a zeûaz da huélen : ha kalz a dûd a varvaz gan̄d ann doureier, ô véza ma oan̄t deûed da véza c’houérô.

12. Hag ar pévaré éal a lékéaz hé drompiḻ da zeni ; hag é oé skoet war ann drédé gévren eûz ann héol, war ann drédé gévren eûz al loar, ha war ann drédé gévren eûz ar stéred, enn hévélep doaré ma oé tévaléet ann drédé gévren anézhô, ha na luc’haz kéd ann drédé gévren eûz ann deiz, nag eûz ann nôz ken-nébeût.

13. Neûzé é wéliz, hag é kleviz mouéz eunn er a nijé dré greiz ann én̄v, ô lavarout gan̄d eur vouéz uc’hel : Gwa, gwa, gwa d’ar ré a choum war ann douar, enn abek da vouéz ann