Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/679

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
677
san̄t iann abostol.

6. Hag é kleviz ével eur vouéz é-kreiz ar pevar loen hag a lavaré : eur muzul gwiniz a dalô eunn diner, ha tri muzul heiz a dalô eunn diner ; na walli kéd ar gwîn nag ann éôl.

7. Ha pa en doé digoret ar pévaré siel, é kleviz mouéz ar pévaré loen a lavaré : Deûz, ha gwél.

8. Ha chétu é wéliz eur marc’h glâz ; hag ann hini a oa azézet war-n-ézhan̄ a oa han̄vet ar Marô, hag ann ifern a iéa war hé lerc’h ; hag ar véli a oé rôed d’ézhan̄ war ar bévaré gévren eûz ann douar, évit lakaad da vervel gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naoun, ha gan̄d ar verven̄t, ha gan̄d loéned férô ann douar.

9. Ha pa en doé digoret ar pempved siel, é wéliz dindân ann aoter énéou ar ré a oa bét lazet évit gér Doué, hag évid ann desténi hô doa rôet.

10. Hag é c’harmen̄t gan̄d eur vouéz uc’hel, ô lavarout : Pé vété keit, Aotrou, san̄t ha gwîr, é choumi héb barna, hag hép ven̄ji hor goâd eûz ar ré a choum war ann douar ?

11. Rôed é oé d’ézhô péb a zaé wenn ; hag é oé lavared d’ézhô arzaôi c’hoaz eunn nébeûd amzer, bété ma vijé leûn ann niver eûz hô c’hen-zervicherien, hag eûz hô breûdeûr, pére a dlé béza lazet kerkouls hag hî.

12. Ha mé a wélaz ivé pa zigoraz ar c’houec’hved siel ; ha chetu é c’hoarvézaz eur c’hrén-douar brâz ; hag ann héol a zeûaz dû ével eur sac’h bléô ; hag al loar holl a zeûaz ével goâd :

13. Ha stéred ann én̄v a gouézaz war ann douar, ével ma taol eur wézen-fiez hé fiez c’hlâz, pa eo héjet gan̄d eunn avel vraz.

14. Hag ann én̄v en em dennaz ével eul levr a rolleur : hag ann holl vénésiou, hag ann inizi a oé loc’het eûz hô léac’h.

15. Ha rouéed ann douar, hag ar brin̄sed, ha pennou ar vrézélidi, hag ar ré binvidik, hag ar ré c’halloudek, hag ar sklaved, hag ar ré zieub en em guzaz er c’héviou, hag é réier ar ménesiou ;

16. Hag é léverjon̄d d’ar ménésiou ha d’ar réier : Kouézit war-n-omp, hag hor c’huzit a zirâg ann hini a zô azézet war ann trôn, hag eûz a vuanégez ann Oan :

17. Râk deûed eo deiz brâz hô puanégez ; ha piou a hellô choum a zâ ?


————
VII. PENNAD.


1. Goudé-zé é wéliz pévar éal enn hô zâ war bevar c’horn ann douar, péré a zalc’hé ar pévar avel eûz ann douar, évit na c’houézchen̄t két war ann douar, na war ar môr, na war wézen é-béd.

2. Mé a wélaz eunn éal all a biñé euz ar sâv-héol, ha siel ann Doué béô gan̄t-han̄ : hag hén̄ a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré d’ar pevar éal da béré é oa bét rôed ar galloud da walla ann douar, hag ar môr,

3. O lavarout : Na wallit kéd ann douar, nag ar môr, nag ar gwéz, kén n’hor bézô merket enn hô zâl servicherien hon Doué.

4. Hag é kleviz pénaoz ann niver eûz ar ré a oa bét merket, a oa eûz a bevar mil ha seiz-ugen̄t mil eûz a holl vreûriézou bugalé Israel.

5. Eûz a vreûriez Juda, é oé daouzék mil merket : Eûz a vreuriez Ruben, daouzék mil merket : Eûz a vreûriez Gad, daouzék mil merket :

6. Eûz a vreuriez Aser, daouzék mil merket : Eûz a vreûriez Neftali, daouzék mil merket : Eûz a vreûriez Manasé, daouzék mil merket :

7. Eûz a vreûriez Siméon, daouzék mil merket : Eûz a vreûriez Lévi, daouzék mil merket : Eûz a vreûriez Isakar, daouzék mil merket :

8. Eûz a vreûriez Zabulon, daouzék mil merket ; Eûz a vreûriez Jozef, daouzék mil merket : Eûz a vreûriez Ben̄jamin, daouzék mil merket.

9. Goudé-zé é wéliz eunn en̄groez brâz, ha na hellé dén nivéri, a béb brôad, a béb breûriez, a bép pobl, hag a béb iéz, a ioa eun hô zâ é-harz ann trôn, ha dirâg ann Oan, gwisket gan̄t saéou gwenn, ha péb a bar-palmez enn hô dourn.

10. Hag é c’harmen̄t gan̄d eur vouéz