Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/678

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
676
apokalips pé disrével

trâ, ha dré da ioul eo émain̄t, hag in̄t bét krouét.


————
V. PENNAD.


1. Ha mé a wélaz é dourn déou ann hini a oa azézet war ann trôn, eul levr skrivet enn diabarz hag enn diavéaz, siellet gan̄t seiz siel.

2. Hag é wéliz eunn eal kré, péhini a lavaré gan̄d eur vouéz uc’hel : Piou a zô dellézek da zigeri al levr, ha da ziskoulma hé ziellou ?

3. Ha dén na hellé, nag enn én̄v, na war ann douar, na dindân ann douar, digeri al levr, na selloud out-han̄.

4. Ha mé a wélé kalz, ô véza né oa bét kaved dén dellézek da zigeri al levr, na da zelloud out-han̄.

5. Hag unan eûz ar ré gôz a lavaraz d’in : Na wél kél : chétu al léon eûz a vreûriez Juda, ar bron̄s eûz a Zavid en deûz bét dré hé c’hounidégez ar galloud da zigéri al levr, ha da ziskoulma ar seiz siel anézhan̄.

6. Hag é selliz, hag é wéliz é-kreiz ann trôn hag ar pevar loen, hag é-kreiz ar pévar-ugen̄t dén-kôz, eunn oan ével marô a oa enn hé zâ, hag en doa seiz korn, ha seiz lagad, péré eo seiz Spéred Doué kased dré ar béd holl.

7. Hag é teûaz, hag é kéméraz al levr eûz a zourn déou ann hini a oa azézet war ann trôn.

8. Ha pa oé digored al levr gant-han̄, ar pévar loen, hag ar pevar-ugen̄t dén-kôz a stouaz dirag ann Oan, gan̄t péb a délen, ha péb a gôp nour leûn a louzou-c’houés-vâd, péré eo pédennou ar zen̄t.

9. Hag hî a gané eur ganaouen névez, ô lavarout : Dellézeg oud, Aotrou, da géméroud al levr, ha da zigeri hé ziellou : ô véza ma oud bét lazet, ha ma éc’h eûz hor préned da Zoué gan̄d da c’hoad, eûz a béb iéz, eûz a bép pobl, hag eûz a béb brôad.

10. Ha ma éc’h eûz hol lékéad da rouéed ha da véleien évid hon Doué, ha ma rénimp war ann douar.

11. Hag é selliz, hag é kleviz mouéz kalz a élez enn-drô dann trôn, ha d’al loéned, ha d’ar ré-gôz : hag ann niver anézhô a oa eûz a viled a viled,

12. Péré a lavaré gan̄d eur vouéz uc’hel : Dellézeg eo ann Oan a zô bét lazet, da gaout galloud, ha douélez, ha furnez, ha ners, hag énor, ha gloar, ha bennoz.

13. Hag é kleviz kémen̄t krouadur a zo enn én̄v, ha war ann douar, ha dindân ann douar, hag ar ré a zô er môr, hag ar ré a zô aman̄, ô lavarout : D’ann hini a zô azézet war ann trôn, ha d’ann Oan, bennoz, hag énor, ha gloar, ha galloud é amzeriou ann amzeriou.

14. Hag ar pevar loen a lavaré : Amen. Hag ar pevar-ugen̄t dén-kôz a gouézaz war hô dremm, hag a azeûlaz ann hini a vév é amzeriou ann amzeriou.


————
VI. PENNAD.


1. Ha mé a wélaz pénaoz ann Oan en doa digoret unan eûz ar seiz siel, hag é kleviz unan eûz ar pévar loen ô lavarout, gan̄d eur vouéz hén̄vel out trouz ar gurun : Deûz, ha gwél.

2. Hag é wéliz : ha chétu eur marc’h gwenn, hag ann hini a oa azézet war-n-ézhan̄ en doa eur warek ; hag é oé rôed d’ézhan̄ eur gurunen, hag e iéaz-kuît ével eunn trec’her évit mon̄d da drec’hi.

3. Ha pa en doé digoret ann eil siel, é kleviz ann eil loen ô lavarout : Deûz, ha gwél.

4. Hag é teûaz er-méaz eur marc’h all hag a oa gell : hag é oé rôed d’ann hini a oa azézet war-n-ézhan̄ ar galloud da denna ar péoc’h diwar ann douar, ha da lakaad ann dûd d’en em laza ann eil égilé : hag eur c’hlézé brâz a oé rôed d’ézhan̄.

5. Ha pa en doé digoret ann trédé siel, é kleviz ann trédé loen ô lavarout : Deûz, ha gwél. Ha chétu é wéliz eur marc’h dû ; hag ann hini a oa azézet war-n-ézhan̄ en doa eur c’hrôk-pouéz enn hé zourn.