Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/682

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
680
apokalips pé disrével

gwisket gand eur goabren, ha gan̄d eur ganévéden war hé benn : hag hé zremm a ioa ével ann héol, hag hé dreid ével peûliou tân :

2. Hag hén̄ en doa enn hé zourn eul levr bihan digor : hag é lékéaz hé droad déou war ar môr, hag hé droad kleiz war ann douar ;

3. Hag é c’harmaz gan̄d eur vouéz gre, ével pa iûd eul léon. Ha goudé m’en doé garmet, seiz kurun a roaz da glevout hô mouésiou.

4. Ha p’hô doé ar seiz kurun rôed da glevout hô mouésiou, éz éann da skriva ; pa gleviz eur vouéz eûz ann én̄v a lavaraz d’in : Siell ar péz hô deûz lavaret ar seiz kurun, ha na skriv kéd anézhan̄.

5. Hag ann éal em boa gwélet enn hé zâ war ar môr ha war ann douar, a zavaz hé zourn étrézég ann én̄v,

6. Hag a douaz dré ann hini a zô béô é amzeriou ann amzeriou, péhini en deûz krouet ann én̄v, ha kémen̄d a zô enn-han̄, hag ann douar, ha kémen̄d a zô enn-han̄, hag ar môr, ha kémen̄d a zô enn-han̄, pénaoz na vijé mui a amzer ;

7. Hôgen pénaoz é deiz mouéz ar seizved eal, pa lakafé hé drompiḻ da zeni, mister Doué a vijé peûr-c’hréat, ével ma en deûz hé ziouganet dré ar Broféded hé zervicherien.

8. Hag ar vouéz em boa kleved eûz ann én̄v a gomzaz c’hoaz ouz-in, hag a- lavaraz : Kéa, ha kémer al levr bihan a zô digor é dourn ann éal a zô enn hé zâ war ar môr ha war ann douar.

9. Ha mé a iéaz da gavoud ann éal, hag é liviriz d’ézhan̄ : Rô d’in al levr. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Kémer al levr, ha loun̄k-hén̄ : c’houervaad a rai da gôv ; hôgen enn da c’hénou é vézô c’houék ével mél.

10. Ha mé a géméraz al levr eûz a zourn ann éal, hag é loun̄kiz anézhan̄ : hag em génou éz oa c’houék ével mél ; hôgen goudé ma em boé hé loun̄ket, é c’houervaaz va c’hôv.

11. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Réd eo c’hoaz d’id diougani da dûd a galz a vrôadou, hag a boblou, hag a iézou, ha da galz a rouéed.


————


XI. PENNAD.


1. Ha rôed é oé d’in eur gorsen hén̄vel oud eur walen, hag é oe lavared d’in : Saô, ha men̄t templ Doué, hag ann aoter, hag ar ré azeûl enn-han̄.

2. Hôgen leôr ann or-dâl, péhini a zô er-méaz eûz ann templ, léz-hi, ha na ven̄t kéd anézhi ; râk rôed eo bét d’ar Jen̄tiled, hag hî a vac’hô ar géar zan̄tel é-pâd daou viz war-n-ugen̄t.

3. Ha mé a rôi galloud d’am daou dést, hag é tiouganin̄t é-pâd mil daou c’han̄t ha tri-ugen̄d dervez, gwisket gan̄t seier.

4. Ar ré-zé a zô diou olivézen, ha daou gan̄toler, lékéad dirâk Doué ann douar.

5. Ha mar fell da zén gwalla anézhô, é teûi tân er-méaz eûz hô génou, hag a wastô hô énebourien : ha mar fell da zén ôber-drouk d’ézhô, eo réd d’ézhan̄ béza lazet enn doaré-zé.

6. Ar galloud hô deûz da zerra ann én̄v, évit na c’hlaviô két enn deisiou ma tiouganin̄t : hag ar galloud hô deûz ivé war ann doureier évid hô c’hemma é goâd, ha da zarc’haoui gan̄d ann douar a bép seurt gouli, kenn aliez ha ma kirin̄t.

7. Ha pa hô dévézô peûr-rôed hô zesténi, al loen a zâv eûz al lounk, a vrézélékai out-hô, a drec’hô anézhô, hag hô lazô.

8. Hag hô c’horfou a choumô gourvézet war ruou ar géar vrâz, a zô galvet enn eunn doaré spéréduz Sodoma, hag Éjipt, é péléac’h hô Aotrou hé-unan a zô bét lékéad oud ar groaz.

9. Ha tûd eûz a veûr a vreûriez, eûz a veûr a bobl, eûz a veûr a iéz, hag eûz a veûr a vrôad, a wélô hô c’horfou é-pâd tri dervez han̄ter, ha na lézin̄t két hô lakaad er bêz.

10. Hag ar ré a choumô war ann douar en em laouénai diwar hô fenn, hag a vragô : hag é kasin̄t rôou ann eil d’égilé, ô véza ma hô dévézô ann daou Brofed-zé gwall heskinet ar ré a c’houmé war ann douar.

11. Ha goudé tri dervez han̄ter, ar