Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
levr ar profed isaias.

19. Ha mé a dridô é Jéruzalem, hag en em laouénai em pobl ; ha na vézô mui klévet enn hé c’hreiz a glemvan nag a c’harm.

20. Na vézô mui énô a vugel a nébeûd a zeisiou, nag a gôziad ha na leûniô két hé zeisiou ; râg ar bugel a gan̄t vloaz a varvô, hag ar péc’her a gan̄t vloaz a vézô milliget.

21. Hî a zavô tiez, hag a choumô enn-hô ; hî a blan̄tô gwini, hag a zebrô hé frouez.

22. Na zavin̄t két a dî, évit ma choumô eunn all enn-han̄ ; na blan̄tin̄t két, évit ma tebrô eunn all ; hôgen deisiou va fobl a vézô kenn hir ha deisiou ar wézen, ha labour hô daouarn a vézô hir-baduz.

23. Va ré-zilennet na labourin̄t két enn-aner, ha na c’hanin̄t két enn an̄ken ; râg gwenn benniget ann Aotrou é vézin̄t, hag hô bugalé bihan gan̄t-hô.

24. C’hoarvézoud a rai pénaoz abarz ma c’harmin̄t, é klévinn out-hô ha pa gomzin̄t c’hoaz, mé hô sélaouô.

25. Ar bleiz hag ann oan a beurô kévret, al léon hag ann éjenn a zebrô kôlô ; hag ar poultr a vézô da voéd d’ann aer ; na rain̄t két a zroug, ha na lazin̄t két war va holl vénez san̄tel, émé ann Aotrou.


————


LXVI. PENNAD.


Kastiz ar ré-fallagr. Galvidigez ar Jen̄tiled.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ann én̄v eo va c’hador, hag ann douar skabel va zreid : pé dî a zafot-hu d’in ? Ha péhini eo léac’h va arzaô ?

2. Va dourn eo en deûz gréat kémen̄t-sé, hag in̄t bet gréad holl, émé ann Aotrou : out piou é sellinn-mé, néméd oud ar paour-kéaz, a zô man̄tret hé galoun, hag a grén pa gomzann.

3. Ann hini a lâz eunn éjenn, a zô ével ann hini a lazché eunn dén ; ann hini a rô ar marô da eunn oan, a zô ével ann hini a dorr hé benn da eur c’hi ; ann hini a ra eur braoued-kennig d’in, a zô ével ann hini a gennigfé goad eunn houc’h. Ann hini a zeû da goun d’ézhan̄ dévi ézan̄s, a zô ével ann hini a azeûl eunn idol-bennâg. Kémen̄t-sé holl hô deuz dilennet enn hô hen̄chou, hag hô éné en deûz kavet hé zudi er fallagriézou-zé.

4. Ha mé ivé a lakai va dudi oc’h ober goab anézhô, hag é tigasinn war-n-ézhô ar péz a réa aoun d’ézhô ; rag galvet em eûz, ha dén n’en deûz respoun̄tet d’in ; komzet em eûz, ha n’hô deûz két va sélaouet ; hôgen hî hô deûz gréat ann drouk dirâk va daoulagad, hag hô deûz dilennet ar péz ha na fellé két d’in.

5. Sélaouit gér ann Aotrou, c’houi péré a grén pa gomz ; hô preûdeûr péré a gasa ac’hanoc’h, hag hô tispriz enn abek d’am hanô, hô deûz lavaret : Ra ziskouézô ann Aotrou hé c’hloar, ha nî hé gwélô enn hô lévénez ; hôgen hî a vézô mézékéet.

6. Mouéz eur bobl a glevann eûz a géar, eur vouéz eûz ann templ, mouéz ann Aotrou a rô d’hé énébourien ar péz a zellézon̄t.

7. Abarz ar gwen̄trou é deûz gwilioudet ; abarz ma oa deûet amzer ar gwilioud, é deûz ganet eur mâb.

8. Piou en deûz biskoaz klévet eunn hévélep trâ ? Piou en deûz gwélet eunn dra hén̄vel oud ann dra-man̄ ? Ann douar hag hén̄ a rô hé frouez enn eunn deiz ? Pé eur bobl holl hag hén̄ a vézô ganet war-eunn-taol, ô véza ma é deûz gwilioudet Sion, ha ma é deûz ganet hé bugalé ?

9. Mé péhini a laka ar ré all da c’hénel, ha na c’haninn két, émé ann Aotrou ? Mé péhini a rô d’ar ré all ar galloud da c’hénel, ha bréc’han̄ é vézinn, émé ann Aotrou da Zoué ?

10. En em laouénait gan̄t Jéruzalem, ha tridit gan̄t-hi, c’houi holl péré a gâr anézhi : en em laouénaid holl gan̄t-hi, c’houi péré a lén̄v diwar hé fenn :

11. Évit ma ténot hé bronnou, ha ma tennot anézhô eur fréalzidigez vrâz ; évit ma c’hôrôot, ha ma kafot hô tudi enn hé gloar brâz-meûrbéd.

12. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a lakai da rédek war-