Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/61

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
levr ar profed isaias.

tadou, a zô bét dévet gan̄d ann tân, hag hon holl draou kaer a zô bét dispennet.

12. Goudé-zé, Aotrou, ha té en em zalc’hô c’hoaz ? Ha té a davô, hag a c’hlac’harô ac’hanomp gan̄d diboell ?


————


LXV. PENNAD.


Galvidigez ar Jen̄tiled. Dilerc’h ar Iuzevien miret.


1. Ar ré béré na lékéan̄t két hô fréder enn-oun, hô deûz va c’hlasket ; ar ré béré na glaské két ac’hanoun, hô deuz va c’havet. Lavaret em euz : Chétu mé, chétu mé, da eur vrôad péhini na c’halvé két va hanô.

2. Astenned em eûz va daouarn héd ann deiz étrézég eur bobl diskrédik, péhini a gerz enn eunn hen̄t ha né két mâd, oc’h heulia hé vénosiou ;

3. Étrézég eur bobl, péhini a ra dira-z-oun ar péz a dlé va argadi ; péhini a lâz hostivou el liorsou, hag a râ sakrifisou war aotériou brikennou ;

4. Péhini a choum er bésiou, hag a gousk é templou ann idolou ; a zebr kîk môc’h, hag a laka eur braoued di-zan̄tel enn hé listri,

5. Péhini a lavar : Pella diouz-in, na dôsta két ouz-in, râk dic’hlan oud. Hî a vézô eur môged é deiz va frouden, enn tân hag a lôskô héd ann deiz.

6. Chétu eo skrivet dira-z-oun : na davinn két, hôgen rôet ha distolet é vézô gan-én̄ war hô askré.

7. Hô fallagriézou-c’houi, ha fallagriézou hô tadou kévret, émé ann Aotrou, péré hô deuz gréat sakrifisou war ar ménésiou, hag hô deûz va mézékéet war ar c’hrec’hiennou ; hag é ven̄tinn hô ôberiou ken̄t enn hô askré.

8. Ével-henn é lavar ann Aotrou : É-c’hîz, pa gaveur eur c’hreûnen gaer enn eur bôd-rézin, é lévéreur : na wall két anézhi, râk bennoz a zô war-n-ézhi ; ével-sé é rinn é-kén̄ver va zervicherien, n’hô c’hollinn két holl.

9. Eûz a Jakob é likinn eur wenn da zével, hag eûz a Juda unan a biaouô va ménésiou ; hag ar ré em bézô dilennet hô dévézo é digwéz ann douar-zé, ha va zervicherien a choumô énô.

10. Ar mésiou a vézô da barkou d’ann dén̄ved, ha traon̄ien Ac’hor da éc’hoaz d’ar zaoud, da ré va fobl, péhini en dévézô va c’hlasket.

11. Hôgen c’houi, péré hoc’h eûz dilézet ann Aotrou, péré hoc’h eûz an̄kounac’héet va ménez san̄tel, péré hoc’h eûz savet eunn daol da zouéez ar madou, hag a skûḻ braoued-kennig war-n-ézhi ;

12. Mé hô lakai da gouéza dindân ar c’hlézé, hag holl é varvot el lazérez-zé ; ô véza ma em eûz galvet, ha n’hoc’h eûz két respoun̄tet, ma em eûz komzet, ha n’hoc’h euz két klévet ; ma hoc’h eûz gréat ann drouk dirâg va daoulagad, ha ma hoc’h eûz dilennet ar péz ha na fellé két d’in.

13. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu va zervichérien a zebrô, ha c’houi hô pézô naoun : chétu va zervichérien a évô, ha c’houi hô pézô séc’hed ;

14. Chétu va zervichérien en em laouénai, ha c’houi a vézô mézékéet ; chétu va zervichérien a veûlô, hag a dridô enn hô c’haloun, ha c’houi a c’harmô é glac’har hô kaloun, hag a iudô é man̄tr hô spéred.

15. Ha c’houi a zilézô hoc’h hanô ével eunn touadel d’am ré-zilennet ; hag ann Aotrou Doué az lazô, hag a rôi eunn hanô all d’hé zervichérien.

16. Ann hini a vézô benniget enn hanô-zé war ann douar, a vézô benniget é Doué ar wirionez ; hag ann hini a douô war ann douar, a douô é hanô Doué ar wirionez ; râg ann an̄kéniou ken̄t a vézô lékéat enn an̄kounac’h, hag a vézô kuzet dirâk va daoulagad.

17. Râk mé a grouô én̄vou névez, hag eunn douar névez ; ha na vézô mui a goun eûz ar ré gen̄ta, ha na zeûin̄t mui er spéred.

18. Hôgen en em laouénaad a réot, hag é tridot da-vikenn er péz a grouinn ; râk mé a ia da groui Jéruzalem enn tridérez, hag hé bobl el lévénez.