Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
levr ar profed isaias.

deûz, hô c’horréet en deûz é péb amzer.

10. Hôgen hi hô deûz hé héget, hag hô deûz glac’haret spéred hé Zan̄t ; hag hén̄ a zô deûet da énébour d’ézhô hag en deûz stourmet out-hô.

11. Hôgen koun a zô deûet d’ézhan̄ eûz a zeisiou ken̄t Moizez hag hé bobl. Péléac’h éma ann hini en deuz hô zennet eûz ar môr gan̄t meserien hé dropel ? Péléac’h éma ann hini en deûz lékéat enn hô c’hreiz spéred hé Zan̄t ?

12. Péhini en deûz kéméret Moizez dré hé zourn déou, hag en deûz hé harpet gan̄t bréac’h hé veûrded ; péhini en deûz rannet ann douréier enn hô raok, évid ôber d’ézhan̄ eunn hanô peûr-baduz :

13. Péhini en déûz hô c’haset a-dreûz d’al loun̄k, ével eur marc’h enn distrô ha na strébo két.

14. Ével eul loen a ziskenn er gompézen, en deûz hé rénet spéred ann Aotrou ; ével-sé éc’h eûz rénet da bobl, évid ôber d’id eunn hanô a c’hloar.

15. Sell eûz ann én̄v, ha gwél eûz da dî san̄tel, hag eûz a drôn da c’hloar. Péléac’h éma da oaz ha da ners ? Péléac’h éma da garan̄tez vrâz ha da drugarézou ? En em deûrel a réont war-n-oun.

16. Râk té eo hon tâd ; hag Abraham n’en deûz két hon anavézet, hag Israel n’en deûz két gwézet piou e oamp ; hôgen té, Aotrou, a zô hon tâd, hag hon daspréner ; ha peûr-baduz eo da hanô.

17. Pérâg, Aotrou, éc’h eûs-té holl lékéat da fazia diwar da hen̄chou ; hag éc’h eus-té kalédet hor c’halounou, évit na zoujemp két ac’hanod ? Distrô, enn abek d’as servichérien, da vreûriézou da zigwéz.

18. Ével nétrâ hô deûz piaouet da bobl san̄tel ; hon énébourien hô deuz mac’het da zan̄tuar.

19. Deûet omp, ével ma oamp er penn-ken̄ta pa na oaz két da Aotrou d’é-omp, ha pa na oa két galvet da hanô war-n-omp.


————


LXIV. PENNAD.


Péden évit goulenni dieûb Israel.


1. A-ioul é rogfez ann én̄vou, hag é tiskennfez ; ar ménésiou a zinaoufé dira-z-od.

2. Teûzi a rajen̄t ével war eunn tân grisiaz ; ann douréier a zeûjé ével tân, évit ma vijé brudet da hanô é-touez da énébourien, ha ma krénché ar brôadou dira-z-od.

3. Pa rî da vurzudou, na hellimp két hô gouzan̄vi ; diskennet oud, hag ar ménesiou a zô bét dinaouet dira-z-od.

4. Adaleg ar penn-ken̄ta ann dûd n’hô deûz két klevet, ar skouarn n’é deûz két sélaouet, al lagad n’en deûz két gwélet, néméd-od, ô Doué, ar péz éc’h eûz aozet évid ar ré a c’hortoz ac’hanod.

5. Diambrouget éc’h eûz ar ré a oa el lévénez, hag a zévéné ar reizded ; enn da hen̄chou, hi hô dévézô koun ac’hanod. Chétu té a zô savet droug enn-od, ô véza ma hon eûz péc’het ; er péc’hed omb bét bépréd, hôgen salvet é vézimp.

6. Ha nî holl a zô deûet ével eunn dén dic’hlan, hag hon holl reizdédou a zô hén̄vel out lien ar misiou ; hag ével ann délien omp kouézet holl, hag hor fallagriézou hô deuz hor c’haset gan̄t-hô ével eunn avel.

7. N’eûz dén a gément a c’halvché da hanô, a zavché hag en em stagfé ouz-id. Kuzet éc’h eûz da zremm ouz-omp, hag éc’h eûz hor brévet enn-abek d’hor fallagriez.

8. Hôgen bréma, Aotrou, té eo hon tâd, ha nî n’omp némét prî : té eo éc’h eûz hor gréat, ha labour da zaouarn omb holl :

9. Na zavet két eunn drouk brâz enn-od, Aotrou, ha n’az péz mui a goun eûz hor fallagriez ; sell ouz-omp, da bobl omb holl.

10. Kéar da zan̄t a zô deûet ével eunn distrô ; Sion a zô didûd, Jéruzalem a zô glac’haret.

11. Tî hor san̄télédigez, hag hor gloar, é péhini hô deûz da veûlet hon