Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
levr ar profed isaias.

n-ézhi ével eur ster a béoc’h, ha gloar ar brôadou ével eur froud dic’hlannet : hé déna a réot ; oud hé bronn é tougô ac’hanoc’h, ha war hé barlen é torlôtô ac’hanoc’h.

13. Ével ma torlôt eur vamm hé mâb, ével-sé é fréalzinn ac’hanoc’h, hag é viot fréalzet é Jéruzalem.

14. C’houi a wélô ann traou-zé, hag hô kaloun en em laouénai : hag hoc’h eskern a gellidô ével ar géot : hag ann Aotrou a ziskouezô hé c’halloud d’hé zervicherien, hag hé frouden d’hé énébourien.

15. Râk chétu ann Aotrou a zeûi é-kreiz ann tân, hag hé girri ével eur gourven̄ten ; évid diskouéza hé frouden enn hé vuanégez, hag hé grôz é-kreiz ar flammou tân.

16. Râg enn tân ha gan̄d ar c’hlézé é varnô ann Aotrou pép kîk, hag ann Aotrou a lazô eul lôd brâz.

17. Ar ré a grédé en em zan̄téla, hag en em c’hlana enn hô liorsou, ô serra ann ôriou war-n-ézhô ; ar ré a zebré kîk môc’h, ha lôgôd, ha traou all ker louz, a vézô dispennet kévret, émé ann Aotrou.

18. Hôgen mé a zeû évid dastumi hô ôberiou hag hô ménosiou, évid hô strolla gan̄d ar boblou euz ann holl iézou ; hag hî a zeûi, hag a wélô va gloar.

19. Ha mé a lakai eunn arouéz enn hô zouez, hag é kasinn eûz ar ré a vézô bét salvet, étrézég ar brôadou, enn tû all d’ar môr, d’ann Afrika, d’al Lidia, d’al lec’hiou ma tenneur gan̄d ar warek, d’ann Italia, d’ar Gresia, d’ann énézi pell, d’ar ré ha n’hô deûz két klévet hanô ac’hanoun, ha n’hô deûz két gwélet va gloar. Hag hî a rôi da anaout va gloar d’ar brôadou.

20. Hag hî a zigasô hoc’h holl vreûdeûr eûz a douez ann holl vrôadou ével eur rô d’ann Aotrou, war gezek, war girri, war léteriou, war vuled, war garrosiou, étrézé va ménez san̄tel Jéruzalem, émé ann Aotrou, ével pa zigas bugalé Israel eur rô enn eul léstr glân da dî ann Aotrou.

21. Ha mé a gémérô eûz anézhô da véleien ha da levited, émé ann Aotrou.

22. Râg ével ma sâv dira-z-oun ann én̄vou névez, hag ann douar névez a rann, émé ann Aotrou ; ével-sé é savô hô kwenn hag hoc’h hanô.

23. Béz’ é vézô ivé eur goél all péb miz, hag eur sabbat all péb sizun : pép kîg a zeûi da azeûli dira-z-oun, émé ann Aotrou.

24. Hag hî a iélô er-méaz, hag a wélô korfou-maro ar ré a oa savet em énep ; hô frén̄v na varvô két, hag hô zân na vougô két ; ha pép-hini hô gwélô hé walc’h.