Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
levr ar profed isaias.

13. Pa c’harmi, ra zeûi d’az dieûbi ar ré éc’h eûz strollet ; hôgen ann avel hô skiñô holl, eur c’houézaden hô c’hasô-kuît. Hogen ann hini a laka hé fisian̄s enn-oun, en dévézô ann douar é digwéz, hag a biaouô va ménez san̄tel.

14. Ha mé a lavarô : Grid eunn hen̄t, aozid ann hen̄t, en em dennit diwar ar raven̄t, tennid ar sparlou diwar hen̄t va fobl.

15. Râg ével-henn é lavar ann Uc’hel-meûrbéd, ann Doué brâz péhini a choum er beûr-badélez, hag en deûz da hanô ar San̄t : El léac’h uc’hel-meûrbéd, el léac’h san̄tel é choumann, ha gan̄d ar spéred vuel ha keûziek ; évit rei ar vuez d’ar spéred vuel, évit rei ar vuez d’ar galoun keûziek.

16. Râk na strivinn két da-vikenn, ha na vuanékainn két bétég ann divez : râg ar spérédou a zô deûet er-méaz ac’hanoun, ha mé eo em euz gréat ann énéou.

17. Enn abek d’hé fallagriez ha d’hé bizoni ounn buanékéet, hag em eûz skôet gan̄t-han̄ : en em guzet ounn dira-z-han̄ em buanégez, hag hén̄ a zô éat ével eur ribler é hen̄t hé galoun.

18. Hé hen̄chou em eûz gwélet, hag em eûz hé iac’héet ; hé zigaset em eûz, hé fréalzet em eûz, hén̄ hag ar ré a wélé diwar hé benn.

19. Krouet em eûz ar péoc’h, frouez va muzellou, ar péoc’h d’ann hini a zô pell, ha d’ann hini a zô tôst, émé ann Aotrou, hag em eûz hé iac’héet.

20. Hôgen ar ré fallagr a zô ével eur môr diboell, péhini na hell két sioulaat, hag a léd hé goummou leun a éon hag a fan̄k.

21. N’eûz kéd a béoc’h évid ar ré fallagr, émé ann Aotrou Doué.


————


LVIII. PENNAD.


Ann ôberiou a drugarez eo réd da zévéni.


1. Garm, ha na éhan ; sâv da vouéz ével eur c’horn-boud ; embann d’am bobl hé wallou, ha da dî Jakob hé béc’héjou.

2. Râk bemdez é klaskon̄t ac’hanoun, hag é fell d’ézhô anaout va hen̄chou, ével eur vrôad é dévijé heûliet ar reizded, ha né dévijé két dilézet barnédigez hé Doué ; kuzul é c’houlennon̄t digan-én̄ diwar-benn barnédigézou ar reizded ; béz’ é fell d’ézhô tôstaad ouc’h Doué.

3. Pérâg hon eûz-ni iunet, émé-z-hô, ha n’éc’h eûz két sellet ouz-omp ? Hon eûz-ni vuéléet hon énéou, ha n’éc’h eûz két hé wézet ? Chétu enn deiz é péhini é iunit en em gav hoc’h ioul, hag é c’houlennit kémen̄d a zô dléet d’é-hoc’h.

4. Chétu é iunit évit breûdou ha ren̄daélou ; hag é skôit didruez gan̄d hô tourn. Na iunit két ével ma hoc’h eûz gréat bété vréma, ô lakaad da glévout hô karm kenn uc’hel.

5. Hag hen-nez eo ar iûn em eûz dilennet, ma wanô eunn dén hé éné héd eunn deiz ? Ma kroummô hé benn ével eur c’helc’h, ma c’hourvézô war ar sâc’h ha war al ludu ? Ha kémen̄t-sé a c’halvit eur iûn, hag eunn deiz hétuz d’ann Aotrou ?

6. Ar iûn em eûz dilennet ha né két ken̄toc’h héman̄ ? Torr chadennou ar fallagriez, diskarg bec’hiou ar ré a zô mac’het ; kâs dieûb ar ré a zô é sklavérez, ha torr ann holl c’héviou.

7. Rann da vara gan̄d ann hini en deûz naoun, ha digas enn da dî ar ré baour, hag ar ré zivrôet ; pa wéli eur ré enn-noaz, gwisk-hén̄, ha na zispriz két da gîk da-unan.

8. Neûzé da c’houlou a darzô ével goulou-deiz, hag é teûi buan da véza iac’h ; da reizded a gerzô enn da raok, ha gloar ann Aotrou az dilennô.

9. Neûzé é c’halvi, hag ann Aotrou a zélaouô ouz-id ; é c’harmi, hag é lavarô : Chétu mé. Mar tennez ar chaden eûz da zargreiz, ma éhanez da astenna da vîz, ha da gomza enn eunn doaré dizéréad :

10. Mar ken-nerzez a-galoun-vâd ann hini en deûz naoun, mar fréalzez ar ré c’hlac’haret, da c’houlou a zavô enn dévalien, ha da dévalien a vézô ével ar c’hrésteiz.