Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/56

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
levr ar profed isaias.

11. Ann Aotrou a rôi d’id éhan bépréd, hag a leûniô da éné gan̄d hé skédou, hag a lardô da eskern ; hag é vézi ével eul liors douret bépréd, hag ével eur feun̄teun é péhini na ziouér két ann dour.

12. Al lec’hiou enn-od péré a vézô didûd pell a vézô, a zeûi da véza leûn a ziez ; té a zavô diazézou kalz brôadou ; ha té a vézô galvet saver girsier, hag aozer raven̄tou évid ann éhan.

13. Ma na gerzez két é deiz ar sabbat, ma na réz két da ioul em deiz santel, mar galvez ar sabbat eunn éhan dudiuz, eunn deiz san̄tel hag hétuz d’ann Aotrou, mar mirez anézhan̄ héb heûlia da hen̄chou, hép klaskout da ioul, hép komza enn-anér :

14. Neûzé é kavi da zudi enn Aotrou, ha mé az gorréô dreist ar péz a zô ann uc’héla war ann douar, hag é rôinn d’id évid en em vaga digwéz Jakob da dâd ; râg génou ann Aotrou en deûz komzet.


————


LIX. PENNAD.


Péc’héjoû Israel a vîr na vézô dieûbet.


1. Chétu né két berréet dourn ann Aotrou, évit na hellfé két dieûbi, ha né két pounnéréet hé skouarn, évit na hellfe két klévout.

2. Hôgen hô fallagriézou eo hô deûz lékéat eur rann étré c’houi hag hô Toué, hag hô péc’héjou eo hô deûz kuzet hé zremm diouz-hoc’h, évit na zélaouô két ouz-hoc’h.

3. Râg hô taouarn a zô saotret gan̄d ar goâd, hag hô piziad gan̄d ar fallagriez ; hô muzellou hô deûz lavaret gévier, hag hô téôd gwall gompsiou.

4. N’eûz dén a c’halv ar reizded, nag a varn gan̄t gwirionez ; hôgen lakaad a réon̄t hô fisian̄s é nétrâ, ha na lévéron̄t némét gévier : ar c’hlac’har a en̄géhen̄ton̄t, hag ar fallagriez a c’hanon̄t.

5. Viou aspik hô deûz dozvet, ha gwiad-kefnid hô deûz gwéet. Néb a zébrô euz hô viou, a varvô ; ha ma hô lékéeur da wiri, é savô eur bazilik anézhô.

6. Hô lien na rai két a ziḻad d’ézhô ; n’en em c’hôlôin̄t két gan̄d hô labour ; râk didalvez eo hô ôberiou, hag eul labour a fallagriez eo labour hô daouarn.

7. Hô zreid a réd étrézeg ann droug, hag hî a hast da skuḻa ar goad dinam. Ménosiou didalvez eo hô ménosiou ; gwastadur ha gwask n’eûz kén enn hô hen̄chou.

8. Na anavézon̄t két hen̄t ar péoc’h, ha n’eûz két a reizded enn hô c’hamméjou ; raven̄chou trôidelluz hô deûz en em c’hréat ; piou-bennâg a gerz enn-hô na anavez két ar péoc’h.

9. Râk-sé ar varnédigez a bella diouz-omp, hag ar reizded na hell két hon tizout ; ar goulou a c’hortozomp, ha chétu ann dévalien ; ar skéd, hag é valéomp enn amc’houlou.

10. Pafala a réomp a-héd ar môgériou ével tûd-zall, toulbaba a réomp ével pa vemp dilagad ; en em steki a réomp da grésteiz ével pa vé nôz, enn dévalien émomp ével tûd-varô.

11. Iuda a réomp ével oursed, grougousa hag hirvoudi a réomp ével koulmed ; ar varn a c’hôrtozomp, ha né két deûet ; ar zilvidigez, hag eo pélléet diouz-omp.

12. Râk paottet eo hor fallagriézou dira-z-oud, hag hor péc’héjou hô deûz tésténiet enn hon énep ; râg hor gwallou a zô gan-é-omp, hag hor fallagriézou a anavézomp.

13. Péc’het hon eûz, gévier hon eûz lavaret a-éneb ann Aotrou ; distrôet omp, évit na gerzchemp két war-lerc’h hon Doué, ô gwall-gomza, ô terri hé lézen ; en̄géhen̄tet hon eûz, hag hon eûz ganet eûz hor c’haloun gériou gaou.

14. Ar varnédigez é deuz trôet hé c’hein d’é-omp hag ar reizded a zô éat pell : râk diskaret eo bét ar wirionez el leûr-géar, hag ann éeunded n’en deûz két géllet mon̄d enn-hi.

15. Hag ar wirionez a zô bét an̄kounac’héet ; hag ann hini a zô en em dennet diouc’h ann drouk a zô bét mac’het ; hag ann Aotrou en deûz hé wélet ; hag eo bét drouk dira-z-han̄, ô véza na oa mui a reizded.