Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/54

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
levr ar profed isaias.

va diframmet dioud hé bobl ; ha na lavaret két ar spâz : Chétu mé a zô eur c’héf krin.

4. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou d’ar spazéien : D’ar ré a vîr va deisiou sabbat, a zilenn ar pez a ioulann, hag a zalc’h va c’hévrédigez,

5. É rôinn eul léac’h em zî hag é-kreiz va môgériou ; hag eunn hanô a vézô gwelloc’h égét mipien ha merc’hed ; eunn hanô peûr-baduz a rôinn d’ézhô, ha na vézô bikenn kollet.

6. Ma en em rô bugalé ann diavésiad d’ann Aotrou, ma azeûlon̄t anézhan̄, mar karon̄t hé hanô, ha mar bézon̄t servichérien d’ézhan̄ ; kémen̄d hini a virô ar sabbat, héb hé zaotra, hag a zalc’hô va c’hévrédigez,

7. É tigasinn anézhô war va ménez san̄tel, hag é laouénainn anézhô é tî va féden. Ar sakrifisou hag ann hostivou a gennigin̄t war va aoter a vézô hétuz d’in : râk va zi a vézô galvet tî ar béden évid ann holl boblou.

8. Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou Doué, péhini a stroll ar ré skiñet euz a Israel : Strolla a rinn c’hoaz out-han̄ ar ré en em strollô gan̄t-han̄.

9. Loéned ar parkou, loéned ar c’hoajou, deûit holl da loun̄ka.

10. Hé évésidi a zô dall holl ; diwiziek in̄t holl ; châs mûd in̄t péré na hellon̄t két harza, péré a wél teûsiou, a gousk, hag a gâr ann huvréou.

11. Châs divézet in̄t, péré n’in̄t morsé gwalc’het ; mésérien in̄t, péré n’hô deûz poell é-béd : pép-hini a zistrô enn hé hen̄t ; pép-hini a glask hé c’hounid, adaleg ar brasa bétég ar bihana.

12. Deûit, evomp, hag en em vezviomp ; ha bézet war-c’hoaz ével hiriô, ha c’hoaz ouc’h-penn.


————


LVII. PENNAD.


Ann Aotrou a zigasô ar péoc’h war ann douar.


1. Ann dén reiz a varv, ha dén na laka évez enn hé galoun. Ann dûd trugarézuz a zô tennet er-méaz, râk n’eûz dén a gémen̄t en défé poell ; râg ann dén reiz a zô bet tennet er-méaz évit pellaad diouc’h ann drougiez.

2. Ra zeûi ar péoc’h ; ra c’hourvézô enn hé wélé ann hini en deûz baléet enn hen̄t éeun.

3. Deûit aman̄, bugalé ann diouganérez, gwenn ann avoultrer hag ar c’hrék-fall.

4. A biou hoc’h eûs-hu gréat goab ? Diwar benn piou hoc’h eûs-hu digoret ho kénou, hag astennet hô téod ? Ha n’oc’h-hu két bugalé ar gwall, gwenn ar gaou ?

5. C’houi péré a glask hô tizoan enn hô touéed dindân ann holl wéz déliaouuz, péré a lâz hô pugaligou er frouden, dindân ar réc’hier uc’hél ?

6. É mein ar froud éc’h eûz lékéat da fisian̄s ; énô éma da lôd : braoued-kennig éc’h eûz skuḻet war-n-ézhô, sakrifisou éc’h eûz gréat d’ézhô ; ha na zavô két a zroug enn-oun diwar-benn kémen̄t-sé ?

7. War eur ménez uc’hel-brâz éc’h eûz lékéat da wélé ; hag oud piñet dî évit laza hostivou.

8. Adré ann ôr, adré ar postou éc’h eûz lékéat da idolou ; râg en em zizôlôet oud dira-z oun, hag éc’h eûz digéméret ann avoultrer ; lédanéet eo da wélé gan-éz, hag éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄t-hô : karet éc’h eûz hô gwélé, é péléac’h-bennâg ma éc’h eûz hé wélet.

9. En em lardet oud évit plijoud d’ar roué, kalz louzou-c’houés-vâd éc’h eûz lékéat enn-drô d’id. Da gannaded éc’h eûz kaset pell, ha bétég ann ifern oud en em vuéléet.

10. El lôd brâz eûz da hen̄chou oud bét skuizet ; ha n’éc’h eûz két lavaret : Éhana a rinn : ar vuézégez éc’h eûz kavet gan̄d da zourn ; râk-sé n’éc’h eûz két va fédet.

11. Râk piou éc’h eûs-té bét aoun, évit béza lavaret gévier, évit béza va an̄kounac’héet, hép menna enn da galoun ? O véza ma tavann, ha ma ounn ével pa na wélchenn két, éc’h eûz va an̄kounac’héet.

12. Mé a embannô da reizded, ha da ôbériou na dalvézin̄t két d’id.