Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/528

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
526
obériou ann ébestel.

5. Ha pa oen̄t deûed da Zalamina, é prézégchon̄t gér Doué é sinagogou ar Iuzevien. Iann hô doa ivé gan̄t-hô da skoazel.

6. Ha goudé m’hô doa baléed dré ann énézen bété Pafoz, é kafchon̄t eur Iuzéô, péhini a ioa kelc’hier ha fals-profed, hag a ioa hanvet Barjézu ;

7. Hé-man̄ a ioa gan̄d ar prokonsul Serjiuz-Paoluz dén fûr. Hé-man̄, ô véza lékéat Barnabaz ha Saul da zon̄t, en doa c’hoant da glevout gér Doué.

8. Hôgen Élimaz ar c’helc’hier (râg ével sé eo hé hanô da lavarout) a énébé out-hô, ô klaskout distrei ar prokonsul eûz ar feiz.

9. Neûzé Saul, péhini a zô ivé hanvet Paol, ô véza leûn eûz ar Spéred-San̄tel, a zellaz stard out-han̄,

10. Hag a lavaraz : O dén leûn a bép touellérez, hag a bép trôidel, mab ann diaoul, énébour da bép eeunder, ha na baouézi-dé két da wara hen̄chou eeun ann Aotrou ?

11. Ha bréma chétu éma dourn ann Aotrou war-n-oud, hag é vézi dall, ha na wéli két ann héol bétég eunn amzer. Râk-tâl é kouézaz war-n-ézhan̄ amc’houlou ha tévalien, hag ô trei a bép tû, é klaské eur ré da rei ann dourn d’ézhan̄.

12. Neûzé ar prokonsul, pa wélaz ar péz a ioa c’hoarvézet, a grédaz, souézet-brâz eûz a gélennadurez ann Aotrou.

13. Paol hag ar ré a oa gan̄t-han̄ a iéaz kuît eûz a Bafoz, hag a zeûaz da Bergen é Pan̄filia. Hôgen Iann ô véza kuitéet anézhô, a zistrôaz da Jéruzalem.

14. Hôgen hî ô treûzi Pergen, a zeûaz da An̄tiokia, é Pizidia ; hag ô véza éat er sinagog da zeiz ar sabbat, éc’h azézchon̄t.

15. Hôgen goudé ma oé lennet al lézen hag ar Broféded, ar pennou eûz ar sinagog a gasaz da lavarout d’ézhô : Tûd, hor breûdeûr, mar hoc’h eûz eur gér a erbéd da lavaroud d’ar bobl, komzit.

16. Paol a zavaz éta, hag ô véza rôed arouéz gan̄d ann dourn da dével, é lavaraz : Tûd a Israel, ha c’houi péré a zouj Doué, sélaouit :

17. Doué pobl Israel en deûz dilennet hon tadou, hag en deûz huéléet meûrbéd ar bobl-zé é-pâd ma choumé é douar ann Éjipt, ha gan̄d eur vréac’h huel en deuz hé dennet anézhan̄.

18. Hag é-pâd daou-ugen̄t vloaz amzer en deûz gouzan̄vet ho buézegez enn distrô.

19. Hag ô véza gwastet seiz brôad é douar Kanaan, é lôdennaz ann douar étré-z-hô dioud ar sort,

20. War-drô pevar c’han̄t bloaz hag hanter-kan̄t goudé : ha neûzé é rôaz d’ézhô barnerien, bété Samuel ar Profed.

21. Hag a neûzé é c’houlenchon̄t eur Roué, ha Doué a rôaz d’ézhô Saul, mâb Kîs, dén eûz a vreûriez Ben̄jamin, é-pâd daou-ugen̄t vloaz.

22. Ha goudé béza hé dennet, é savaz David da Roué d’ézhô : hag ô rei testéni d’ézhan̄, é lavaraz : Kavet em eûz David, mâb Jessé, dén hervez va c’haloun, péhini a zévénô va holl ioulou.

23. Eûz hé wenn eo en deûz Doué, hervez hé c’hér, savet Jézuz da Zalver da Israel,

24. Iann ô véza prézéget, abarz hé zonédigez, ar vadisian̄t a binijen da holl bobl Israel.

25. Pa en doé Iann peûr-c’hréat hé rédaden, é lavaraz : Piou a vennit-hu ounn-mé ? Né két mé eo, hôgen chétu é teû eunn all war va lerc’h, ha na zellézann két diéréa hé voutou d’ézhan̄.

26. Tûd, hor breûdeûr, bugalé a wenn Abraham ; ha c’houi enn hô zouez péré a zouj Doué, d’é-hoc’h eo eo bét kaset ar gér a zilvidigez-man̄.

27. Râg ar ré a choumé e Jéruzalem, hag hô frin̄sed, héb anaout anézhan̄ na lavariou ar Broféded, a lenneur da bép sabbat, oc’h hô barnout, hô deûz hô sévénet.

28. Ha pétrâ-bennâg na gavchon̄t abeg é-béd a varô enn-han̄, é c’houlen̄chon̄t out Pilat m’hen lakajé d’ar marô.

29. Ha pa oé sévénet kémen̄t ha ma oa bét skrivet diwar hé benn, é tisken̄chon̄t anézhan̄ eûz ar prenn, hag é lékéjon̄t anézhan̄ er béz.