Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/527

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
525
obériou ann ébestel.

Hag hén̄ a réaz ével-sé. Neûzé é lavaraz d’ézhan̄ : Taol da zaé war da drô, deûz war va lerc’h.

9. Hag hen̄ a iéaz er-méaz hag a iéa war hé lerc’h ; hôgen na wié két é oa gwîr ar péz a réa ann Éal : râk kridi a réa é wélé eur wélédigez.

10. Hôgen goudé béza tréménet gan̄t-hô ar c’hen̄ta hag ann eil gward, é teûjon̄t d’ann ôr houarn, a gâs da géar : hag hou-man̄ a zigoraz anézhi hé-unan dira-z-hô. Hag ô véza éat er-méaz, éz éjon̄t a-héd eur ru ; ha râk-tâl ann Éal a iéaz-kuit diout-han̄.

11. Neûzé Per, ô véza distrôed enn-han̄ hé-unan, a lavaraz : Bréma éc’h ouzonn ervâd pénaoz en deûz Doué kaset hé Éal, ha pénaoz en deûz va zennet eûz a zaouarn Hérodez, hag eûz ann holl c’héd euz a bobl ar Iuzevien.

12. Ha goudé béza prédériet, é teûaz da di Mari mamm Iann, les-hanvet Mark, é péléac’h é oa kalz a dûd strollet, hag ô pidi.

13. Ha pa en doé Per stoket war ann ôr, é teûaz eur plac’h, hanvet Rodé, évit sélaoui.

14. Hag ô véza anavézet mouéz Per, gan̄t al levénez, na zigoraz kéd ann ôr, hôgen dirédek a réaz hag é tiskleriaz d’ar ré a oa enn tî pénaoz é oa Per é-tâl ann ôr.

15. Hôgen ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhi : Diskian̄ta a réz. Hôgen hî a desténié pénaoz é oa ével ma é doa lavaret. Hag ar ré all a lavaré : Hé Éal eo.

16. Koulskoudé Per a skoé bépréd. Ha pa hô doé digoret, é wéljon̄t anézhan̄, hag é oen̄t souézet-brâz.

17. Hag hén̄ ô véza rôed arouéz d’ézhô gan̄d ann dourn da dével, a zanévellaz d’ézhô pénaoz en doa ann Aotrou hé dennet er-méaz eûz ar vâc’h, hag é lavaraz : Roîd da anaout kémen̄t-man̄ da Jakez ha d’hé vreûdeûr. Hag ô véza éad er-méaz, éz éaz enn eul léac’h all.

18. Hôgen pa oé deûed ann deiz é oé eur reûst brâz é-touez ar zoudarded, évit gouzout pétrâ oa deûet Per.

19. Koulskoudé Hérodez ô véza lékéat hé glask, ha n’en doa két hé gavet, goudé béza gréat meûr a c’houlenn oud ar warded, a c’hourc’hémennaz hô c’hâs : hag ô véza diskennet eûz a Judéa da Gésaréa, é choumaz énô.

20. Hôgen droug eo doa oud ann dûd eûz a Dîr hag eus a Zidon. Hag hî a zeûaz a-ioul pép-hini d’hé gavout, ha goudé béza gounézet gan̄t arc’han̄t Blastuz, péhini a oa é penn da gampr ar Roué, é c’houlen̄chont ar péoc’h, ô véza ma oa gan̄t-han̄ é oa maget hô brô.

21. Ann deiz éta ô véza merket, Hérodez a wiskaz hé zaé a Roué, a azézaz war hé drôn, hag a brézégennaz anézhô.

22. Hag ar bobl a c’harmé, ô lavarout : Mouéz eunn Doué eo, né kéd hini eunn dén.

23. Hôgen râk-tâl eunn Éal eûz ann Aotrou a skôaz gan̄t-han̄, ô véza n’en doa két rôet meûleûdi da Zoué : ha debret gan̄d ar prén̄ved, é varvaz.

24. Koulskoudé gér ann Aotrou a greské hag a baotté.

25. Ha Barnabaz ha Saul, goudé béza leûniet hô c’harg, a zistrôaz eûz a Jéruzalem, ô kémérout gan̄t-hô Iann, les-hanvet Mark.


————
XIII. PENNAD.


1. Béz’ éz oa neûzé enn Iliz a ioa enn An̄tiokia, proféded ha doktored, é-touez péré édo Barnabaz, ha Simon a c’halved ann Dû, ha Lusiuz eus a Ziren, ha Manaben breûr-léaz da Hérodez ann Tétrark, ha Saul.

2. Hôgen ével ma’z édon̄t oc’h ôber hô c’harg dirâg ann Aotrou, hag ô iuni, ar Spéred-San̄tel a lavaraz d’ézhô : Pellait Saul ha Barnabaz ann eil dioc’h égilé (M), évid ann ôber da béhini em eûz hô c’halvet.

3. Neûzé goudé béza iunet ha pédet, éc’h astenchon̄t hô daouarn war-n-ézhô, hag hô c’haschon̄t-kuît.

4. Hag hî kaset gan̄d ar Spéred-San̄tel a iéaz da Zéleûkia, hag énô é piñchon̄t enn eul léstr évit mon̄d da Ghipr.