Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/529

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
527
obériou ann ébestel.

30. Hôgen Doué a zavaz anézhan̄ ann trédé deiz eûz a-douez ar ré varô : hag hén̄ a oé gwélet é-pâd meûr a zervez gan̄d ar ré,

31. Péré a oa piñet gan̄t-han̄ eûz a Jéruzalem ; hag ar ré-man̄ a zô c’hoaz bréma testou d’ézhan̄ dirâg ar bobl.

32. Ha nî a rô da anaout d’é-hoc’h ar gér a zô bét rôed d’hon tadou :

33. O véza ma en deûz Doué sévénet anézhan̄ enn hor c’hén̄ver-ni hô bugalé, ô tazorc’hi Jézuz, ével ma eo skrivet enn eil Salm : Va Mâb oud, té, hiriô em eûz da en̄géhen̄tet.

34. Hag ô véza ma en deûz hé zavet eûz a-douez ar ré varô, évit na zistrôiô mui é breinadurez, en deûz lavaret ével-henn : Rei a rinn d’é-hoc’h ann diouganou san̄tel em eûz gréad da Zavid.

35. Hag enn eul léac’h all é lavar c’hoaz : Na lézi két da Zan̄t da wélout ar vreinadurez.

36. Râk David, goudé béza servichet enn hé amzer da ioul Doué, a gouskaz : hag é oé lékéat gan̄d hé dadou, hag é wélaz ar vreinadurez.

37. Hôgen ann hini en deûz saved Doué eûz a-douez ar ré varô, n’en deûz két gwélet ar vreinadurez.

38. Ra vézô anat éta d’é-hoc’h, tûd hor breûdeûr, pénaoz eo dré-z-han̄ eo diouganet d’é-hoc’h distaol ar béc’héjou : ha pénaoz eûz ar ré holl ha n’hoc’h eûz két gellet béza diskarget gan̄t lézen Moizez,

39. Kémen̄t dén a gréd enn-han̄ a vézô diskarget.

40. Likid évez éta na c’hoarvézché gan-é-hoc’h ar péz a zô bét lavaret gan̄d ar Broféded,

41. Likid évez, lôd disprizuz, bézit souézet ha glac’haret : râk mé a rai eunn ôber enn hô teisiou, eunn ôber ha na grédot két, ha pa vézô danévellet d’é-hoc’h.

42. Pa’z éjon̄t-kuît, é oen̄t pédet da brézégi ann hévélep geriou d’ar sabbat war-lerc’h.

43. Ha pa oé rannet ar sinagog, meûr a hini eûz ar Iuzevien, hag eûz ann diavésidi péré a zoujé Doué, a iéaz war-lerc’h Paol ha Barnabaz : hag ar ré-man̄ a erbédé anézhô ma ken̄dalc’hen̄t é grâs Doué.

44. Ar sabbat war-lerc’h ann holl géar hôgoz en em strollaz évit sélaoui gér Doué.

45. Hôgen ar Iuzevien ô wélout al lôd tûd-zé, a oé leûn a érez, hag éc’h énebchon̄t gan̄t touadellou oud ar péz a lavaré Paol.

46. Neûzé Paol ha Barnabaz a lavaraz stard : Réd é oa rei da anaout d’e-hoc’h da gen̄ta gér Doué ; hôgen pa bellait anézhan̄, ha pa en em varnit hoc’h-unan ével tûd dizellézek eûz ar vuez peûr-baduz, chétu é trôomp oud ar Jen̄tiled.

47. Râg ével-henn en deûz ann Aotrou hé c’hourc’hemenned d’é-omp : Da lékéad em eûz da c’houlou évid ar Jen̄tiled, évit ma vézi hô silvidigez bété penn ann douar.

48. Ar Jen̄tiled ô klevout kémen̄t-man̄ en em laouénaaz hag a veûlaz gér ann Aotrou : ha kémen̄d hini a ioa ken̄t-ton̄ket d’ar vuez peûr-baduz a grédaz.

49. Ével-sé gér Doué eo em skiñaz dré ann holl vrô-zé.

50. Hôgen ar Iuzevien a gen̄traouaz ar gragez a zoujan̄s Doué hag ar ré gen̄ta eûz a géar, hag é lékéjon̄d da zével eunn heskin a-énep Paol ha Barnabaz, hag é kaschon̄t anézhô er-méaz eûz hô brô.

51. Hag hî, goudé béza éjet ar poultr eûz hô zreid enn hô énep, a zeûaz da Ikoniom.

52. Koulskoudé ann diskibled a ioa leûn a lévénez hag eûz ar Spéred-San̄tel.


————


XIV. PENNAD.


1. Hôgen c’hoarvézoud a réaz é Ikoniom, pénaoz éz éjon̄t kévret é sinagog ar Iuzevien, hag é komzchon̄t énô enn hévélep doaré ma krédaz eul lôd brâz a Iuzevien hag a C’hrésianed.

2. Koulskoudé ar ré eûz ar Iuzevien a choumaz diskrédik a gen̄traouaz ar Jen̄tiled, hag a lékéaz drouk da zével enn hô a-énep ar vreûdeûr.