Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/512

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
510
obériou ann ébestel.

war va mitizien, hag é tiouganin̄t :

19. Hag é rôinn burzudou ouc’h-kréac’h ann Én̄v, hag ouc’h-traoun̄ arwésiou war ann douar, goâd, tân, ha moren vôged.

20. Ann héol a vézô trôet é tévalijen, hag al loar é goâd, abarz ma teûi ann deiz brâz ha skéduz eûz ann Aotrou.

21. Hag é vézô : piou-bennâg a c’halvô hanô ann Aotrou, a vézô salvet.

22. Tûd a Israel, klevid ar geriou-man̄ : Jézuz a Nazaret, a zô bet eunn dén gratéet gan̄d Doué enn hô touez, dré ar c’halloudou, ar vurzudou hag ann arwésiou en deûz gréat Doué dré-z-han̄ enn hô kreiz, ével ma ouzoc’h :

33. Hen-nez eo a zô bét rôed d’é-hoc’h dré eur c’huzul mennet mâd ha dré râg-gwiziégez Doué, hag hec’h eûz hé lékéat étré daouarn ann dud fall évid hé lakaad da vervel oud ar groaz.

24. Hen-nez eo en deûz Doué savet euz a varô da véô, ô véza lékeat da baouéza poaniou ann ifern, râk na hellet kéd hé zerc’hel énô.

25. Râk David en deûz lavared diwar hé benn : Gwélout a réann bépred ann Aotrou dira-z-oun ; râg enn tu déou d’in éma, gan̄d aoun na venn kéflusket :

26. Dré-zé eo laouenéet va c’haloun, ha va zéôd en deûz tridet : hag ouc’h-penn va c’hîk a éhanô er gortoz :

27. O véza na zilézi ket va éné enn ifern, ha na c’houzanvi két é welfé da Zan̄t ar vreinadurez.

28. Rôed éc’h eûz da anaoud d’in hen̄d ar vuez ; ha va leûnia a rî a lévénez gan̄d ar gwel ac’hanod.

29. Tûd, va breûdeûr, kavit-mâd é komzfenn ouz-hoc’h gan̄d herder diwar-benn ann tâd-brâz David, pénaoz eo marô, eo bét liénet, ha ma ema hé véz enn hor c’hreiz bété vréma.

30. O véza éta ma oa Profed, ha ma wie pénaoz Doué en doa rôed hé c’hér gan̄t lé é teûjé ar frouez eûz hé groazel da azéza war hé gador :

31. O wéloud ann traou a dlié c’hoarvezout en deûz komzet eûz a zasorc’hidigez ar C’hrist, péhini né két bét dilézet enn ifern, hag eûz a béhini ar c’hîk n’en deûz két gwélet ar vreinadurez.

32. Doué en deûz lakéet ar Jézuz-zé da zével a varô da véô, ha ni holl a zô tést eûz a gémen̄t-sé.

33. Goudé éta ma eo bét savet gan̄d dourn déou Doué, ha goude ma eo bét rôet d’ézhan̄ ar Spéred-San̄tel gwestlet d’ézhan̄ gan̄d hé Dâd, en deûz skuḻet ar Spéred-zé, pehini a wélit hag a glévit.

34. Râk David né két piñet enn én̄v : hôgen lavaroud a ra hé-unan : Ann Aotrou en deûz lavaret d’am Aotrou, azez em dourn déou.

35. Bété ma likiin va énebourien da skabel d’az treid.

36. Ra wézô éta a-dra-wîr holl dî Israel, pénaoz Doué en deûz lékéat da Aotrou ha da Grist, ar Jézuz-zé, péhini hoc’h eûz staget oud ar groaz.

37. Pa glevchon̄t kémen̄t-sé, é oen̄t man̄tret enn hô c’haloun, hag é léverchon̄t da Ber, ha d’ann Ébestel all : Tûd, va breûdeûr, petrâ a raimp-ni ?

38. Ha Per a lavaraz d’ézhô : Grît pinijen, ha ra vézô badézet pép-hini ac’hanoc’h é hanô Jézuz-Christ, enn distol eûz hô péc’héjou ; hag é tigémérot rô ar Spéred-San̄tel.

39. Râg ar c’hen-wéstl a zô d’é-hoc’h, ha d’hô pugale, ha d’ar ré hol a zô pell, kémen̄t ha ma c’halvé ann Aotrou hon Doué.

40. É meûr a c’heriou all é rôaz testéni d’ézhô, hag é erbédé anézhô, ô lavarout : En em zavétéit diouc’h ar wenn fall-zé.

41. Ar ré éta a zigéméraz hé c’hér, a oé badézet : hag enn deiz-zé enn em unanaz oud ann diskibled war-drô tri mil éné.

42. Hôgen ken̄derc’hel a réan̄t é kélénnadurez ann Ébestel, é lôd ar bara torret, hag er pedennou.

43. Hôgen ar spoun̄t a grogaz é péb éné : ha kalz a vurzudou hag a arwesiou a réa ann Ébestel é Jéruzalem, hag ann heûz a ioa brâz dré-holl.

44. Ar ré a grédé, a vézé kévret, ha pép trâ a ioa boutin gan̄t-hô.

45. Gwerza a réan̄t hô douarou hag hô madou, hag é rannen̄t anézhô