Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/511

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
509
obériou ann ébestel.

17. Enn hon touez é oa nivéret, ha galvet é oa d’ann hévélep karg ha nî.

18. Hag hé-man̄ goude béza prénet eur park gan̄t gôbr hé béc’hed, a zô en em grouget hag a zô tarzet dré greiz ; hag hé holl vouzellou a zô en em skiñet.

19. Ha kémen̄t-man̄ a zô bét anavézet gan̄d holl dûd Jéruzalem ; enn hévélep doaré ma eo bét hanvet ar park-zé, enn hô iéz, Haseldama, da lavaroud eo, park ar Goâd.

20. Râk skrived eo é levr ar Salmou : Ra vézô hô c’héar dihen̄tet, ha na vézô dén a choumô enn-hi : na ra gémérô eunn all hé eskobded.

21. Réd eo éta pénaoz, étré ar ré a zô bét enn hon touez, é-pâd ann amzer ma eo bét gan-é-omp ha ma eo éat-kuît ann Aotrou Jézuz,

22. O téraoui adalek badisian̄t Iann bétég ann deiz é péhini eo savet digan-é-omp, eo réd é tilennchemp unan da dést eûz hé zazorc’hidigez.

23. Hag é kémerchon̄t daou, Josef hanvet Barsabaz, ha lés-hanvet ar Gwirion, ha Matiaz.

24. Hag ô pidi é léverchon̄t : Aotrou, té péhini a anavez kaloun ann dud holl, diskouéz d’é-omp péhini eûz ann daou-man̄ éc’h eûz dilennet,

25. Évit ma’z ai er garg, hag enn Abostolach é péré eo faziet Iuzaz, évit mon̄d enn hé léac’h.

26. Hag é taolchon̄t anézhô d’ar sort, hag ar sort a gouézaz war Vatiaz, hag é oé nivéret gan̄d ann unnék Abostol.


————
II. PENNAD.


1. Pa oa peûr-zeûet deisiou ar Pen̄tékost, édon̄t holl enn eunn hévélep léac’h.

2. Enn-eunn-taol é teûaz eûz ann Én̄v eunn trouz brâz, é-c’hîz da eunn avel gré, hag a leûniaz ann ti holl é péhini é oan̄t azézet.

3. Hag é wéljon̄t ével téodou tân, péré en em rannaz, hag en em lékéaz war bép hini anézhô.

4. Neûzé é oen̄t holl leûn eûz ar Spéred-San̄tel, hag é téraouchon̄t komza meûr a iéz, hervez m’hô lékéa ar Spéred-San̄tel da lavarout.

5. Hôgen béz’ éz oa é Jéruzalem Iuzevien, tûd a zoujan̄s Doué eûz a béb brôad a zô dindan ann Én̄v.

6. Pa zeûaz ar vrûd eûz a gémen̄t-sé, en em strollaz eul lôd brâz anézhô, hag é oen̄t saouzanet, ô véza ma klevchon̄t anézhô ô komza enn hô iéz hô-unan.

7. Sébézet é oan̄t holl, hag enn hô souez vrâz é lavaren̄t : Ar ré-man̄ a gomz, ha n’in̄t-hi kéd holl eûz a C’haliléa ?

8. Pénaoz éta é klevomp-ni anézhô ô komza é iez ar vrô eûz a bép-hini ac’hanomp ?

9. Ar Parted, ar Méded, ann Élamited, ar ré a choum er Mézopotamia, er Judéa, er C’hapadosia, er Pon̄t, hag enn Azia,

10. Er Frijia, hag er Pamfilia, enn Éjipt, hag é kévrennou al Libia, a zô tôst da Ziren, hag ar re a zeû eûz a Rom,

11. Iuzevien ivé, ha Prozélited, Kréted hag Arabed, hô c’hlevoud a réomb ô komza enn hon iézou diwar-benn ôbériou brâz Doué.

12. Sébézet é oan̄t éta holl, hag enn hô souez vrâz é lavaren̄t : Pétrâ eo kémen̄t-man̄ da lavarout ?

13. Hôgen ré all oc’h ôber goap a lavaré : Leûn in̄t a win nevez.

14. Neûzé Per ô sével gan̄d ann unnég Abostol, a savaz hé vouéz, hag a lavaraz d’ézhô : Iuzevien, ha c’houi holl péré a choum é Jéruzalem, likid évez out kémen̄t-man̄, ha sélaouit mad va c’homzou.

15. Râg ar ré-man̄ n’in̄t két mézô, ével ma krédit, ô véza n’eo c’hoaz néméd ann trédé heur eûz ann deiz :

16. Hôgen kémen̄t-sé eo a zô bét lavaret gan̄d ar Profed Joel :

17. Hag enn deisiou divéza (émé ann Aotrou), é skuḻinn va Spéred war ann holl gîk, hag hô mipien hag hô merc’hed a ziouganô : hô tûd-iaouan̄k a wélô gwélédigésiou, hag hô tûd-koz a huvréô huvréou.

18. Hag enn deisiou-zé é skuḻinn va Spéred war va mévellou, ha