Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/513

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
511
obériou ann ébestel.

étré-z-hô holl hervez ann ézomm en doa pép-hini.

46. Ken̄derc’hel a réan̄t ivé bemdez enn templ gan̄d eunn unvaniez vrâz, hag é torren̄t ar bara a-dî-é-tî, hag e kéméren̄t hô boéd gan̄t lévénez, ha gan̄t eeunder a galoun,

47. O veûli Doué, ha karet é oan̄t gan̄t ann holl bobl. Hôgen ann Aotrou a greské bemdéz ann niver eûz ar ré a dlié béza salvet enn hévéleb Iliz.


————
III. PENNAD.


1. Hôgen Per ha Iann a biñé d’ann templ da heur ar béden péhini é oa ann naved heur.

2. Dougen a réad eunn dén, péhini a ioa kamm a gôv hé vamm, ha bemdez é lékéad anézhan̄ é tâl dor ann templ, a c’halvet ann Or Gaer, évit ma c’houlenjé ann aluzen digan̄d ar ré a iéa enn templ.

3. Pa wélaz hé-man̄ Per ha Iann, péré a ioa daré da von̄d enn templ, e pédé anézhô da rei ann aluzen d’ézhan̄.

4. Ha Per, kerkoulz ha Iann, oc’h arvesti ann dén-sé, a lavaraz d’ézhan̄ : Sell ouz-omp.

5. Hag hén̄ a zellé pîz out-hô, é géd ma rôjen̄t eunn dra-bennâg d’ézhan̄.

6. Neûzé Per a lavaraz d’ézhan̄ : N’em eûz nag aour nag arc’han̄t ; hôgen ar péz em euz a roann d’îd. É hanô Jézuz-Krist a Nazaret, saô ha balé.

7. Hag ô véza kroget enn hé zourn déou, é savaz anézhan̄, ha kaloun hé dreid a startaaz.

8. Hag oc’h ôber eul lamm é savaz, hag é valéaz : hag éz éaz enn templ gan̄t-hô, ô valéa, ô lammout, hag ô veûli Doué.

9. Hag ann holl bobl a wélaz anezhan̄ ô valéa, hag ô veûli Doué.

10. Hôgen anaoud a réan̄t pénaoz é oa ann hini péhini a ioa azézet oud ann ôr Gaer eûz ann templ évit goulenni ann aluzen : hag é oen̄t leûn a zouez hag a estlamm gan̄d ar péz a oa c’hoarvézet gan̄t-han̄.

11. Hag ô véza ma talc’hé Per ha Iann, ann holl bobl souézet a rédaz étrézég enn-hô béteg ar pon̄dalez a c’halveur Salomon.

12. Hogen Per ô wélout kémen̄t-sé, a lavaraz d’ar bobl : Tûd a Israel, pérâg oc’h-hu souézet eûz a gémen̄t-man̄, pé pérâg é sellit-hu ouz-omp, é-c’hîz ma hor bé lékéat hé-man̄ da valéa gan̄d hon ners hag hor galloud ?

13. Doué Abraham, Doué Izaak ha Doué Jakob, Doué hon Tadou en deûz meûlet hé Vâp Jézuz, péhini hoc’h eûz gwerzet, ha dinac’het dirâk Pilat, péhini en doa barnet leûskel anézhan̄ da von̄t.

14. Hôgen c’houi hoc’h eûz dinac’het ann dén san̄tel ha gwirion, hag hoc’h eûz goulennet é vé rôet d’é-hoc’h eunn dén lazer :

15. Ha penn-abek ar vuez hoc’h eûz lékéad d’ar marô ; hôgen Doué en deûz hé zazorc’het eûz a-douez ar ré varô ; ha nî a zô tést eûz a gémen̄t-sé.

16. É feiz hé hanô eo, en deûz hé hanô startéet ann dén-zé, péhini hoc’h eûz gwélet, hag a anavézit : hag ar feiz a zeu anézhan̄ en deûz rôet ar iéc’hed klôk-sé dira-z-hoc’h holl.

17. Hôgen, va breûdeûr, gouzoud a rann penaoz hoc’h eûz gréat kémen̄t-sé dré ziwiziégez, kerkoulz ha pennou hô prô.

18. Hôgen Doué péhini en doa diouganet dré c’hénou hé holl Broféded pénaoz é c’houzan̄vché hé Grist, en deûz hé zévénet ével-sé.

19. Grîd éta pinijen, ha distrôid ouc’h Doué, évit ma vézô lamet hô péc’héjou ;

20. Pa vézô deûet amzer ar freskadurez dré wél ann Aotrou, hag en dévézô Doué kaset Jézuz Krist, pehini a zô bét diouganet d’é-hoc’h,

21. Péhini a dlé béza digéméret gan̄d ann Én̄v, bétég ann amzer é péhini é vézô lekéat pép trâ er stad ken̄ta, amzer hag a zô bét diouganet gan̄d Doué adaleg ar penn-ken̄ta dré c’hénou hé Broféded san̄tel.

22. Hôgen Moizez en deûz lavaret : Ann Aotrou hô Toué en deûz savet eûz a greiz hô preûdeûr eur Profed ével-d-oun : sélaouit-hén̄ é kémen̄t ma lavarô d’é-hoc’h.