Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/496

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
494
aviel san̄tel jézuz-krist

50. Ha na vennit két pénaoz eo gwelloc’h évid-hoc’h é varvché eunn dén hé-unan évid ar bobl, égét na vé kollet ann holl vrôad.

51. Hôgen na lavaré két kémen̄t-sé anézhan̄ hé-unan̄ ; ô véza ma édo Bélék-braz er bloaz-zé, é tiouganaz pénaoz Jézuz a dlié mervel évid ar vrôad,

52. Ha nann hép-kén évid ar vroad-zé, hôgen évit strolla enn eur vrôad hép-kén bugalé Doué, péré a ioa skiñét.

53. Adaleg ann dervez-zé éta é venchon̄t hé lakaad da vervel.

54. Hôgen Jézuz na gerzé mui dirâg ann holl é-touez ar Iuzevien ; hag en em denna a réaz enn eur vrô tôst d’ann distrô, enn eur géar hanvet Éfrem ; hag é choumaz énô gan̄d hé ziskibled.

55. Hôgen Pask ar Iuzevien a ioa tost ; ha kalz a dûd euz ar vrô-zé a ieaz da Jéruzalem évid en em c’hlana.

56. Klaskoud a réan̄t Jézus, hag é lavaren̄t ann eil d’égilé pa édon̄t enn templ : Pétrâ a vennit-hu, ô véza n’eo kéd deûet é deiz ar goél ? Râk Prin̄sed ar véleien hag ar Farizianed hô doa rôed urz pénaoz ma oufé eur ré pélac’h édo, é teûfé d’hé ziskulia, évit ma hellfen̄t kregi enn-han̄.


————


XII. PENNAD.


1. C’houéac’h dervez abarz ar Pask, Jézuz a zeûaz é Bétania, é peléac’h é oa marvet Lazar, ha saved a varô da véô.

2. Hôgen énô é oé aozed da goan d’ézhan̄. Ha Marta a zerviché, ha Lazar a oa unan eûz ar ré a ioa ouc’h taol gan̄t-han̄.

3. Neûzé Mari a géméraz eul livr nard kré, hag a dalié kalz, hag é taolaz anézhan̄ war dreid Jézuz, hag hô zec’haz gan̄d hé bléô : hag ann tî a oé leûn gan̄d al louzou c’houés vâd.

4. Neûzé unan eûz hé ziskibled, Iuzaz Iskariot péhini a dlié hé werza, a lavaraz :

5. Pérâk né deûz két gwerzet al louzou-zé tri c’han̄t diner, évit rei d’ar béorien ?

6. Kémen̄t-sé a lavaré, né kéd é prédérié eûz ar béorien, hôgen ô véza ma’z oa eul laer, hag ô terc’hel ar ialc’h, é tougé ann arc’han̄t a lékéad enn-hi.

7. Hôgen Jézuz a lavaraz : List-hi da ôber, râg ann dra-man̄ a vézô mâd évit va liéna.

8. Râk péorien hoc’h eûz bépréd gan-é-hoc’h ; hôgen n’hô pézô kéd ac’hanoun bépréd gan-é-hoc’h.

9. Hôgen eul lôd brâz a Iuzevien a wézaz pénaoz édo énô ; hag é teûjon̄t, nann hép-kén évit Jézuz, hôgen évit gwélout Lazar, péhini en doa savet a varô da véô.

10. Prin̄sed ar véieien a vennaz ivé laza Lazar :

11. O véza ma pellaé kalz a Iuzevien diout-hô enn abek d’ézhan̄, ha ma kréden̄t é Jézuz.

12. Hôgen an̄trônôz eul lôd brâz a dûd péré a ioa deûed, ô véza klevet évid ar goél pénaoz é teûé Jézuz da Jéruzalem ;

13. A géméraz skourrou palmez, hag a iéaz d’hé ziambrouga, hag é krien̄t : Hosanna, benniget ra vézô Roué Israel, péhini a zeû é hanô ann Aotrou.

14. Ha Jézuz a gavaz eunn azénik, hag a azézaz war-n-ézhan̄, ével ma eo skrivet :

15. N’az pé kéd a aoun, merc’h Sion, chétu da Roué a zeû azézet war ébeûl eunn azen.

16. Hé ziskibled na anavezchon̄t két kémen̄t-sé da-gen̄ta : hôgen pa oé éat Jézuz enn hé c’hloar, neûze é teûaz koun d’ézhô eûz ar péz a oa skrivet diwar hé benn, hag eûz ar péz hô doa gréat d’ézhan̄.

17. Al lôd tûd a ioa gan̄t-han̄ pa c’halvaz Lazar eûz ar béz, ha pa lékéaz anézhan̄ da zével eûz a douez ar ré varô, a rôé testéni d’ézhan̄.

18. Dré-zé eo é teûaz kalz a dûd d’hé ambrouga ; ô véza m’hô doa klevet pénaoz en doa gréat ar burzud-zé.

19. Ar Farizianed a lavaraz neûzé étré-z-hô : Gwéloud a rit pénaoz n’hon