Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/495

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
493
hervez san̄t iann.

zuz : Aotrou, ma vijez bét aman̄, va breûr na vijé két marô :

22. Hôgen gouzoud a rann bréma pénaoz kémen̄t trâ a c’houlenni digan̄d Doue, hé rôi Doué d’îd.

23. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Da vreûr a zazorc’hô.

24. Marta a lavaraz d’ézhan̄ : Gouzoud a rann pénaoz é tazorc’hô enn dazorc’hidigez enn deiz divéza.

25. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Mé eo ann dazorc’hidigez hag ar vuez : néb a gréd enn-oun, ha pa vé marô, a vévô.

26. Ha piou-bennâg a vév, hag a gréd enn-oun, na varvô kéd da-vikenn. Ha kridi a réz kémen̄t-sé ?

27. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : ia, Aotrou mé a gréd pénaoz oud ar C’hrist Mâb ann Doué béô, péhini a zô deûet er béd-man̄.

28. Goudé ma é doé lavaret kémen̄t-sé, éz éaz-kuît, hag é c’halvaz goustad Mari hé c’hoar, ô lavarout : Ar Mestr a zô deûet, hag é c’halv ac’hanod.

29. Kerken̄t ha ma klevaz-hî kemen̄t-sé, é savaz hag éz éaz d’hé gavout.

30. Râk Jézuz né oa két c’hoaz deûet er vourc’h ; hôgen béz’ édo el léac’h é pehini é oa bét diambrouget gan̄t Marta.

31. Hôgen ar Iuzevien a ioa gan̄t Mari enn tî, ha péré a fréalzé anézhi, pa wéljon̄t pénaoz é oa savet ker buan hag éad er-méaz, a iéaz war hé lerc’h, ô lavarout : Mon̄d a ra d’ar béz, évit gwéla énô.

32. Pa oé deûet Mari el léac’h é péhini édo Jezuz, ha pa wélaz anézhan̄, en em daolaz d’hé dreid, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ma vijez bét aman̄, va breûr na vijé két marô.

33. Hôgen Jézuz pa wélaz anézhi ô lén̄va, kerkoulz hag ar Iuzevien a ioa deûet gant-hi, a skrijaz, hag a zaouzanaz.

34. Hag é lavaraz : Péléac’h hoc’h eûz-hu hé lékéat ? Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, deûez ha gwél.

35. Ha Jézuz en em lékéaz da wéla.

36. Hôgen ar Iuzevien a lavaraz : Chétu pénaoz é karé anézhan̄.

37. Koulskoudé lôd eûz ar ré-man̄ a lavaré : Ha na hellé kéd hé-man̄ péhini en deûz digoret hé zaou-lagad da eunn dén ganed dall, miroud out-han̄ na varvché ?

38. Hôgen Jézuz ô skrija a-nevez enn-han̄ hé-unan, a zeûaz d’ar béz. Eur c’heô é oa ; hag eur méan a oa bet lékéat war-n-ézhan̄.

39. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Lamid ar méan. Marta, c’hoar ann hini a oa marô, a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, fleria a ra dijâ, râk pévar dervez zô éma azé.

40. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Ha n’em eûz két lavared d’îd, pénaoz mar krédez, é wéli gloar Doue ?

41. Tenna a réjon̄d éta ar méan. Hôgen Jézuz ô sevel hé zaou-lagad étrézég ann én̄v, a lavaraz : Va Zâd, da drugarékaad a rann ô véza ma éc’h eûz va sélaouet.

42. Évid-oun-mé a wié pénaoz ô sélaouez bépréd ac’hanoun ; hôgen kémen̄t-man̄ a lavarann évid ar bobl péhini a zô war va zrô : évit ma krédin̄t pénaoz éc’h eûs va c’haset.

43. Goudé béza lavaret kémen̄t-sé, é kriaz a-bouéz-penn : Lazar, deûz er-méaz.

44. Ha râk-tâl ann hini a oa marô a zeûaz er-méaz, gan̄d hé dreid hag hé zaouarn éréet, hag hé zremm gôlôet gan̄d eul liser. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Diéréit anézhan̄, ha list-hén̄ da von̄t.

45. Neûzé kalz eûz ar Iuzevien a ioa deûed da wélout Mari ha Marta, pa wéljon̄t ar péz en doa gréat Jézuz, a grédaz enn-han̄.

46. Hôgen lôd anézhô a iéaz da gavoud ar Farizianed, hag a lavaraz d’ézhô ar péz en doa gréat Jézuz.

47. Prin̄sed ar véleien hag ar Farizianed en em strollaz éta, hag é lavaren̄t : Pétra a réomp ? Ann dén-zé a ra kalz a vurzudou.

48. Ma hé lézomp ével-sé, ann holl a grédô enn-han̄ : hag ar Romaned a zeûi, hag é tisman̄trin̄t hol léac’h hag hon̄ tûd.

49. Hôgen unan anézhô han̄vet Kaifaz, péhini a ioa Bélek-brâz er bloaz-zé, a lavaraz d’ézhô : C’houi na ouzoc’h nétrâ.