Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/497

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
495
hervez san̄t iann.

eûz gounézet nétrâ ; chétu ar béd holl a ia war hé lerc’h.

20. Hôgen béz éz oa Jen̄tiled, é-touez ar ré a ioa deûet évid azeûli é deiz ar goél :

21. Ar re-man̄ a iéaz da gavout Filip, péhini a ioa eûz a Vetsaida é Galiléa, hag é pédchon̄t anézhan̄, ô lavarout : Aotrou, ni a garré gwélout Jézuz.

22. Filip a zeûaz hag hé lavaraz da An̄dré : hag An̄dré ha Filip hé lavaraz adarre da Jézuz.

23. Hôgen Jézuz a respoun̄taz d’ézhô, ô lavarout : Deûed eo ann heur, ma vézô meûlet Mâb ann dén.

24. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, ma na varv két ar c’hreûnen winiz a gouéz d’ann douar, é choumô hé-unan ; hôgen mar marv, é tigas kalz a frouez.

25. Néb a gâr hé vuez, hé c’hollô : ha néb a gasa hé vuez er béd-man̄, hé mîr évid ar vuez peûr-baduz.

26. Mar servich eur ré ac’hanoun, ra zeûi war va lerc’h : hag el léac’h ma vézinn, énô ivé é vézô va servicher. Mar en deûz eur ré servichet ac’hanoun, va Zâd a énorô anézhan̄.

27. Bréma va éné a zô en̄krézet. Ha pétrâ a livirinn-mé ? Va Zâd, savété ac’hanoun eûz ann heur-man̄. Hôgen évit-sé eo ounn deûed enn heur-man̄.

28. Va Zâd, meûl da hanô. Neûzé é oé klevet eur vouéz euz ann én̄v : Ha meûlet em eûz, ha c’hoaz é veûlinn.

29. Ar bobl a ioa énô, hag hô doa klevet, a lavaré é oa bét kurun. Ré all a lavaré : Eunn Éal en deûz komzet out-han̄.

30. Jézuz a respoun̄taz, hag a lavaraz : Né kéd enn abek d’in eo deued ar vouéz-zé, hogen enn abék d’é-hoc’h.

31. Bréma é vézô barnet ar béd : bréma prin̄s ar béd-man̄ a vézô taolet er-méaz.

32. Ha mé pa vézinn gorrôet a-ziouc’h ann douar, a dennô pép trâ étrézég enn-oun.

33. (Kémen̄t-sé a lavaré évit merka a bé varô é tlié mervel.)

34. Ar bobl a respoun̄taz d’ézhan̄ : Ni hon eûz klevet eûz al lézen, pénaoz ar C’hrist a dlé choum da-vikenn : ha pénaoz é lévérez-té eo réd é vé gorrôet Mâb ann dén ? Piou eo Mâb ann dén-zé ?

35. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Éma c’hoaz ar goulou gan-é-hoc’h évid eunn nébeûd amzer. Kerzit é-pâd hoc’h eûz ar goulou, évit na viot két kéméret gan̄d ann dévalien : râk néb a gerz enn dévalien, na oar két péléac’h éz â.

36. É-pâd hoc’h eûz ar goulou, krédit er goulou, évit ma viot bugalé ar goulou. Jézuz ô véza lavaret ann dra-zé, a iéaz-kuît, hag en em guzaz ra-z-hô.

37. Hôgen évit-han̄ da véza gréat kémen̄d a vurzudou dira-z-hô, na gréden̄t kéd enn-han̄ :

38. Évit ma vijé sévénet gér ar profed Izaiaz, pa lavaré : Aotrou, piou en deûz kredet d’hou lavar ? Ha da biou eo bét diskleriet bréac’h ann Aotrou ?

39. Dré-zé na hellen̄t két kridi pénaos Izaiaz en deûz lavaret c’hoaz :

40. Dallet en deûz hô daou-lagad, ha kalédet en deûz hô c’haloun évit na wélin̄t két gan̄d hô daou-lagad, na boellin̄t két gan̄d hô c’haloun, gan̄d aoun na zistrôjen̄d ouc’h Doué, ha na iac’haenn anézhô.

41. Izaiaz en deûz lavaret kémen̄t-sé, pa en deûz gwélet hé c’hloar, ha pa en deûz komzet diwar hé benn.

42. Koulskoudé kals eûz ar Brin̄sed zô-kén a grédaz enn-han̄ : hôgen enn abek d’ar Farizianed na an̄saven̄t két kémen̄t-sé, gan̄d aoun na ven̄t kaset-kuîd euz ar sinagog.

43. Râk muioc’h hô deûz karet gloar ann dûd égét gloar Doué.

44. Hôgen Jézuz a griaz, hag a lavaraz : Néb a gréd enn-oun, na gréd két enn-oun, hôgen enn hini en deûz va c’haset.

45. Ha néb a wél ac’hanoun, a wél ann hini en deûz va c’haset.

46. Da c’houlou ounn deûed er béd : évit na joumô két enn dévalien kémen̄d hini a gréd enn-oun.

47. Ma éz eûz unan-bennâg hag a zélaou va geriou, ha n’hô mîr két ; na varnann ket anézhan̄ : râk n’ounn