Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/459

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
457
hervez san̄t lukaz.

pédet ann eil hag égilé, ha na lavarfé d’îd : Rô al léac’h-zé da hé-man̄ ; n’az afez neûzé enn eur rusia el léac’h divéza.

10. Hôgen pa vézi pédet, kéa, hag en em laka el léac’h divéza, évit, pa zeûi ann hini en deûz da bédet, ma lavarô d’îd : Va miñoun, piñ uc’héloc’h. Neûzé é vézi meûlet gan̄d ar ré a vézô ouc’h taol gan-éz :

11. Râk piou-bennâg en em uc’hélai a vézô izéléet ; ha piou-bennâg en em izélai a vézô uc’héléet.

12. Lavaroud a réaz ivé d’ann hini en doa hé bédet : Pa réz eul lein, pé eur goan, na béd na da viñouned, na da vreûdeûr, na da géren̄t, na da amézeien pinvidik ; gan̄d aoun na bédchen̄t ivé ac’hanôd, ha na zistaolchen̄d d’îd ar péz hô deûz bét.

13. Hôgen pa réz banvez, péd ar béorien, ar ré vac’hañ, ar ré gamm, hag ar ré zall.

14. Hag euruz é vézi, dré n’hô deûz két péadrâ da zisteurel d’îd ; râk distaoled é vézô d’îd da adsav ar ré wirion.

15. Unan eûz ar ré a ioa ouc’h taol, ô véza klevet kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄ : Euruz eo ann hini a zebr bara é rouan̄télez Doué.

16. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Eunn dén a réaz eur goan vrâz, hag a bédaz kalz a dûd.

17. Ha da bréd ar goan é kasaz hé vével da lavaroud d’ar ré a ioa bét pédet da zon̄t, râk daré é oa pép trâ.

18. Hôgen ann holl a zéraouaz en em zigarézi, hag ar c’hen̄ta a lavaraz d’ézhan̄ : Préned em eûz eur c’hen̄kiz, ha réd eo d’in mon̄d d’hé wélout : da bidi a rann, didamall ac’hanoun.

19. Eunn all a lavaraz : Préned em euz pemp koublad éjenned, hag éz ann da wélet hag hi a zô mâd (T) ; da bidi a rann, didamall ac’hanoun.

20. Eunn all a lavaraz : Eur vaouez em eûz kéméret, hag ével-sé na hellann két mon̄t.

21. Hag ar mével ô véza distrôet a zanévellaz kémen̄t-man̄ d’hé vestr. Neûzé ar penn-tî a zavaz droug enn-han̄, hag a lavaraz d’hé vével : Kéa râk-tal er marc’halec’hiou, hag è ruiou kéar ; ha digas aman̄ ar ré baour, hag ar ré vac’hañ, hag ar ré zall, hag ar ré gamm.

22. Hag ar mével a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ar péz éc’h eûz gourc’hémenned a zô gréat, ha léac’h éz eûz c’hoaz.

23. Hag ann Aotrou a lavaraz d’hé vével : Kéa dré ann hen̄chou, hag a-héd ar girzier, ha laka ann dûd da zon̄d-ébarz dré rédi, évit ma vézô leûn va zî.

24. Hôgen lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz hini eûz ar goazed-zé péré a zô galvet, na dan̄vai va c’hoan.

25. Eul lôd brâz a dûd a iéa gan̄t Jézuz : hag hén̄ ô tistrei a lavaraz d’ézhô :

26. Mar teû eur ré d’am c’havout, ha na gasa kéd hé dâd, hag hé vamm, hag hé c’hrég, hag hé vugalé, hag hé vreûdeur, hag hé c’hoarézed, hag ivé hé vuez hé-unan, na hell két béza diskibl d’in.

27. Ha piou-bennâg na zoug kéd hé groâz, ha na heuḻ kéd ac’hanoun, na hell két béza diskibl d’in.

28. Râk piou ac’hanoc’h, mar en défé c’hoan̄t da zével eunn tour, na niverfé da gen̄ta war hé c’horrégez ann dispiñ a vézô réd da ôber :

29. Gan̄d aoun, goudé m’en dévézô taoled ann diazez, ha n’en dévézô két gellet peûr-ôber, na deûfé ar ré holl a wélô kemen̄t-sé da ôber goab anézhan̄,

30. O lavarout : Ann dén-man̄ en doa déraouet sével eunn tour, ha n’en deûz két gellet hé beûr-ôber.

31. Pé piou eo ar roué péhini ô von̄d en hen̄t évid ôber brézel oud eur roué all, na goun da gen̄ta enn hé c’horrégez, mar gell kerzout gan̄t dék mil dén, a-éneb ar ré a zeû d’hé ziarbenna gan̄d ugen̄t mil dén ?

32. Anéz, ha pa vé c’hoaz pell, é kâs kannaded, hag é c’houlenn ar péoc’h.

33. Ével-sé piou-bennâg ac’hanoc’h ha na zilez ket kémen̄d en deûz, na hell két béza diskibl d’in.

34. Ar c’hoalen a zô mâd. Hôgen mar teû ar c’hoalen da véza dizall, gan̄t pétrâ é vézô hiliennet ?