Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/460

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
458
aviel san̄tel jézuz-krist

35. N’eo mui mâd nag évid ann douar, nag évid ann teil ; hôgen hé deûrel a reur er-méaz. Ra zélaouô néb en deûz diskouarn da zélaoui.


————


XV. PENNAD.


1. Hôgen ar Bublikaned hag ar béc’herien a dôstéé out-han̄ ; évid hé glevout.

2. Hag ar Farizianed, hag ar Skribed a grôzé, ô lavarout : Pérâg ann dén-zé a zigemer-hén̄ péc’herien, hag i zebr gan̄t-hô ?

3. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô ar barabolen-man̄ :

4. Péhini ac’hanoc’h, mar en défé kan̄t dan̄vad, ha mar teûfé da goll unan anézhô, na lezché kéd ann naon̄ték ha pévar-ugen̄d all el léac’h-distrô, évit mon̄d da glask ann hini a ioa dian̄ket, bété m’en défé hé gavet ?

5. Ha goudé m’en deûz hé gavet, é laka anézhan̄ laouen-brâz war hé ziskoaz.

6. Hag ô ton̄d d’ar géar, é stroll hé viñouned hag hé amézeien, hag é lavar d’ézhô : En em louénait gan-én̄, râk kaved em eûz ann dan̄vad em boa kollet.

7. Lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz é vézô ivé muioc’h a laouénidigez enn én̄v évid eur péc’her péhini a ra pinijen, égéd évit naon̄ték ha pévar-ugen̄d dén gwirion, péré n’hô deûz kéd ézomm a binijen.

8. Pé piou eo ar vaouez, mar é défé dék péz-arc’han̄t ; ha ma kollché unan anézhô, ha na énaoufé kéd ar c’hleûzeûr, ha na skubfé kéd ann tî, évid hé glask gan̄t préder, bété ma é défé hé gavet ?

9. Ha goudé ma é deûz hé gavet, é stroll hé miñounézed hag hé amézégézed, ô lavaroud : En em laouénait gan-én̄, râk kaved em eûz ar péz-arc’han̄t em boa kollet.

10. Ével-sé hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz é vézô laouénidigez é-touez ann Élez, pa zeûi eur péc’her hép-kén da ôber pinijen.

11. C’hoaz é lavaraz : Eunn dén en doa daou vab :

12. Hag ar iaouan̄ka anézhô a lavaraz d’hé dâd : Va zâd, rô d’in al lôden zanvez a zigouéz d’in. Hag hén̄ a rannaz hé zanvez gan̄t-hô.

13. Hag eunn nébeûd dervésiou goudé, ar mâb iaouan̄ka, ô véza dastumet kémen̄d en doa, en em lékéaz enn hen̄t évit mon̄d étrézég eur vrô bell-meûrbéd, hag énô é tispiñaz hé zanvez ô véva gan̄t gadélez.

14. Ha pa en doé dispiñet kémen̄d en doa, é c’hoarvézaz eunn naounégez vrâz er vrô-zé, hag é teûaz da ézommékaat.

15. Kuîd éz éaz éta, hag en em lakaad a réaz é gôpr gan̄d eunn dén eûz ar vro. Hag hé-man̄ hen kasaz enn eunn ti d’ézhan̄ war ar méaz, évit mesa ar môc’h.

16. C’hoan̄téed en divijé leunia hé gôf gan̄d ar c’hlosou a zebré ar môc’h : ha dén na rôé d’ézhan̄.

17. Hôgen ô véza distroed enn-han̄ hé-unan, é lavaraz : A béd gôpraer zô é ti va zad hag en deûz bara é leiz, ha mé a varv aman̄ gan̄d ann naoun ?

18. Sével a rinn, hag éz inn étrézé va zâd, hag é livirinn d’ézhan̄ : Va zâd, péc’hed em eûz a-éneb ann én̄v hag enn da énep.

19. N’ounn két talvoudek pelloc’h da véza galved da vâb : va zigémer ével unan euz da c’hôpraerien.

20. Hag é savaz, hag é teûaz étrézég hé dâd. Hôgen pa édo c’hoaz pell, hé dâd hen gwélaz, hag en doé truez out-han̄ ; hag ô tirédek é lammaz d’hé c’houzouk, hag é pokaz d’ézhan̄.

21. Hag hé vâb a lavaraz d’ézhan̄ : Va zâd, péc’hed em eûz a-éneb ann én̄v hag enn da énep ; n’ounn két talvoudek pelloc’h da véza galved da vâb.

22. Hôgen ann tâd a lavaraz d’hé vévellou : Digasit buan hé zaé gen̄ta, ha gwiskit-hi d’ézhan̄, ha likid eur walen ouc’h hé vîz, ha boutôu enn hé dreid :

23. Digasid ivé al leûé lard, ha lazit-hén̄ ; debromp ha gréomb banvez.

24. Râg ar mâb-man̄ d’in a ioa marô, hag eo asbevet : dian̄ked oa,