Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/458

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
456
aviel san̄tel jézuz-krist

da véza eur wézen vrâz ; ha laboused ann én̄v a arzaô war hé skourrou.

20. Lavaroud a réaz c’hoaz : ouc’h pétrâ éc’h hévélébékainn rouan̄télez Doué ?

21. Hén̄vel eo oud ar goell a gémer eur vaouez évid hé guza é trî feûr bleûd, bété ma teûi holl da c’hôi.

22. Ha Jézuz a iea dré ar c’heriou, dré ar bourc’hiou enn eur gélenna, hag enn eur dôstaad ouc’h Jéruzalem.

23. Hôgen unan-bennâg a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ha nébeûd a hini a vézô salvet ? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô.

24. Strivid évit mon̄d dré ann ôr en̄k : râg hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, kalz a dûd a glaskô mon̄d ébarz, ha na hellin̄t két.

25. Hôgen pa vézô éad ar penn-tî ébarz, ha pa en dévézô serred ann ôr, é choumod er-méaz, hag é téraouot skei war ann ôr, ô lavarout : Aotrou, digor d’é-omp ; hag hén̄ a respoun̄tô hag a lavarô d’é-hoc’h : Na ouzonn kéd a béléac’h oc’h.

26. Neûze é téraouot lavarout : Debret hag évet hon eûz dira-z-od ha té éc’h eûz kélennet enn hor marc’halec’hiou.

27. Hag hén̄ a lavarô d’éhoc’h : Na ouzonn kéd a béléac’h oc’h : tec’hid diouz-in, tûd disléal.

28. Énô é vézô gwélvan ha skrîñ-den̄t ; pa wélot Abrabam, hag Izaak, ha Jakob, hag ann holl Broféded é rouan̄télez Doué, ha c’houi kased er-méaz.

29. Don̄d a rai lôd eûz ar saô-héol, hag eûz ar c’hûs-héôl, hag eûz ann han̄ter-nôz, hag eûz ar c’hresteiz, péré a azézô é rouan̄télez Doué.

30. Hag ar ré rivéza a vézô ar ré gen̄ta, hag ar ré gen̄ta a vézô ar ré zivéza.

31. Enn deiz-zé é teuaz d’hé gavout hiniennou eûz ar Farizianed, ô lavaroud d’ézhan̄ : Kéa-kuît, ha kerz ac’hann ; râg Hérodez a fell d’ézhan̄ da laza.

32. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : It, ha livirid d’al louarn-zé : Chétu é kasann-kuît ann diaoulou, hag é rôann ar iéc’hed d’ar ré glan̄v hiriô ha war-c’hoaz, hag ann trédé deiz é vézinn kased-da-benn.

33. Koulskoudé réd eo d’in kerzoud hiriô ha war-c’hoaz hag an̄trônôz ; râg eur Profed na dlé két béza lékéad d’ar marô er-méaz eûz a Jéruzalem.

34. Jéruzalem, Jéruzalem, té péhini a laz ar Broféded, hag a labez ar ré a zô kased d’îd, péd gwéach em eûz-mé mennet strolla da vugalé, é-c’hîz ma stroll eul labous hé neiz din̄dân hé ziou-askel, ha né két felled d’îd ?

35. Chétu hô tî a vézô lézed d’é-hoc’h dihen̄tet. Râk hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz n’am gwélot mui, kén na zeûot da lavarout : Benniget ra vézô ann hini a zeû enn hanô ann Aotrou.


————


XIV. PENNAD.


1. Jézuz enn eunn deiz sabbat a iéaz é tî eur penn-dén eûz ar Farizianed, évid dibri bara, hag hî a arvesté anézhan̄.

2. Ha chétu eunn dén klan̄v gan̄d ar c’hoenv a ioa dira-z-han̄.

3. Neûzé Jézuz a gomzaz oud doktored al lézen, hag oud ar Farizianed, hag a lavaraz d’ézhô : Hag aotréed eo iac’haad ar ré glan̄v é deiz ar sabbat ?

4. Hag hî a davaz. Hôgen hén̄ ô véza kroged é dourn ann dén-zé, a iac’héaz anézhan̄ ; hag hen c’hasaz-kuît.

5. Goudé é lavaraz d’ézhô : Péhini ac’hanoc’h mar bé kouézet hé azen pé hé éjenn er pun̄s, na dennjé kéd anézhan̄ râk-tâl da zeiz ar sabbat zôkén ?

6. Ha na hellen̄t respoun̄ta nétrâ ouc’h kémen̄t-sé.

7. Neûzé ô lakaad évez pénaoz ar ré a ioa péded da zibri a zilenné al lec’hiou ken̄ta ouc’h taol, é tanévellaz ar barabolen-man̄ d’ézhô, ô lavarout :

8. Pa vézi péded da eunn eûreûd, n’en em laka két el léac’h ken̄ta ouc’h taol, gan̄d aoun n’en em gafché é-touez ar ré bédet eunn dén a vrasoc’h stâd égéd-od.

9. Ha na zeûfé ann hini en deûz