Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
levr ar profed isaias.

trou péhini en deûz krouet ann én̄vou, ann Doué péhini en deûz krouet ann douar, en deûz hé zoaréet, en deûz hé c’hréat : n’en deûz két hé grouet enn-aner ; évit ma choumché tûd war-n-ézhan̄ en deûz hé c’hréat. Mé eo ann Aotrou, ha n’eûz hini all é-béd.

19. N’em eûz két komzet é-kûz, enn eul léac’h téval eûz ann douar. N’em eûz két lavaret da wenn Jakob : Klaskit ac’hanoun enn-aner ; mé eo ann Aotrou a rô da anaout ar reizded, hag a embann ann éeunder.

20. En em strollit, ha deûit, ha tôstait kévret, c’houi péré a zô bét savétéet é-touez ar brôadou ; diwiziek eo ar ré péré a zâv hô c’hizelladur koat, hag a béd eunn doué ha na hell két hô savétéi.

21. Kélennit, ha deûit, hag en em guzulit kévret ; piou en deûz rôet da anaout kémen̄t-sé adaleg ar penn-ken̄ta, ha piou en deûz hé ziouganet ken̄t ? Ha né két mé ann Aotrou, ha Doué all a zô néméd-oun ? Mé eo ann Doué reiz, ha n’eûz Salver é-béd néméd-oun.

22. Trôid ouz-in eûz a holl bennou ann douar, hag é viot salvet ; râk Doué ounn, ha n’euz hini all é-béd.

23. Dré z-oun va-unan em eûz touet, ar gér a reiz-zé a zô éat er-méaz eûz va génou, ha na zistrôi mui :

21. Pénaoz pép glîn a blégô dira-z-oun, ha pép téôd a douô dré-z-oun.

25. Ha pép-hini a lavarô : Eûz ann Aotrou é teû va reizded ha va ners ; ar ré holl péré a énébé out-han̄ a zeûi étrézeg enn-han̄, hag a vézô mézékéet.

26. Enn Aotrou a vézô didamallet ha meûlet holl wenn Israel.


————


XLVI. PENNAD.


Ann Aotrou eo ar gwîr Zoué hép-kén.


1. Torret eo bét Bél, brévet eo bét Nabô : hô skeûdennou a zô bét lékéat war loéned ha war gézek ; ar péz a zougac’h a zô skûizuz ker pounner eo.

2. Torret ha brévet in̄t bét kévret : n’hô deûz két gellet savétei ar ré hô dougé, hag ar ré-man̄ a zô bét lékéat é sklavérez.

3. Sélaouit ac’hanoun, tî Jakob, ha c’houi holl zilerc’h Israel, c’houi péré a zougann aba ma oc’h ganet, adalek kôv hô mamm.

4. Mé hô tougô c’hoaz va-unan kén na viot kôz, mé hô tougô kén na vézô gwenn hô pléô ; mé em eûz hô kréat, ha mé hô tougô ; mé hô tieûbô.

5. Out piou hoc’h eûs-hu va lékéat da vézâ hen̄vel, ha va c’heidet, ha va hévelébékéet ? Piou hoc’h eûs-hu lékéat hén̄vel ouz-in ?

6. C’houi a denn aour euz hô ialc’h, hag a boéz arc’han̄t gan̄d ar valan̄s, hag a gémer eunn orféber, évid ôber eunn doué ; ma vézô stouet dira-z-han̄, ha ma vézô azeûlét.

7. Hé lakaad a réon̄t war hô diskoaz, hé zougen a réon̄t, hag é lékéon̄t anézhan̄ enn hé léac’h ; hag hén̄ a choum énô hép fin̄va ; hôgen pa c’harmin̄t out-han̄, na glevô két ; ha pa vézin̄t glac’haret, n’hô dieûbô két.

8. Hô pezet koun eûz a gémen̄t-sé, hag hô pezet méz ; distroît enn hô kaloun, tûd fallakr.

9. En̄vorit ar c’han̄tvédou ken̄t, pénaoz ounn Doué, ha n’eûz Doué all é-béd néméd-oun, ha n’eûz hini hén̄vel ouz-in.

10. Mé eo a ziougan adaleg ar penn-ken̄ta, ar péz a dlé c’hoarvézout da zivéza, ha pell araok ar péz ha né két c’hoarvézet c’hoaz, ô lavarout : Va c’huzul a vézo stard, ha va holl ioulou a vézô sévénet.

11. Mé a c’halvo eunn evn eûz ar sâv-héol, ha dén va ioul eûz a eur vrô bell ; hé lavaret em eûz, hag hé sévéninn ; hé lékéat em eûz em penn, hag her grinn.

12. Sélaouit ac’hanoun, tûd kalet a galoun, c’houi péré a zô pell diouc’h ar reizded.

13. Tôstéet em eûz va reizded, na vézô két daléet, ha va zilvidigez na vézô két gourzézet. Ar zilvidigez a likiinn é Sion, ha va gloar enn Israel.


————