Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
levr ar profed isaias.

arouésiou ann diouganérien ; a laka da ziskianta ann divinerien ; a ziskar skian̄t ar ré fûr ; hag a laka hô gwiziégez da drei é follen̄tez.

26. Mé eo a zéven gér hé zervicher, hag a gâs da benn kuzul hé gannaded ; a lavar da Jéruzalem : Tûd a zeûiô enn-oud ; ha da geriou Juda : Savet é viot a-névez, hag é savinn hô tizeriou ;

27. A lavar d’al loun̄k : Béz séac’h, hag é tizec’hinn hé steriou ;

28. A lavar da Zirus : Va méser oud, hag é sévéni va holl ioul ; a lavar da Jéruzalem : Savet é vézi a-névez ; ha d’ann templ : Diazezet é vézi a névez.


————


XLV. PENNAD.


Ann Aotrou anavézet gan̄d ann holl vrôadou.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou da Zirus va C’hrist, em euz kéméret dré hé zourn, évit lakaad da bléga dira-z-han̄ ar brôadou, ha lakaad ar rouéed da drei hô c’hein ; évid digeri ann ôriou dira-z-han̄, ha na vézô serret pors é-béd.

2. Mé a iélô enn da raok ; tûd rôk ann douar a vuélinn ; ar persier arem a dorrinn, hag ar sparsou houarn a vrévinn.

3. Rei a rinn d’id ann ten̄zoriou kuzet, hag ar ré guzéta ; évit ma wézi pénaoz eo mé ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz da c’halvet dré da hanô.

4. Enn abek da Jakob va zervicher, ha da Israel va dilennet, em eûz da c’halvet dré da hanô ; da les-hanvet em eûz ha n’éc’h eûz két va anavézet.

5. Mé eo ann Aotrou, ha n’eûz hini all é-béd : n’eûz kén Doué néméd-oun ; da c’hourizet em eûz, ha n’éc’h eûz két va anavézet,

6. Évit ma wezô ann holl, adaleg ar sâv-héol, bétég ar c’hus-héol pénaoz n’eûz Doué é-béd néméd-oun. Mé eo ann Aotrou, ha n’eûz két eunn all,

7. Péhini a zoaré ar goulou, hag a ra ann dévalien, a râ ar péoc’h, hag a ra ar poaniou ; mé eo ann Aotrou a râ kémen̄t-sé.

8. En̄vou, skuḻit hô klîz diouc’h kréac’h, ha ra gouézô ann dén-reiz é-giz glaô eûz ar c’hoabr ; ra zigorô ann douar, ha ra lakai da ziwana ar salver ; râ zavô kévret ar reizded. Mé eo ann Aotrou em eûz hé grouet.

9. Gwâ ann dén a éneb oud hé grouer, hén̄ péhini n’eo néméd eul léstr prî. Hag ar prî a lavar d’ar pôder : Pétrâ a réz-te ? Hag hép daouarn eo bét gréat da labour ?

10. Gwâ ann hini a lavar d’hé dâd : Pérâg éc’h eûs-té va en̄géhen̄tet ? Ha d’hé vamm : Pérâg éc’h eûs-té va ganet ?

11. Ével-henn é lavar ann Aotrou, san̄t Israel, hag ann hini en deûz hé c’hréat : Grît goulennou ouz-in diwar-benn ann traou da zon̄t, grît gourc’hémennou d’in é-kén̄ver va bugalé, hag é-kén̄ver labour va daouarn.

12. Mé eo em eûz gréat ann douar, ha mé eo em eûz krouet ann dén war-n-ézhan̄ ; va daouarn hô deûz astennet ann én̄vou, ha d’hô holl armé em eûz gourc’hémennet.

13. Mé eo a zavô anézhan̄ évid ar reizded, hag a lakai hé holl hen̄chou da véza éeun ; hén̄ a zavô va c’héar, hag a zieûbô va sklaved, hag hép gôbr na rôou, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.

14. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Labourerien ann Éjipt, ha marc’hadourien ann Étiopia, ha tûd braz Saba a zeûi d’az kavout, hag hî a vézô d’id ; war da lerc’h é teûin̄t, gan̄d chadennou oud hô daouarn é kerzin̄t ; stoui a rain̄t dira-z-od, hag é pédin̄t ac’hanod, ô lavarout : N’eûz a Zoué némét gan-éz, ha n’eûz Doué all é-béd néméd da hini.

15. Té eo évit-gwîr ann Doué kuzet, Doué Israel, ar Salver.

16. Ar ré hô deûz gréat fazi a zô bét mézékéet, hag hî holl hô deûz rusiet ; éat in̄t kévret gôlôet a véz.

17. Israel a zô bét salvet gan̄d ann Aotrou gan̄d eur silvidigez peûr-baduz : na viot két mézékéet, ha na rusiot két a-héd ar c’han̄tvédou.

18. Râg ével-henn é lavar ann Ao-