Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
levr ar profed isaias.


XLVII. PENNAD.


Disman̄tr rouan̄télez Babilon.


1. Diskenn, azez er poultr, ô plac’h-iaouan̄k merc’h Babilon, azez war ann douar. N’eûz mui a drôn évid-od, merc’h ar C’haldéed, ha na vézi mui galvet bouk ha kizidik.

2. Trô ar méan-vilin, ha mâl ar bleûd ; diskouéz da benn noaz, dizôlô da ziskoaz, kerz da zivesker enn-noaz, treûz ar steriou.

3. Da vézégez a vézô dizôlôet, da zismégan̄s a vézô gwélet ; en em ven̄ji a rinn, ha dén na harzô ouz-in.

4. Hon daspréner, péhini a zô hé hanô Aotrou ann arméou, san̄t Israel a raiô ann traou-zé holl (M).

5. Azez, ha tâv, ha kéa enn amc’houlou, merc’h ar C’haldéed ; râk na vézi mui galvet itroun ar rouan̄télésiou.

6. Droug a oa savet enn-oun out va fobl, distolet em bôa va digwéz, hô lekéat em bôa étré da zaouarn. N’ec’h eûz két gréat a drugarez enn ho c’hén̄ver, gwall bounnéréet éc’h euz da iéô war ar ré gôz ;

7. Hag éc’h eûz lavaret : Da itroun é vézinn da-vikenn. N’éc’h eûz két mennet war gémen̄t-sé, ha né két deûet da zivez da goun d’id.

8. Sélaou éta bréma, té péhini a zô kizidik, a choum er fisian̄s, hag a lavar enn da galoun : Mé a zô, ha n’eûz hini dreist-oun. Na zeuinn két da véza in̄tan̄vez, ha na vézinn két hep bugalé.

9. Hôgen ann daou dra-zé a gouézô war-n-od war-eunn-drô enn eunn deiz, ar bréc’han̄der hag ann in̄tan̄vélez ; ann holl boaniou a gouézô war-n-od, enn abek d’al lôd brâz eûz da strobinellou, hag enn abek da galéder da strobinellerien.

10. Enn da zrougiez oud en em fisiet, hag éc’h eûz lavaret : N’eûz dén a gémen̄t am gwél ; gan̄d da furnez, ha gan̄d da wiziégez oud bét touellet ; ha lavaret éc’h eûz enn da galoun : Mé a zô, ha n’eûz hini dreist-oun.

11. Don̄ a rai ann drouk war-nod, ha na wézi két a béléac’h é teûi ; kouéza a rai wâr-n-od eur reûz, ha na helli ket harpa out-han̄ ; mac’het é vézi war-eunn-drô gan̄d eur boan ha na anavézez két.

12. Sav gan̄d da strôbinellerien, ha gan̄d al lôd brâz eûz da strôbinellou, da béré oud en em rôet gan̄t kémen̄d a strîv adalek da iaouan̄ktiz ; ha gwél hag hi a vézô talvoudek d’id, ha gwél ha té a vézô kréoc’h a gémen̄t-sé.

13. Skuizet oud bét gan̄d al lôd brâz eûz da guzulierien. Ra zavô bréma ann diouganerien péré a zellé oud ann én̄v, a arvesté ar stéred, hag a nivéré ar misiou, évid diougani d’id ann traou da-zon̄t, ha ra zavétain̄t ac’hanod.

14. Chétu in̄t deûet ével kôlô ; ann tân en deûz hô losket ; na zieûbin̄t két hô énéou eûz ar flamm grisias ; na choumô két a c’hlaou out péhini mon̄d da domma, nag a dân évid azéza enn hé gén̄ver.

15. Chétu pétrâ a zeûi ann holl draou-zé da béré é oaz en em rôet gan̄t kémén̄d a strîv ; ar varc’hadourien péré hô dôa gréat kéfridi gan-éz adalek da iaouan̄tiz a iélô pép-hini d’hé dû, ha na choumô hini évid da zieûbi.


————


XLVIII. PENNAD.


Dieûb Israel.


1. Sélaouit kémen̄t-man̄, tî Jakob, c’houi péré a zo galvet dré ann hanô a Israel, hag a zô savet eûz a zouréier Juda, c’houi péré a dou dré hanô ann Aotrou, hag hoc’h eûz koun eûz a Zoué Israel, nann er wirionez, nag er reizded.

2. Râg eûz ar géar zan̄tel hô deûz kéméret hô hanô, hag en em harpet in̄t war Zoué Israel, péhini a zô hé hanô Aotrou ann arméou.

3. Ann traou ken̄t em eûz dioûganet a neûzé, hag hî a zô deûet er-méaz eûz va génou, ha mé em eûz hô rôet da glévout : enn-eunn-taol in̄t bét gréat gan-én̄, hag hî a zô bét sévénet.